Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290
levr zac’harias.

11. Hag hî a choumô enn-hi, ha na vézô mui a argarzidigez : hôgen Jéruzalem a arzaôô gan̄t kréd.

12. Ha chétu ar gouli a skôi ann Aotrou war ann holl vrôadou, péré hô deûz brézélékéet out Jéruzalem : kîk pép hini anézhô a vézô bévézet hag hî war hô zreid, hô daoulagad a vreinô enn hô zoullou, hag hô zéôd a zizec’hô enn hô génou.

13. Enn deiz-zé é lakai ann Aotrou da zével eur c’héflusk brâz enn hô zouez : ann eil a gémérô dourn égilé, hag ar breûr a lakai hé zourn war zourn hé vreûr.

14. Hôgen Juda a vrézélékai out Jérusalem : hag é vézô gréat eunn dastum brâz eûz a vadou ann holl vroadou trô-war-drô, aour, hag arc’han̄t, hag eul lôd brâz a ziḻad.

15. Ha disman̄tr ar c’hézek, hag ar muled, hag ar c’han̄valed, hag ann azéned, hag ann holl loéned a vézô er c’hamp, a vézô hén̄vel oud ann disman̄tr-man̄.

16. Ar ré holl péré a vézô choumet eûz ann holl vrôadou a vézô bét savet out Jéruzalem, a biñô bép ploaz évid azeûli ar roué, Aotrou ann arméou, hag évit lida goél ann teltou.

17. Hag ével-henn é c’hoarvézô : Piou-bennâg eûz a diadou ar vrô ha na biñô két da Jéruzalem, évid azeûli ar roué, Aotrou ann arméou, na gouézô két a c’hlaô war-n-ézhan̄.

18. Mar béz eunn tiad-bennâg eûz ann Éjipt ha na biñô két, ha na zeûi két di : na gouézô két a c’hlaô war-n-ézhô ; hag hî a vézô skôet gan̄d ann hévélep disman̄tr a gouézô a berz ann Aotrou war ann holl vroadou péré na biñin̄t két évit lida goél ann teltou.

19. Hen-nez é vézô kastiz péc’hed ann Éjipt, ha kastiz péc’hed ann holl vrôadou, péré na vézin̄t két bét piñet évit lida goél ann teltou.

20. Enn deiz-zé, kémen̄d a vézô war wesken ar marc’h a vezô gwéstlet d’ann Aotrou : hag ar c’haoteriou a vézô ker paot é ti ann Aotrou, hag ar c’hôpou dirâg ann aoter.

21. Ann holl gaoteriou é Jéruzalem hag é Juda a vézô gwéstlet da Aotrou ann arméou : ha kémen̄d hini a rai sakrifisou, a zeûi, a gémérô anézhô, hag a lakai da boaza enn-hô : ha na vézô mui a varc’hadour é ti Aotrou ann arméou enn deiz-zé.