Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
levr ar profed ézékiel.

 : Treûz ar vrô-zé ; ha ma lazann ann dûd hag al loéned :

18. Ha pa vé ann tri dén-zé enn hé c’hreiz ; ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na zieûbin̄t na mipien, na merc’hed ; hôgen hî hô-unan a vézô dieûbet.

19. Pé mar kasann ar vosen war ar vrô-zé, ha mar skuḻann va frouden war-n-ézhi er goâd, ô tispenna enn-hi ann dûd hag al loéned :

20. Ha pa vé Noé, ha Daniel, ha Job enn hé c’hreiz ; ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na zieûbin̄t na mipien, na merc’hed ; hôgen hî a zieûbô hô énéou hô-unan gan̄d hô éeunder.

21. Koulskoudé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Mar kasann kévret a-énep Jéruzalem va feder barn ar ré wasa, ar c’hlézé, hag ann naounégez, hag al loéned ferô, hag ar vosen, évit laza enn-hi ann dûd hag al loéned :

22. Hiniennou a choumô enn-hi koulskoudé hag a vézô dieûbet, hag a gasô er-méaz hô mipien hag hô merc’hed ; chétu hi a zeûi d’hô kavout, ha c’houi a wélô hô hen̄chou hag hô ôbériou, hag é viot dic’hlac’haret diwar-benn ann droug em bézô kaset war Jéruzalem, hag ann holl en̄krez em bézô digaset war-n-ézhi.

23. Hô tic’hlac’hari a rain̄t, pa wélot hô hen̄chou hag hô ôbériou ; ha c’houi a anavézô pénaoz né két héb abeg em bézô gréat kémen̄t-sé enn hé énep, émé ann Aotrou Doué.


————


XV. PENNAD


Tud Jérusalem lékéat hével oud ar c’hoat gwini.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz din, ô 1avarout :

2. Mâb dén, pétrâ a vézô gréat eûz ar c’hoat gwini, é-touez ann holl goajou, hag ann holl wéz a zô er c’hoajou ?

3. Ha béz’ é helleur kéméroud eûz hé goat évid ôber eul labour-bennâg, pé ôber eunn hibil gan̄t-han̄, évit lakaad ennn dra a-zistribiḻ out-han̄ ?

4. Chétu é rôeur anézhan̄ da voéd d’ann tân ; ann tân a losk ann daou benn anézhan̄, hag ar c’hreiz a zô lékéat é ludu ; ha mad é vézô da ôber eunn dra-bennâg ?

5. Pa oa krenn, ne oa mâd da nétra ; pa vézô bét losket ha dévet gan̄d ann tân, ha mâd é vézô da eul labour-bennâg ?

6. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ével ma em eûz roet ar c’hoat gwini, é-touez gwéz ar c’hoajou, d’ann tân évit béza dévet, ével-sé é rinn da dûd Jéruzalem.

7. Ha mé a lakai va dremm enn hô énep ; don̄t a rain̄t er-méaz eûz ann tân, hag ann tân hô bévézô ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou ; p’am bézô lékéat va dremm enn hô énep,

8. Ha p’am bézô lékéat hô douar da véza dihen̄t ; ô véza ma in̄t bét gwallérien, émé ann Aotrou Doué.


————


XVI. PENNAD


Dizanaoudégez ha gwallou all Jéruzalem.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûas d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, rô da anaout da Jéruzalem hé argarzidigézou ;

3. Hag é liviri : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué da Jéruzalem : Da c’hrisien ha da wenn a zeû eûz a zouar Kanaan ; da dâd a oa Amorréad, ha da vamm sétéadez.

4. Pa oud bét ganet, é deiz da c’hanédigez, né két bét trouc’het da végel ; n’oud két bét gwalc’het gan̄d dour évid da nétaat, na glanet gan̄t c’hoalen, na gôlôet gan̄t trésiou,

5. Lagad é-béd n’en deûz bét truez ouz-id, évid ôber enn da géver unan eûz ann traou-zé, ha diskouéza hé drugarez d’id ; hogen taolet oud bét war c’horré ann douar gan̄d dispriz da éné, enn deiz é péhini oud bét ganet.

6. Hôgen ô tréménout ébiou d’id, az kwéliz flastret dindân ann treid