Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/125

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
levr ar profed jérémias.

he daouarn, diskaret eo hé diazézou, kouézet eo hé muriou, râk ven̄jan̄s ann Aotrou a zô deûet ; en em ven̄jit anézhi, ével ma é deûz gréat, grid d’ézhi.

16. Dispennit eûz a Vabilon ann hini a hâd, hag ann hini a zalc’h ar fals é amzer ar médérez ; a zirâk klézé ar goulm pép-hini a zistrôi étrézég hé bobl, pép-hini a déc’hô d’hé vrô.

17. Eunn tropel skiñet eo Israel ; al léoned hô deûz hé gaset-kuît ; roué Assur en deûz hé loun̄ket da geñta ; ha Nabukodouosor, roué Babilon, péhini eo bét ann divéza, en deûz hé ziaskournet.

18. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a emwélô roué Babilon hag hé vrô, ével ma em eûz emwélet roué Assur :

19. Ha mé a zigasô Israel d’al léac’h é péhini é choumé ; hag hén̄ a beûrô er C’harmel, hag é Basan, hag hé éné en em walc’hô war vénez Éfraim ha Galaad.

20. Enn deisiou-zé hag enn amzer-ze, émé ann Aotrou, é vézô klasket fallagriez Israel, hag hî na vézô mui ; ha péc’hed Juda, hag hén̄ na vézô két kavet ; rak mé a vézô trugarézuz é-kén̄ver ar ré em bézô dilézet.

21. Piñ war vrô ar faézérien, hag emwél ar ré a choum enn-hi ; diskar, ha lâz ar ré a zô war hô heûl, émé ann Aotrou ; ha grâ kémen̄d em eûz gourc’hémennet d’id.

22. Trouz brézel a zô er vrô, hag eunn en̄krez brâz.

23. Pénaoz eo bét torret ha brévet morzol ann douar holl ? Pénaoz éo bét trôet Babilon enn eunn distrô é-touez ar brôadou ?

24. Lindagou em eûz an̄tellet ouz-id, hag oud bét paket, ô Babilon, hép gouzoud d’id, té a zô bét kavet ha paket, ô véza ma éc’h eûz héget ann Aotrou.

25. Ann Aotrou en deûz digoret hé den̄zor, hag en deûz tennet anézhan̄ armou hé vuanégez, râg ann Aotrou, Doué ann arméou, en deûz ézomm anézhô a-éneb brô ar C’haldéed.

26. Deûit enn hé énep eûz a harzou ar béd, digorit évit ma teûi ar ré a dlé hé mac’ha ; tennit ar vein eûz ann hen̄t, ha bernit-hô, lazit-hi, kén na choumô nétra enn-hi.

27. Dispennit hé holl dûd kré, ra ziskennin̄t d’al lazérez ; gwa hî, râk deûet eo hô deiz, amzer hô emwél.

28. Béz é kléveur mouéz ar ré a dec’h, hag ar ré a ia-kuît eûz a vrô Babilon, évid embanna é Sion ven̄jan̄s ann Aotrou, hon Doué, ven̄jan̄s hé dempl.

29. Embannit d’ar ré holl péré a denn gan̄d ar warek, ma teûin̄t a-éneb Babilon. Savit enn hé éneb a bép tû, ha na déc’hô hini ; distolit d’ézhi hervez hé ôberiou ; grîd enn hé c’hen̄ver ével ma é deûz gréat ; ô véza ma eo bét savet a-éneb ann Aotrou, a-énep San̄t Israel.

30. Râk-sé hé zud-iaouan̄k a gouézô enn hé leuriou-kéar : hag hé holl vrézellidi a davô enn deiz-zé, émé ann Aotrou.

31. Chétu mé a zeû étrézég enn-od, ô dén rok, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, ô véza ma eo deûet da zeiz, amzer da emwél.

32. Diskaret é vézô ann dén rok hag hén̄ a gouézô ha na vézô dén évid hé assével ; ha mé a lakai ann tân enn hé gériou, hag hen̄ a zévô pép-trâ war hé drô.

33. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Bugalé Israel ha bugalé Juda a c’houzan̄v ann drouk-komz kévret ; kémen̄t hini en deûz hô c’héméret, a zalc’h anézhô, ha na fell két d’ézhan̄ hô leuskel da von̄t.

34. Hô daspréner a zô kré, Aotrou ann arméou eo hé hanô ; hen̄ a varnô hag a zifennô anézhô ; spoun̄ta a rai ann douar, reûstla a rai ar ré a choumô é Babilon.

35. Ar c’hlézé a zô war ar C’haldéed, émé ann Aotrou, ha war dûd Babilon, ha war hé brin̄sed, ha war hé dûd fûr.

36. Ar c’hlézé war hé diouganérien, péré a vézô diskian̄t ; ar c’hlézé war hé dûd kré, péré hô dévézô aoun.

37. Ar c’hlézé war hé c’hézek, ha war hé c’hirri, ha war ann holl bobl a zô enn hé c’hreiz ; hag hi a zeûi