Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/426

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
424
aviel san̄tel jézuz-krist

10. Réd eo ivé é vé da gen̄ta prézéged ann Aviel dré ar béd holl.

11. Ha pa viot kaset dira-z-hô, na vézit kéd é poan pénaoz é komsot : râk rôed é vézô d’é-hoc’h war ann heur pétrâ a lévérot. Râk né két c’houi a gomzô, hôgen ar Spéred-San̄tel.

12. Hôgen ar breûr a rôi hé vreûr d’ar marô, hag ann tâd hé vâb : hag ar vugalé a zispac’hô oud hô zâd hag oud hô mamm, hag hô lakain̄t da vervel.

13. Ha c’houi a vézô kaséet gan̄d ann holl enn abek d’am hanô. Hôgen néb a gen̄dalc’hô bétég ann divez, hen-nez a vézô salvet.

14. Hôgen pa wélot pénaoz heûz ann disman̄tr a vézô el léac’h é péhini na dlé két béza : ra boellô néb a lenn ; neûzé ar ré a vézô é Judéa, éan̄t war ar ménésiou :

15. Hag ann hini a vézô war ann dôen, na ziskennet két, évit kéméroud eunn dra eûz hé dî :

16. Hag ann hini a vézô er park, na zistrôet két évit kéméroud hé zaé.

17. Hôgen gwa ar gragez vrazez hag ar magérézed enn deisiou-zé.

18. Pédid éta évit na c’hoarvézô két kémen̄t-sé é-pâd ar goan̄.

19. Râk en̄krez ann deisiou-zé a vézô ker braz, na vézô két bét gwélet ann hévélep, abaoé derou ar béd krouet gan̄d Doué bété neûzé, ha na vézô bikenn.

20. Ha ma na vé két bét diverréet gan̄d ann Aotrou ann deisiou-zé, na vijé két salved eunn dén : hôgen enn abek d’ar ré zilennet, en deûz diverréed ann deisiou-zé.

21. Ha neûzé ma lavar d’é-hoc’h eur ré-bennâg : Chétu éma ar C’hrist aman̄, pé ahon̄t, na grédit két.

22. Râk sével a rai fals-kristed ha fals-proféded : hag é rôin̄t arwésiou ha burzudou, évit touella, mar d-eo galluz, ar ré zilennet hô-unan.

23. Ha c’houi likid évez : chétu em eûz diouganet pép trâ d’é-hoc’h.

24. Hôgen goudé en̄krez ann deisiou-zé, ann héol a dévalai, hag al loar na rôi kéd hé goulou :

25. Hag ar stéred a gouézô eûz ann én̄v, ha nersou ann én̄vou a vézô kéflusket.

26. Ha neûzé é vézô gwélet Mâb ann dén ô ton̄t war ar goabrou gan̄d eunn ners, hag eur veûrdez vrâz.

27. Hag é kasô hé élez, péré a zastumô ar ré-zilennet gan̄t-han̄ eûz ar pevar avel, adalek penn ann douar bété penn ann én̄v.

28. Hôgen deskid eur barabolen diwar-benn eur wézen-fiez. Pa vez téner hé skourrou, ha pa vez savet hé deliou, é ouzoc’h pénaoz eo tôst ann han̄v :

29. Ével-sé ivé c’houi pa wélot kémen̄t-sé holl, gwézit pénaoz éma tôst, hag oud ann ôr.

30. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na dréménô kéd ar wenn-man̄, kén na vézô sévénet kémen̄t-sé.

31. Ann én̄v hag ann douar a ia é-biou, hôgen va geriou na dréménin̄t két.

32. Hôgen dén na oar ann deiz-zé nag ann heur, nag Élez ann én̄v, nag ar Mâb, hôgen ann Tâd hép-kén.

33. Likid evez, choumid dihun. Ha pédit, râk na ouzoc’h két peûr é teûi ann amzer-zé.

34. Béz’ é vézô ével eunn dén, péhini ô véza éad enn-hen̄t a lez hé di, hag a rô da bép-hini eûz hé vévellou al labour en deûz da ôber, hag a c’hourc’hémenn da néb a zô oud ann ôr choum dihun.

35. Choumid dihun éta, (râk na ouzoc’h két peur é teûi mestr ann tî ; da bardaez, pé da han̄ter-nôz, pé da gân ar c’hiḻek, pé d’ar min̄tin),

36. Gan̄d aoun na zeûfé enn-eunn-taol, ha n’hô kafché kousket.

37. Hôgen ar péz a lavarann d’é-hoc’h, a lavarann da béb unan : Choumid dihun.


————


XIV. PENNAD.


1. Hôgen édo ar Pask ha gouél ar bara dic’hoell da benn daou zervez : ha Prin̄sed ar véleien, hag ar Skribed a glaské ann doaré da gémérout