Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
levr oséa.

2. Pa c’halven̄t anézhô, éz éan̄t kuît a zira-z-hô : viktimou a lazen̄t da Vaalim, sakrifisou a réan̄t d’ann idolou.

3. Ha mé a oa ével tâd-mager Éfraim, hag é tougenn anézhô étré va divrec’h : hag hî n’hô deûz két gwézet ez oa mé a brédérié anézhô.

4. Hô didennet em eûz gan̄d éréou ann dén, gan̄t chadennou ar garan̄tez : bét ounn évit-hô ével ar géô a lékéat war hô génou : ha rôet em eûz da zibri d’ézhô.

5. Na zistrôi két é brô ann Éjipt ; hôgen Assur a vézô da roué d’ézhan̄, ô véza né két fellet d’ézhô distrei.

6. Ar c’hlézé a gouézô war hé geriou, hag a vévézô hé dûd dilennet, hag a loun̄kô hô fennou-kéar.

7. Ha va fobl a c’hédô ma tistrôinn : hôgen lékéat é vézô war-n-ézhô holl eur géô, ha na vézô tennet gan̄d dén.

8. Pétrâ a rinn-mé évidod, ô Éfraim ; pénaoz é warézinn-mé ac’hanod, ô Israel ? Pénaoz az tilézinn-mé ével Adama, az likiinn-mé ével Séboim ? Trôet eo va c’haloun enn-oun ; kéflusket eo gan̄d ar c’heûz.

9. Na lézinn két va buanégez da ziboella : na drôinn két da golla Éfraim : râk Doué ounn, ha n’ounn két eunn dén : ar san̄t ounn enn da greiz, ha n’az inn két é-kreiz da géar.

10. War-lerc’h ann Aotrou éz ain̄t, hag hén̄ a iudô ével eul léon : ha pa iudo hén̄, é krénô bugalé ar môr.

11. Hag hî a gémerô hô nich eûz ann Éjipt ével eunn evn, hag eûz a vrô ann Assiried ével eur goulm ; ha mé hô lakai enn hô ziez, émé ann Aotrou.

12. Éfraim en deûz va gelc’hiet a c’hevier, ha tî Israel a doullérez : hôgen Juda a zô bét da dést féal da Zoué ha d’hé sen̄t.


————


XII. PENNAD


Rébechou ha gourdrouzou ann Aotrou a-éneb Éfraim.


1. Éfraim en em vag gan̄d avel, hag a glask ar c’hrouéz : héd and deiz é paott ar gévier hag ann diboell : kévrédigez en deûz gréat gan̄d ann Assiried, hag hé éôl en deûz kaset d’ann Éjipt.

2. Ann Aotrou éta a varnô Juda, hag a emwélô Jakob : hervez hé hen̄chou, hag hervez hé ôberiou é tistolô d’ézhan̄.

3. É kôv hé vamm é trec’haz hé vreûr : hag enn hé ners é c’hourennas oud ann éal.

4. Hag hén̄ a oé tréac’h d’ann éal, hag en em nerzaz : gwéla a réaz hag é pédaz anézhan̄ : é Bétel é kavaz anézhan̄, hag énô é komzaz ouz-omp.

5. Hag ann Aotrou Doué ann arméou a zeûaz da Aotrou d’hé goun.

6. Ha té, distrô oud da Zoué : mîr ann drugarez hag ar varn, ha laka bépréd da c’héd enn da Zoué.

7. Kanaan en deûz enn hé zourn eur valan̄s touelluz : ann drouk-komz a gâr.

8. Hag Éfraim en deûz lavaret : Koulskoudé ounn deûet da véza pinvidik, hag em eûz kavet eunn idol d’in : ha na vézô két kavet em holl ôberiou, na fallagriez na péc’hed.

9. Ha mé eo ann Aotrou, da Zoué, en deûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, hag a lakai ac’hanod adarré enn da ziez, ével enn deisiou lîd.

10. Ha mé em eûz komzet dré ar broféded, hag em eûz paottet ar gwélédigésiou, ha dré c’hénou ar broféded ounn bét hévélébékéet.

11. Pa oa idolou é Galaad, enn-aner é oa é réan̄t sakrifisou da éjenned Galgal : râg hô aoteriou n’int mui néméd é doaré berniou mein war irvi ar parkou.

12. Jakob a zô bét tec’het é brô ar Siria, hag Israel en deûz servichet évid eur c’hrég, hag en deûz meset évid eur c’hrég.

13. Gan̄d eur profed en deûz ann Aotrou tennet Israel eûz ann Éjipt, ha gan̄d eur profed en deûz hé viret.

14. Éfraim gan̄d hé c’houérvdér en deûz didennet va buanégez ; râk-sé hé c’hoad a gouézô war-n-ézhan̄, hag hé Aotrou a zistolô d’ézhan̄ hé vézégez.


————