Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
levr oséa.

8. Ar ré a azézô dindân hé skeûd a vézô trôet : névézi a rain̄t ével ann éd, hégina a rain̄t ével ar winien : ar vrud anézhan̄ a vézô ével hini gwîn al Liban.

9. Éfraim, pétrâ a vézô hivizikenn étré mé hag ann idolou ? Mé a zélaouô out-han̄, mé hé lakai da greski ével eur wézen-sapr glâz : enn-oun é kavi da frouez.

10. Piou a zô fûr hag a boell kémen̄t-man̄ ? Piou a zô poellek hag a oar anézhô ? Râg éeun eo hen̄chou ann Aotrou, hag ann dûd reiz a valéô enn-hô ; hôgen ar ré fallagr a gouézô enn-hô.