Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/427

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
425
hervez san̄t vark.

Jézuz dré ijin, ha d’hé lakaad d’ar marô.

2. Hag é lavaren̄t : Na réomp két kémen̄t-se é deiz eur gouél, gan̄d aoun na zafché dispac’h é-touez ar bobl.

3. Hôgen pa édo Jézuz é Bétania é ti Simon al lovr, ha pa édo ouc’h taol, é teûaz eur vaouez péhini é doa eul léstr leûn a louzou c’houés-vâd, a c’halved nardi, hag ô véza torret al léstr, é taolaz al louzou war hé benn.

4. Hôgen hiniennou a zavaz droug enn-hô, hag a lavaré étré-z-hô : Da bétrâ kolla al louzou-zé ?

5. Râg galled é divijé gwerza al louzou-ze ouc’h-penn tri c’han̄t diner, ha rei ann arc’han̄t d’ar béorien. Hag é soroc’hen̄t out-hi.

6. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : List ar c’hrég-zé : pérâg é c’hlac’harit-hu anézhi ? Eunn dra vâd é deûz gréad em c’hén̄ver.

7. Râk péorien hoc’h eûz bépréd gan-é-hoc’h ; ha pa girit, é hellit ôber vâd d’ézhô ? Hôgen n’hô pézô két bébréd ac’hanoun.

8. Gréad é deûz ar péz é deûz gellet : skuḻed é deûz al louzou-zé war va c’horf évid hé liéna a ziaraok.

9. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : É pé léac’h-bennâg er béd holl ma vézô prézéged ann Aviel-man̄, é vézô lavared enn hé meûleûdi ar péz é deûz gréat.

10. Neûzé Iuzaz Iskariot unan eûz ann daouzék, a iéaz da gavout Prin̄sed ar véleien, évid hé werza d’ézhô.

11. Ar ré-man̄ a laouénaaz pa glefchon̄t kémen̄t-sé ; hag é léverjon̄d rei arc’han̄d d’ézhan̄. Hag a neuzé é klaské ann darvoud mâd évid hé lakaad étré hô daouarn.

12. Hôgen d’ann deiz ken̄ta eûz a c’houél ar bara hép goell, enn amzer ma réad ar Pask, hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : É péléac’h é fell d’îd éz ajemp évid aoza d’îd ar péz a zô réd évid dibri ar Pask ?

13. Hag hén̄ a gasaz daou eûz hé ziskibled, hag é lavaraz d’ézhô : Id da géar : hag é kéfot dira-z-hoc’h eunn dén péhini a zougô eur pôdad dour : îd war hé lerc’h :

14. Hag é pé léac’h-bennâg m’az ai, livirid da vestr ann tî : Ar mestr a c’houlenn digan-éz : Péléac’h éma ar gambr é péhini é hellinn dibri ar Pask gan̄t va diskibled ?

15. Hag hén̄ a ziskouézô d’é-hoc’h eur gambr uc’hel, brâz hag annézet : hag énô éc’h aozod ar Pask d’é-omp.

16. Hag hé ziskibled a iéaz, hag a zeûaz é kéar : hag é kafchon̄t ar péz en doa lavaret, hag éc’h aojon̄d ar Pask.

17. Hôgen pa oé deûed ar pardaez, é teûaz gan̄d ann daouzek.

18. Ha pa édon̄d ouc’h taol ô tibri, é lavaraz Jézuz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz unan ac’hanoc’h, hag a zebr gan-én, a werzô ac’hanoun.

19. Hag hî a oé glac’haret-brâz, hag é téraoujon̄t lavarout d’ézhan̄ ann eil goudé égilé : Ha mé eo ?

20. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Unan eûz ann daouzég eo, péhini a laka hé zourn gan-én̄ er plâd.

21. Mâb ann dén évit-gwîr a ia ével ma eo skrived diwar hé benn : hôgen gwa ann dén gan̄t péhini é vézô gwerzet Mâb ann dén ; gwall é vé d’ann dén-zé na vé két bét ganét.

22. Ha pa édon̄t c’hoaz ô tibri, Jézuz a géméraz bara ; hag ô véza hé vinniget, hé dorraz, hag hé rôaz d’ézhô, ô lavarout : Kémérit : ann dra-man̄ a zô va c’horf.

23. Hag ô véza kéméred ar c’halir, é trugarékéaz hag hé rôaz d’ézhô ; hag holl éc’h évjon̄d eûz anézhan̄.

24. Hag é lavaraz dézhô : Hé-man̄ eo va goâd eûz ann testaman̄t nevez : péhini a vézô skuḻet évit meûr a hini.

25. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na évinn mui eûz ar frouez-zé eûz ar winien, bétég ann deiz-zé é péhini éc’h évinn anézhan̄ a nevez é rouan̄télez Doué.

26. Ha goudé béza kanet eunn himn, éz éjon̄t war Ménez Olived.

27. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Eunn darvoud a wall-skouér é vézinn évid-hoc’h holl enn nôz-man̄ ; rak skrived eo : Skei a rinn gan̄d ar mésaer, hag ann dén̄ved a vézô skiñet.