Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/163

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
levr ar profed ézékiel.

étré hô tivrec’h é roginn anézhô ; hag é lézinn da von̄t ann énéou hô pôa hoalet, ann énéou a dlié da nicha.

21. Régi a rinn hô pennou-gwélé, hag é tieûbinn va fobl eûz hô taouarn ; ha na vézin̄t mui ével eur preiz étré hô taouarn ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

22. O véza ma hoc’h eûz glac’haret kaloun ann dén reiz gan̄d hô kévier, pa na c’hlac’harenn két anézhan̄ ; ha ma hoc’h eûz krévéet daouarn ar ré fallagr, évit na zistrôin̄t két eûz hô gwall hen̄t, ha na vévin̄t két.

23. Râk-sé na wélot mui traou gwân, ha na ziouganot mui ; râk mé a dennô va fobl eûz hô taouarn ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XIV. PENNAD


Hiniennou zô espernet étré tûd Jéruzalem.


1. Neûzé lôd eûz a hénaoured Israel a zeûaz d’am c’havout, hag a azézaz dira-z-oun.

2. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

3. Mâb dén, ann dûd-zé hô deûz lékéat hô hudurez enn hô c’halonou, hag hô fallagriez a zô bépréd dirâg hô daoulagad : pétrâ éta a respoun̄tinn d’ar goulennou a rain̄t ouz-in ?

4. Râk-sé é komzi out-hô, hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Kémen̄d dén eûz a dî Israel, en deûz lékéat hé hudurez enn hé galoun, hag en deûz dalc’het hé fallagriez dirâg hé zaoulagad, hag a zéûi da gavout ar profed, évit gouzoud dré-z-han̄ pétra a livirinn ; mé ann Aotrou a respoun̄tô drézhan̄ hervez hé holl hudurézou ;

5. Évit ma vézô paket tî Israel enn he galoun, dré béhini in̄t pelléet diouz-in, évid heûlia hô holl idolou.

6. Râk-sé lavar da dî Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Distrôit, ha pellait diouc’h hoc’h idolou, ha distrôit hô taoulagad diouc’h hoc’h holl zaotrou.

7. Râk piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi névez trôet gan̄t tûd Israel, a vézô pelléet diouz-in, en dévézô lékéat hé idolou enn hé galoun, en dévézô startéet hé wall fallagriez a-éneb hé zremm, hag a zeûi da gavout ar profed évid ôber eur goulenn digan-én̄ dré-z-han̄ ; mé ann Aotrou a respoun̄tô d’ézhan̄ dré-z-oun va-unan.

8. Sével a rinn va daoulagad war ann dén-zé, hag é likiinn anézhan̄ da skouér, ha da c’hoapérez, hag é tispenninn anézhan̄ eûz a greiz va fobl ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

9. Ha mar teû eur profed da fazia, pa lavarô eur gér ; me ann Aotrou eo em bézô lékéat ar proféd-zé da fazia ; ha mé a astennô va dourn war-n-ézhan̄, hag a zispennô anézhan̄ eûz a greiz va fobl a Israel.

10. Hag hî a zougô hô fallagriez. Ével ma eo fallagriez ar goulenner, ével-sé ivé é vézô fallagriez ar profed :

11. Évit na bellai mui tî Israel diouz-in, ha n’en em zaotrô mui enn hé holl wallou ; hôgen ma vézin̄t d’in da bobl, ha ma vézinn d’ézhô da Zoué, émé Aotrou ann arméou.

12. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

13. Mâb dén, pa béc’hô eur vrô em énep, oc’h ôber gwallou, é astenninn va dourn war-n-ézhi, é torrinn gwalen hé bara, é kasinn enn-hi ann naounégez, hag é lazinn ann dûd hag al loéned.

14. Ha mar béz ann tri dén-man̄ enn hô zouez, Noé, Daniel, ha Job, é tieûbin̄t hô énéou gan̄d hô éeunder hô-unan, émé Aotrou ann arméou.

15. Mar kasann er vrô-zé loéned férô évid hé gwasta ; ha mar teû da véza dihen̄t, ô véza na drémen dén dré-z-hi enn abek d’al loéned :

16. Ha pa vé ann tri dén-zé enn-hi ; ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na zieûbin̄t na mipien, na merc’hed ; hôgen hî hô-unan a vézô dieûbet ; hag ar vrô a vézô dispennet.

17. Pé mar tigasann ar c’hlézé war ar vrô-zé, ha ma lavarann d’ar c’hlé-