Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
levr ar profed baruc’h.

holl a zô dindân ann én̄v ar skéd en dévézô lékéat enn-od.

4. Hé-man̄ eo ann hanô a roi Doué d’id da-vikenn : Péoc’h ar reizded, hag énor ar feiz.

5. Saô, Jéruzalem, ha choum enn da zâ : sell étrézeg ar sâv-héol, ha gwél da vugalé péré a zistrô kévret, hervez gér ann Doué san̄tel, adaleg ar sâv-héol béteg ar c’hûs-héol ; hag hî a veûl Doué gan̄t lévénéz.

6. Pa in̄t éat kuît diouz-id, in̄t bét kaset war droad gan̄d hô énébourien ; hôgen pa hô lakai ann Aotrou da zistrei, é vézin̄t douget gan̄d énôr, évél bugalé ton̄ket d’eur rouan̄telez.

7. Râk Doué en deûz lékéat enn hé benn izélaat ann holl vénésiou uc’hel, hag ar rec’hier peûr-baduz, ha leûnia ann traon̄iennou évit lakaat kompez ann douar, ma kerzô buan Israel évit gloar Doué.

8. Ar c’hoajou ivé hag ann holl wéz c’houés-vâd, a zishéoliô Israel gan̄t gourc’hémenn Doué.

9. Râk Doué a zigasô Israel gan̄t lévénez, gan̄t goulou hé véûrded, gan̄d hé drugarez, hag ar reizdéd a zeû diout-hañ.


————


VI. PENNAD


Jérémias a ziougan pénaoz ar Iuzévien sklaved é Babilon a zistrôi goudé seiz gwenn.


Diskriv al lizer a gasaz Jérémias d’ar Iuzévien sklaved, a dlié roué ar Vabilonied da gâs da Vabilon, évit rei da anaout d’ézhô ar péz en dôa Doué gourc’hémennet d’ézhan̄ da lavarout d’ézhô.

1. Enn abek d’ar péc’héjou hoc’h eûz gréat dirak Doué, é viot kaset da sklaved da Vabilon gan̄t Nabukodonosor, roué ar Vabilonied.

2. Pa viot éta é Babilon, é choumot énô pell amzer, hag a-héd meûr a vloaz, bétég ar seizved gwenn ; ha goudé-zé hô likiinn da zon̄t ac’hanô é péoc’h.

3. Hôgen brémâ, c’houi a wélô é Babilon douéed aour hag arc’han̄t ha mein, ha koat, a zougeur war ann diskoaz, hag a zô doujet-brâz gan̄d ar brôadou.

4. Likiid évez na heûliac’h ôberiou ann diavésidi-zé, ha na zoujac’h ann douéed-zé, ha na zeûjé ann doujan̄s-sé d’hô touella.

5. Pa wélot éta eûl lôd braz a dud araog hag adré oc’h azeûli ann douéed-sé, livirit enn hô kaloun : Té eo, Aotrou, a dléeur da azeûli.

6. Rak va éal a zô gan-e-hoc’h, ha mé va-unan a ziwallô hô puez.

7. Téod ann douéed-zé a zô bét bénet gan̄d ar c’hizeller ; ar ré c’hôlôet a aour pé a arc’han̄t n’hô deûz néméd ann doaré ; ha na hellon̄t két komza.

8. Ével ma kin̄kleur eur plac’h-iaouan̄k a gâr ar kin̄klérézou, ével-sé goudé ma eo gréat ann douéed-zé, é kin̄kleur anézhô gan̄d aour.

9. Douéed ann dûd-zé hô deûz évit-gwir kurunennou aour war hô fenn ; hô béleten a dénn ann aour hag ann arc’han̄t diout-hô, hag hô mir évit-hô hô-unan.

10. Eûz ann aour-zé ô rôon̄t da dûd c’hadal, hag é kin̄klon̄t merc’hed fall (M) gan̄t-hô ; ha goudé ma in̄t bét azrôet d’ézhô gan̄d ar merc’hed fall (M}, é kin̄klon̄t a-névez gan̄t-hô hô douéed.

11. Ann douéed-zé na hellon̄t két en em ziwallout dioud ar mergl hag ar prén̄ved.

12. Goudé ma hô deûz hô gwiskét gan̄d eur zaé limestra, é torchon̄t hô dremm, enn abek d’al lôd brâz a boultr a zav enn-drô d’ézhô.

13. Unan anézhô a zoug eur walén roué ével eunn dén brâz, ével réner eur vrô ; ha na hélfe két lakaad da vervel ann hini a wall-aozché anézhan̄.

14. Eunn all en deûz enn hé zourn eur c’hlézé pé eur vouc’hal ; hôgen na hell két en em ziwallout gan̄t-hô nag er brézel na diouc’h al laéroun. Dré gémen̄t-sé eo anat d’é-hoc’h penaoz n’in̄t két douéed.

15. N’hô doujit két éta : ével ma eo didalvez eur pôd torret gan̄d eunn dén, ével-sé eo ann douéed-zé.

16. Pa hô lékéeur enn eunn ti, ar