Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
levr malac’hias.

eûz digaset eûz hô preiz eul loen gamm pé glañv, hag hoc’h eûz hé c’henniget e gôbr : hag hé digémérout a rinn-mé eûz hô tourn, émé ann Aotrou ?

14. Milliget ra vézô ann dén touelluz, péhini en deûz enn hé dropel eul loen gré, ha pa ra eur gwéstl, a lâz unan glan̄v d’ann Aotrou : râg eur roué brâz ounn, émé Aotrou ann arméou, ha va hanô a zô doujuz é-touez ar broadou.


————


II. PENNAD


Gourdrouzou a énéb ar véleien. Kevrédigez ar briédélez didorruz.


l. Ha bréman̄ d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, ô béleien.

2. Ma na fell két d’é-hoc’h sélaoui, ha ma na fell két d’é-hoc’h poelladi hô kaloun, évit rei gloar d’am hanô, émé Aotrou ann arméou ; é kasinn ann diénez enn hô touez, hag é villiginn hô pennosiou ; hag é villiginn anézhô, ô véza n’hoc’h eûz két poelladet hô kaloun.

3. Chétu mé a daolô d’é-hoc’h ar skoaz, hag é fenninn war hô tremm teil hô lidou ; hag hén̄ en em stagô ouz-hoc’h.

4. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé em eûz kaset d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, évit ma vijé va c’hévrédigez gan̄t Lévi, émé Aotrou ann arméou.

5. Gréat em eûz gan̄t-han̄ eur gévrédigez a vuez hag a béoc’h : hag em eûz rôet d’ézhan̄ ann douj, hag hén̄ en deûz va doujet, hag a gréné dirâk va hanô.

6. Lézen ar wirionez a zô bét enn hé c’hénou, hag ar fallagriez né két bét kavet war hé vuzellou : er péoc’h hag enn eunnder en deûz baléet gan-én̄, ha meûr a hini en deûz distrôet eûz ar fallagriez.

7. Râk muzellou ar bélek a virô ar wiziégez, hag enn hé c’hénou é vézô klasket al lézen ; ô véza ma eo éal Aotrou ann arméou.

8. Hôgen c’houi a zô distrôet diwar ann hen̄t, hag oc’h bét da wall-skouér da veûr a hini diwar-benn al lézen : kaset hoc’h eûz da-gét kévrédigez Lévi, émé Aotrou ann arméou.

9. Râk-sé em eûz hô lékéat da véza displed ha disléber dirâg ann holl boblou, ô véza n’hoc’h eûz két miret va hen̄chou, ha n’oc’h két bét diazaouez el lézen.

10. Ha n’hon eûz-ni két holl eunn hévélep tâd ? ha né két eunn hévélep Doué en deûz hor c’hrouet ? Pérâg éta pép-hini ac’hanomp a zispriz hé vreûr, ô terri kévrédigez hon tadou ?

11. Juda en deûz torret al lézen, hag ann argarzidigez a zô bét c’hoarvézet é Israel hag é Jéruzalem : ô véza ma en deûz Juda saotret ar bobl gwéstlet d’ann Aotrou, hag a garé kemen̄t, ô kémérout da c’hrég merc’h eunn doué a-ziavéaz.

12. Ann Aotrou a gollô ann dén en dévézô gréat kémen̄t-sé, ar mestr pé ann diskibl eûz a deltou Jakob, hag ann hini a gennigô rôou da Aotrou ann arméou.

13. Ha c’hoaz hoc’h eûz gréat ann dra-man̄ : gôlôet hoc’h eûz aoter ann Aotrou a zaérou, a geinvan, hag a c’harm ; enn hévélep doaré na zellinn mui oud hô sakrifisou, ha na zigémérinn két évid en em habaskaat ar péz a zeûi eûz hô taouarn.

14. Ha c’houi hoc’h eûz lavaret : Dré bé abek ? enn abek ma eo bét tést ann Aotrou étré té ha grég da iaouan̄ktiz, éc’h eûz disprizet : hag hi a oa da gréven d’id, ha grég da gévrédigez.

15. Ha né két eunn hévéleb hini en deûz kréat, ha n’oc’h-hu két dilerc’h hé c’houéz ? Ha pétrâ a glask-hen̄, néméd hâd Doué ? Mirid éta hô spéred, ha na zisprizit két grég hô iaouan̄ktiz.

16. Pa gasai anézhi, kâs-hi kuît, émé ann Aotrou, Doué Israel : hôgen ar fallagriez a c’hôlôi hé wisk, émé Aotrou ann arméou : mirit hô spéred, ha na zisprizit két.

17. Héget hoc’h eûz ann Aotrou gan̄d hô komsiou : ha c’houi hoc’h eûz lavaret : Kémen̄d hini a râ droug, a zô mâd dirâg ann Aotrou ; hag hî a