Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/425

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
423
hervez san̄t vark.

Zoué a greiz da galoun, hag a greiz da spéred, hag a greiz da nerz. Hennez eo ar c’hen̄ta gourc’hémenn.

31. Hôgen ann eil a zô hén̄vel out-han̄ : Karoud a rî da nesa ével-d-oud da unan. N’eûz gourc’hémenn all é-béd brasoc’h égéd ar ré-man̄.

32. Hag ar Skrib a lavaraz d’ézhan̄ : Mâd, mestr, gwîr eo ar péz éc’h eûz lavaret, pénaoz éz eûz eunn Doué, ha n’en deûz néméd eunn Doué hép-kén :

33. Ha pénaoz karoud anézhan̄ a greiz hé galoun, a greiz hé spered, a greiz hé ené, hag a greiz hé ners ; ha karoud hé nesa ével-t-han̄ hé-unan, a zô mui égéd ann holl loéned-losket, hag ann holl azeûlidigézou.

34. Hôgen Jézuz ô wélout pénaoz en doa respoun̄tet gan̄t furnez, a lavaraz d’ézhan̄ : N’oud két pell eûz a rouan̄télez Doué. Hag a neûzé dén na grédaz mui ôber goulenn é-béd d’ézhan̄.

35. Ha Jézuz ô kélenna enn templ, a c’houlennaz : Pérâg é lavar ar Skribed pénaoz ar C’hrist a zô mâb da Zavid,

36. Pa en deûz David hé-unan lavaret dré ar Spéret San̄tel : Ann Aotrou en deûz lavared d’am Aotrou : Azez war va dourn déou, bété ma likiinn da énébourien da skabel d’az treid.

37. Mar galv éta David hé-unan anézhan̄ hé Aotrou, pénaoz ef-hén̄ hé vâb ? Hag eul lôd brâz a bobl a zélaoué anezhan̄ a ioul vâd.

38. Hag é lavaré d’ézhô enn hé gélen : Diwallid ouc’h ar Skribed, peré a fell d’ézhô kerzout gan̄t saéou-lôstek, ha kaout stouou er marc’hallec’h,

39. Ha béza azézet er c’hadoriou ken̄ta er sinagogou, ha béza gourvézet war ar gwéléou ken̄ta er banvésiou :

40. Péré a zisman̄tr tiez ann in̄tan̄vézed, war zigarez ma réon̄t pédennou hîr. Ar ré-zé hô dévézô eur varnédigez wasoc’h.

41. Ha Jézuz ô véza azézet dirâg ar c’héf, a zellé é pé doaré é taole ar bobl arc’han̄t er c’héf. Ha kalz a dûd pinvidik a daolé kalz.

42. Don̄d a réaz ivé eunn in̄tan̄vez paour, péhini a lékéaz daou bézik a dalé eul liard.

43. Ha Jézuz ô c’hervel hé ziskibled, a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ann in̄tan̄vez paour-zé é deûz rôet muioc’h égéd ar re all holl péré hô deûz lékéad er c’héf.

44. Râg ar ré-zé hô deûz lékéat eûz ar péz a founné dézhô : hôgen houman̄ é deûz lékéat eûz hé diénez kémen̄d é doa, hag hé holl buézégez.


————


XIII. PENNAD.


1. Ha p’az éa Jézuz er-méaz eûz ann templ, unan eûz hé ziskikled a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, sell pébez mein, ha pébez tiez.

2. Ha Jezuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Gwéloud a réz-té ann holl diez brâz-zé ? Na jommô két méan war véan ; disman̄tret holl é vézin̄t.

3. Ha pa édo azézet war Ménez Olived ; dirâg ann templ, Per, ha Jakez, ha Iann, hag An̄dréaz a réaz a dû ar goulenn-man̄ out-han̄.

4. Lavar d’é-omp, peûr é c’hoarvézô kémen̄t-sé ? Ha pé arvéz a vézô, pa dostai ann holl draou-zé ?

5. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz : Likid évez na zeûfé dén d’hô touélla ;

6. Râk kalz a zeûi em hanô, ô lavarout : Mé eo ar C’hrist : hag é touellin̄t meûr a hini.

7. Hôgen pa glevot komza eûz a vrézeliou, hag eûz a vrûd brézeliou, na spoun̄tit két : râk réd eo é teûfé kémen̄t-sé. Hôgen na vézô két c’hoaz ann divez.

8. Râk sével a rai pobl out pobl, ha rouan̄télez out rouan̄télez ; ha béz’ é vézô krénnou-douar é meûr a léac’h, ha naounégézou. Ann derou é vézin̄t eûz ar gloasiou.

9. Hôgen likid évez ouz-hoc’h hoc’h-unan. Râk kâs a rain̄t ac’hanoc’h enn hô strolladou, hag é viot skourjézet enn hô sinagogou. Kased é viot dirâg ar rénerien hag ar rouéed enn abek d’in, é testéni d’ézhô.