Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
levr ar profed baruc’h.

poultr a zav eûz a dreid ar ré a zeû ébarz a c’hôlô hô daoulagad.

17. Ével eunn dén péhini en deûz gwallet eur roué a zô serret-dindân kalz a zoriou, pé ével eur c’horf-marô diskennet enn eur béz, ével-sé béleien ann douéed-zé hô serr dindân kalz a botaḻou hag a voraḻou, gan̄d aoun na ven̄t skrapet gan̄d al laéroun.

18. Kleûzeûriou a énaouon̄t dira-z-hô, hag eul lôd brâz ; hôgen na wélon̄t hini anézhô : ével treûstou in̄t enn eunn ti.

19. Ann dûd a lavar pénaoz ann aéred péré a zô ganet eûz ann douar, a lîp kaloun ann douéed-zé, pa eo gwir pénaoz in̄t debret, hî hag hô saéou, hép ma her merzon̄t.

20. Dû é teû hô dremm gan̄d ar môged a zâv enn ti é péhini émin̄t.

21. Ar c’haouenned, ar gwévélied hag al laboused all a nich war hô fennou, hag ar c’hisier a réd war hô c’horfou.

22. Anavézit éta dré-zé pénaoz n’in̄t két douéed ; ha na zoujit két anézhô.

23. Ann aour gan̄t péhini in̄t gréat n’eo néméd évid ann doaré. Ma na denneur két ar merkl diout-hô, na luc’hin̄t két : ha pa in̄t bét teûzet, n’hô deûz két hé verzet.

24. Kér in̄t bét prénet, pétrâ-bennâg na oa két a vuez enn-hô.

25. War ziskoaz ar ré all in̄t douget, ô véza n’hô deûz két a dreid ; ével-sé é tiskouézon̄t d’ann dûd hô dinerzded. Ra vézô éta gôloet a véz ar ré a azeûl anézhô.

26. Mar kouézon̄t d’ann douar, na savin̄t két anézhô hô-unan : ha ma n’hô dalc’heur két éeun, na choumin̄t két enn hô zâ ; ével da ré varô eo réd dougen d’ézhô ar rôou.

27. Hô béleien a werz hô hostivou, hag a râ anézhô ar péz a garon̄t ; gragez ar ré-man̄ a gémer ivé ar péz a fell d’ézhô, hép rei lôd d’ar ré glañv na d’ar ré baour.

28. Ar merc’hed névez-gwilioudet, hag ar ré a zô hô misiou gan̄t-hô, a laka hô daouarn war hô sakrifisou. Pa ouzoc’h éta dré-zé pénaoz n’in̄t két douéed, na zoujit két anézhô.

29. Pérâg éta in̄t-hi galvet douéed ? O véza ma kennig ar merc’hed rôou d’ann douéed arc’han̄t, hag aour, ha koat ;

30. O véza ma eo azézet hô béleien enn hô zemplou, hag hi gwisket gan̄t saéou roget, hô fenn hag hô barô touzet, ha noaz ha dizôlô hô fenn.

31. Iuda a réoñt étrézég hô douéed ével enn eur banvez kaon̄.

32. Hô bélein a denn hô zaéou digan̄t-hô, évit gwiska gan̄t-hô hô gragez hag hô bugalé.

33. Mar gra eur ré drouk d’ézhô, pé mar gra vâd, na hellon̄t két hé zisteûrel : na hellon̄t két lakaad eunn dén da roué, na tenna ar gurunen diwar hé benn.

34. Na hellon̄t két ivé rei ar madou, na disteûrel ann drouk. Ma en deûz gréat eur ré eur gwéstl d’ézhô, ha ma n’en deuz két hé zévénet, na rain̄t droug é-béd d’ézhan̄ évit sé.

35. Na zieûbon̄t dén eûz ar marô, ha na dennon̄t két ann dén dinerz eûz a zaouarn ann dén galloudek.

36. Na rôon̄t két ar gwéled d’ann dén dall, ha na dennfen̄t két eunn dén eûz ar reûz.

37. N’hô dévézô két a druez oud ann in̄tan̄vez, ha na rain̄t két a vâd d’ann emzivaded.

38. Ann douéed-zé a zô hen̄vel oud ar vein a denneur eûz a eur ménez ; douéed koat, mein, aour, hag arc’han̄t in̄t. Ar ré a azeûl anézhô a vézô gôloet a véz.

39. Pénaoz éta é helleur hô sellout hag hô gervel ével douéed ?

40. Ar C’haldéed hô-unan a vézéka anézhô : râk pa glevon̄t pénaoz éz eûz eunn dén péhini a zô mûd ha na hell két komza, é kennigon̄t anézhan̄ da Vel, hag é c’houlennon̄t digan̄t-han̄ enn-aner m’hel lakai da gomza.

41. Ével pa helfé merzout ar ré n’hô deûz két a fin̄v : ével-sé pa vennin̄t gan̄t poell, é tilézin̄t hô-unan anézhô ; rak difin̄v eo hô douéed.

42. Merc’hed a wéleur azézet er ruou, hag hî kerdin enn-drô d’ézhô, ô tévi eskern olived.

43. Ha pa zeû unan anézhô da véza kaset gan̄d eunn tréméniad-bennâg évit kouska gan̄t-han̄, hou-man̄ a ré-