Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
levr ar profed baruc’h.

bech d’ann hini a zô enn hé c’hichen pénaoz né két bét kavet ével-t-hi dellézeg a énor, ha pénaoz né két bét torret hé c’horden.

44. Kémen̄d a réeur é-kén̄ver ann douéed-zé n’in̄t némét traou gaou. Pénaoz éta é helleur da grédi, pé da lavarout éz in̄t douéed ?

45. Gan̄t kizellérien koat hag aour in̄t bét gréat. N’in̄t kén néméd ar péz a fell d’ar véleien é ven̄t.

46. Ar gizellérien hô-unan péré a râ anézhô, na vévon̄t két pell. Pénaoz éta é helfé hô labour béza douéed ?

47. Lézel a réon̄t d’ar ré a zeû hô-goudé traou gaou ha mézuz.

48. Ével-se mar teû eur brézel, pé eur reûz-bennâg all, ar véléien a venn enn-hô hô-unan péléac’h éz ain̄t da guza gan̄d hô douéed.

49. Pénaoz éta é hell béza sellet ével douéed ar ré na hellon̄t két en em zieûbi eûz ar brézel, na tec’hout diouc’h ar reûsiou ?

50. Râg ô véza n’in̄t némét koat gôlôet gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ann holl vrôadou hag ann holl rouéed a anavézô pelloc’h pénaoz in̄t traou gaou. Gwélet é vézô anat pénaoz n’in̄t két douéed, hôgen labour daouarn ann dûd, é péhini n’eûz nétrâ a Zoué.

51. Ac’hanô eo anat pénaoz n’in̄t két douéed, hôgen labour daouarn ann dûd, é labour péré n’eûz nétrâ a Zoué.

52. Na rôon̄t két a roué da eur rouan̄télez, ha na skuḻon̄t két ar glaô war ann dûd.

53. Na lakain̄t két da ôber barnédigez, na zieûbin̄t két ar brôiou diouc’h ann diboell ; ô véza na hellon̄t nétrâ, kén nébeûd hag ar brini a nich étré ann én̄v hag ann douar.

54. Mar krôg ann tân é ti ann douéed koat, arc’han̄t hag aour, hô béleien a dec’hô hag a vézô dieûbet : hôgen hî a vézô losket é-kreiz ar flammou ével treûstou ann tî.

55. Na énébin̄t két oud eur roué er brézel. Pénaoz éta é helleur hô anaout évid douéed ?

56. Ann douéed koat, mein, aour hag arc’han̄t-zé n’em em zieûbin̄t két eûz a zaouarn al laéroun hag ar skarzerien. Ann dûd péré a zô kréoc’h égét-hô,

57. A skrapô digan̄t-hô ann aour, ann arc’han̄t, hag ann diḻad a c’hôlô anézhô, hag a iélo-kuît, hép ma hellô ar ré-man̄ en em ziwallout.

58. Gwell eo éta béza eur roué a ziskouéz he c’halloud, pé eul léstr talvouduz enn eunn ti, péhini a zô hétuz d’hé berc’hen, pé dôr eunn ti péhini a vîr hag a ziwall ar péz a zô enn-han̄, égét béza unan eûz ann douéed gaou-zé.

59. Ann heol, al loar, hag ar stéred a lûc’h hag a zô talvouduz d’ann dûd ; hag hî a zen̄t ouc’h Doué.

60. Al luc’had a zô anat-brâz pa en em ziskouézon̄t ; ann avel a c’houéz enn holl vrôiou.

61. Ar c’hoabr pa c’hourc’hémenn Doué d’ézhô en em astenna war ar béd holl, a râ ar péz a zô gourc’hémennet d’ézhô.

62. Ann tân kaset diouc’h-kréac’h évit leski ar ménésiou hag ar c’hoajou, a râ ar péz a zô bét gourc’hémennet d’ézhan̄. Hini eûz ann douéed-zé n’eo hen̄vel oud ar ré-man̄, nag é kaerded, nag é ners.

63. Na dléeur éta na krédi, na lavarout pénaoz in̄t douéed, pa na hellon̄t nag ôber barnédigez, nag ôber mâd pé zrouk d’ann dûd.

64. Pa ouzoc’h éta pénaoz n’in̄t két douéed, ne zoujit két anézhô.

65. Na rain̄t bikenn na mâd, na drouk d’ar rouéed.

66. Na ziskouézon̄t két enn én̄v ann arouésiou évid ar boblou. Na luc’hin̄t két ével ann héol, na c’houlaouin̄t két ével ar loar.

67. Al loéned a zô gwelloc’h égéd ann douéed-zé, pa hellon̄t tec’hout dindân eunn dôen, ha klaskout ar péz a zô mâd évit-hô.

68. Anad eo éta évid-omp pénaoz n’in̄t két douéed : râk-sé n’hô doujit két.

69. Râg ével ma lékéeur é-kreiz ar c’houlourdrennou eur spoun̄taḻ, ha na hell két hô diwallout, ével-sé eo hô douéed koat, arc’han̄t, hag aour.

70. Hén̄vel in̄t oud ar spern gwenn