Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
levr ar profed ézékiel.

enn da c’hoad ; hag é liviriz d’id pa oaz enn da c’hoad : Bév, émé-vé, bév enn da c’hoad.

7. Da lékéat em eûz da greski ével géot ar parkéier ; kresket éch eûz ; brâz oud deûet, hag ével eur vaouez klôk ; da zivronn a zô bét c’houézet, ha da vléô a zô bét savet ; ha té a oa enn noaz, ha leûn a véz.

8. Tréméned ounn ébiou d’id, hag em eûz sellet ouz-id ; ha chétu da amzer a oa ével amzer ann hini a dlié béza karet ; ha mé em eûz astennet va man̄tel war-n-od, hag em eûz gôlôet da vézégez. Ha mé em eûz touet d’id ; hag eur gévrédigez em eûz gréat gan-ez, émé ann Aotrou Doué ; ha té a zô deûet d’in.

9. Da walc’het em eûz enn dour, da nétéet em eûz eûz ar goad a oa ouz-id ; hag em eûz da lardet gan̄d éôl.

10. Da wisket em eûz gan̄d eur zaé marellet, da arc’hennet em eûz gan̄t boulou limestra ; da c’hourizet em eûz gan̄t lîn moan, da c’hôlôet em eûz gan̄d diḻad kaer.

ll. Gan̄t kin̄klérézou kaer em eûz da vravéet ; lagadeonou em eûz lékéat oud da zivrec’h, hag eur gelc’hen oud da c’houzouk.

12. Eur gin̄klérez em eûz rôet d’id évid da dâl, ha lagadennou évid da ziskouarn, hag eur gurunen gaer war da benn.

13. Kin̄klet oud bét gan̄d aour hag arc’han̄t ; gwisket oud bét gan̄t lîn moan, gan̄t seiz ha gan̄t mézer marellet ; bleûn̄ gwiniz, ha mél, hag éôl éc’h eûz debret ; kaer-brâz oud deûet da véza, ha da rouanez oud deûet.

14. Ha brudet-brâz eo bét da hanô é-touez ar brôadou, enn abek d’as kéned ; ô véza ma oaz deûet kaer-brâz gan̄d ar géned em boa lékéat enn-od, émé ann Aotrou Doué.

15. Hag ô lakaad da fisian̄s enn da gaerded, oud en em rôet d’ar c’hadélez enn da hanô, hag oud en em zaotret gan̄d kémen̄d a dréméné, évit béza d’ézhô.

16. Kéméret éc’h eûz ivé eûz da ziḻad, hag éc’h eûz hô griet évid ôber d’id lec’hiou uc’hel ; hag en em rôet oud war-n-ézhô d’ar c’hadélez, ével n’eo bét biskoaz ha na vézô bikenn.

17. Kéméret éc’h eûz ivé da gin̄klérézou, gréat gan̄t va aour, ha gan̄t va arc’han̄t em bôa rôet d’id ; hag éc’h eûz gréat gan̄t-hô skeûdennou goazed ; hag en em rôet oud gan̄t-hô d’ar c’hadélez.

18. Kéméret éc’h eûz ivé da ziḻad marellet, hag éc’h eûz hô gôlôet gan̄t-hô ; ha va éôl, ha va louzou-c’houés-vâd éc’h eûz lékéat dira-z-hô.

19. Va bara, em bôa rôet d’id, ar bleûn̄-gwiniz hag ann éôl, hag ar mél, gan̄t péré em eûz da vaget, éc’h eûz lékéat dira-z-hô ével eur sakrifiz a c’houés vâd ; ével-sé éc’h eûz gréat, émé ann Aotrou Doué.

20. Kéméret éc’h eûz ivé da vipien, ha da verc’hed, ez pôa ganet évid-oun ; hag éc’h eûz ho c’henniget évit béza dispennet. Ha bihan eo da c’hadélez ?

21. Lazet éc’h eûz va bugalé, hag oc’h hô c’henniga d’ézhô, éc’h eûz hô dilézet gan̄t-hô .

22. Ha goudé da holl argarzidigézou ha da c’hadélézou, n’éc’h eûz két bét a goun eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, pa oaz enn noaz, ha leûn a véz, ha flastret enn da c’hoad.

23. Ha goudé da holl zrougiez eo bét c’hoarvézet (gwâ, gwâ té, émé ann Aotrou Doué),

24. Ma éc’h eûz savet évid-od eul léac’h hudur, ha ma éc’h eûz gréat évid-od war bép leûr-kéar eunn ti a c’hadélez.

25. É penn péb hen̄t éc’h eûz savet arouéz da c’hadélez ; argarzuz eo bét lékéat gan-éz da c’héned ; lédet éc’h eûz da dreid gan̄t pép tréméniad, hag éc’h eûz paottet da c’hadélézou.

26. En em rôet oud d’ar c’hadélez gan̄t mipien ann Éjipt da amézeien, péré hô deûz korfou brâz ; hag éc’h eûz paottet da c’hadélézou évit va héga.

27. Hôgen chétu mé a astennô va dourn war-n-od, hag a lamô digan-éz da zidamallidigez ; da rei a rinn da frouden merc’hed ar Filistined peré a gasa ac’hanod, ha péré a zeû da rusia eûz da wall hen̄t.

28. En em rôet oud ive d’ar c’ha-