Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
levr oséa.


XIII. PENNAD


Rébechou ha gourdrouzou ann Aotrou a-éneb Israel.


1. Pa gomzaz Éfraim, é krogaz ann heûz é Israel ; hag hén̄ a béc’haz gan̄t Baal, hag a varvaz.

2. Ha bréma hô deûz péc’het gwasoc’h : gréat hô deûz gan̄d hô arc’han̄t skeûdennou teûz hén̄vel oud idolou gréat holl gan̄d eur michérour : ha râk-sé hî a lavar : O tûd, c’houi péré a azeûl al leûéou, grît sakrifisou.

3. Râk-sé é vézin̄t ével koabr ar min̄tin, hag ével ar glîz a drémen gan̄d ar min̄tin, hag ével ar poultr a zô c’houézet diwar al leûr gan̄d eur gorven̄ten, hag ével ar môged a zâv diwar ann oaled.

4. Hôgen mé eo ann Aotrou da Zoué, en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt : na anavézi két Doué all néméd-oun, ha n’eûz salver é-bed néméd-oun.

5. Mé em eûz da anavézet enn distrô, enn eunn douar séac’h-brâz.

6. En em leûniet, en em walc’het hô deûz é-kreiz hô feûrvan : hag hî hô deûz savet hô c’haloun, hag hô deûz va an̄kounac’héet.

7. Hôgen mé a vézô évit-hô ével eul léonez, ével eul léonpard war hen̄t ann Assiria.

8. Hô diarbenna a rinn ével eunn oursez a zô bét skrapet hé oursédigou digan̄t-hi, hag é tiroginn hô bouzellou : hag énô é loun̄kinn anézhô ével eul léon ; ha léoned ar mésiou hô diframmô.

9. Té da-unan, ô Israel, eo da gollidigez : hôgen enn-oun éma da gen-ners.

10. Ma éma da roué ? ra zieûbô bréma ac’hanod enn da holl gériou ; hag ivé da varnérien, diwar-benn péré éc’h eûz lavaret : Rô d’in eur roué, ha prin̄sed ?

ll. Eur roué em eûz rôet d’id em buanégez, hag é laminn anézhan̄ digan-ez em frouden.

12. Éréet eo fallagriez Éfraim, kuzet eo hé béc’hed.

13. Gwen̄trou eur c’hreg é gwilioud a zeûi d’ézhan̄ : mâb diskian̄t eo ; hôgen hén̄ a gouézô ivé gan̄d hé vipien.

14. Eûz a zourn ar marô é tieûbinn anézhô, eûz ar marô é aspréninn anézhô : da varô é vézinn, ô marô ; da groûg é vézinn, ô ifern : kuzet eo ann dizoan ouz va daoulagad.

15. Râg hén̄ a rannô ar breûdeûr étré-z-hô ; ann Aotrou a lakai da zével eûz ann distrô eunn avel lesdikik, a zizéc’hô hé c’houériou, hag a lakai hé feun̄tenniou da hesk. Hag hén̄ a skrapô d’ézhan̄ hé den̄zor, hag hé holl listri talvouduz.


————


XIV. PENNAD


Ar profed a erbéd Israel da zistrei ouc’h Doué.


1. Ra vézô dispennet Samaria, ô véza ma é deûz douget hé Doué d’ar c’houervder : ra gouézin̄t dindân ar c’hlézé : ra vézô friket hô bugaligou ; ra vézô faoutet kôv ar gragez brazez.

2. Distrô, Israel, étrézég ann Aotrou da Zoué ; râg gan̄d da fallagriez eo oud kouézet.

3. Kémérit geriou gan-é-hoc’h, ha distrôit étrézég ann Aotrou ; ha livirid d’ézhan̄ : Tenn diouz-omp ann holl fallagriézou, ha digémer hor mâd : ha nî a rôi d’id da leûéou sakrifiz hor muzellou.

4. Assur na zieûbo két ac’hanomp ; na biñimp két war hor c’hézek ; ha na livirimp mui da labour hon daouarn : C’houi eo hon douéed : râg enn-ot-té ann emzivad a gavô trugarez.

5. Iac’haad a rinn hô gouliou, hô c’haroud a rinn a galoun c’houék ; ô véza ma vézô distrôet va frouden diwar-n-ézhô.

6. Ével ar glîz é vézinn é-kén̄ver Israel ; hégina a rai ével al lili ; he c’hrisiou a lédô ével gwéz al Liban.

7. Hé skourrou a greskô, hag hé c’hloar a vézô ével eur wézen-olived, hag ar c’houés anézhan̄ ével ézan̄s al Liban.