Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR MALAC’HIAS.


————


I. PENNAD


Rébéchou a râ Malac’hias d’ar bobl a Israel.



1. Béac’h gér ann Aotrou da Israel dré zourn Malac’hias.

2. Hô karet em eûz, émé ann Aotrou, hag hoc’h eûz lavaret : É pétrâ éc’h eûz-té hor c’haret ? Ésau hag hén̄ né oa két breûr da Jakob, émé ann Aotrou ? ha koulskoudé em eûz karet Jakob,

3. Hag em eûz kaséet Ésau, hag em eûz lékéat hé vénésiou da eunn distrô, ha rôet hé zigwéz da éréven̄t ann distrô.

4. Ma lavar ann Iduméa : Disman̄tret omb bét, hôgen nî a zistrôi hag a assavô ar péz a zô bét disman̄tret : ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Hî a zavô, ha mé a ziskarô ; hag hî a vézô galvet harzou ar fallagriez, hag ar bobl out péhini eo buanékéet ann Aotrou da-vikenn.

5. Hag hô taoulagad a wélô, hag é léverrot : Ra vézô meûlet ann Aotrou war harzou Israel.

6. Ar mâb a énor hé dâd, hag ar mével a zouj hé vestr : mar d-ounn éta tâd, péléac’h éma va énor ? ha mar d-ounn mestr, péléac’h éma va douj ? émé Aotrou ann arméou, d’é-hoc’h-hu, béleien, péré a zispriz va hanô, hag a lavar : É pétrâ hon eûz-ni disprizet da hanô ?

7. Kenniga a rît war va aoter bara saotret, hag é livirit : É pétrâ hon eûz-ni da zaotret ? Enn abek ma hoc’h eûz lavaret : Disprizet eo taol ann Aotrou.

8. Mar kennigit eul loen dall évit béza lazet, ha né két eunn drouk ? mar kennigit eul loen gamm pé glan̄v, ha né két eunn drouk ? Kennig-hén̄ d’as dûg, évit gwélout, ma hétô d’ézhan̄, ha ma vézi digéméret mâd gan̄t-han̄, émé Aotrou ann arméou.

9. Pédit éta breman̄, dirâg ann Aotrou, m’en dévézo truez ouz-hoc’h (râg gan̄d hô tourn eo bét gréat kémen̄t-sé), ha m’hô tigémérô mâd, émé Aotrou ann arméou.

10. Piou ac’hanoc’h a zerr ann ôriou, hag a c’houéz ann tân war va aoter évit nétrâ ? N’éma két va ioul enn-hoc’h, émé Aotrou ann arméou : ha na zigémérinn két a c’hôbr eûz hô taouarn.

11. Râg adaleg ar sâv-héol bétég ar c’hûs-héol, eo brâz va hanô é-touez ar brôadou : hag é pép léac’h é réeur sakrifisou d’in, hag é kennigeur d’am hanô eur c’hennig glân : ô véza ma eo brâz va hanô é-touez ar brôadou, émé Aotrou ann arméou.

12. Hôgen c’houi hoc’h eûz hé zaotret, pa livirit : Taol ann Aotrou a zô saotret ; hag ar péz a lékéeur war-n-ézhi a zô disprizuz, gan̄d ann tân a zev anézhan̄.

13. Hag é livirit : Chétu eûz hol labour, hag é c’houézit war-n-ézhan̄, émé Aotrou ann arméou ; hag hoc’h