Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/126

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
levr ar profed jérémias.

ével gragez ; ar c’hlézé war hé zen̄zoriou, hag hî a vézô preizet.

38. Ar zec’hor a zeûi war hé douréier, hag hi a zizec’hô ; ô véza ma eo eur vrô a idolou kizellet, ha ma lékéon̄t hô gloar é traou disneûz.

39. Râk-sé ann éréven̄t a choumô enn-hi, gan̄d ar fauned péré en em vag gan̄t fiez ; ann aotruzed a choumô ivé énô ; na vézô mui a dûd enn-hi da-vikenn, ha na vézô két assavet héd ann holl rummou.

40. Ével ma en deûz ann Aotrou diskaret Sodom ha Gomorra, hag ar c’hériou war hô zrô, émé ann Aotrou ; na choumô dén énô, ha mâb ann dén na boblô két anézhi.

41. Chétu eur bobl a zeû eûz ann han̄ter-nôz, eur vrôad vrâz ha kalz rouéed a zâv eûz a bennou ann douar.

42. Hô gwareg hag hô ziren a géméron̄t ; krîz in̄t ha didruez ; hô mouéz a rai trouz ével ar môr ; war hô c’hézek é piñin̄t enn da énep, merc’h Babilon, ével eunn dén daré évid ar brézel.

43. Roué Babilon en deûz klévet hanô anézhô, hag hé zaouarn a zô deûet dinerz ; ann an̄ken a zô krôget enn-han̄, hag ar gwen̄trou ével eur c’hrég é gwilioud.

44. Chétu ével eul léon a zavô eûz a herder ar Jordan oud hé c’hériou ker kaer ha ker kré ; râk mé hé lakai da rédek buhan étrézég enn-hi ; ha piou a vezô dilennet évit kâs out-hi ? Râk piou a zô hen̄vel ouz-in ? Ha piou a harzô ouz-in ? Ha piou eo ar méser-zé a éneb out va dremm ?

45. Râk-sé sélaouit dézo ann Aotrou, en deûz gréat enn hé spéred a-énep Babilon ; hag ar ménosiou en deûz mennet diwar-benn brô ar C’haldéed ; ar ré vihana eûz ann tropel hô lakai da déc’hout, hag a zispennô gan̄t-hô hô c’hériou.

46. Gañt trouz sklavérez Babilon eo eo bét kéflusket ann douar, hag hé garm a zô bét klévet é-touez ar brôadou.


————


LI. PENNAD


Kémenn rôet gan̄t Jéremias da Zaraias pa’z éa da Vabilon.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai da zével war Vabilon, ha war ar ré a choun enn-hi, péré hô deûz savet hô c’haloun em énep, ével eunn avel a vosen.

2. Ha mé a gasô a-éneb Babilon nizérien, péré a nizô anézhi, hag a wastô hé brô ; râg hî a zeûi out-hi a bép tu é deiz hé en̄krez.

3. Na steñet két hé warek néb a zô boazet d’hé steña ; ha na géméret két hé hobrégon ; na espernit két hé zûd-iaouan̄k ; lazit hé holl vrézélidi.

4. Ar ré varô a gouézô é brô ar C’haldéad, hag hî a vézô gouliet enn hé frovin̄sou,

5. O véza n’eo két bét dilézet Israel ha Juda gan̄d hô Doué, Aotrou ann arméou : ha ma en deûz San̄t Israel leûniet hô brô a wallou.

6. Tec’hid eûz a greiz Babilon, ha dieûbit pép-hini hô puez ; na davit két war hé fallagriez ; râk amzer ven̄jan̄s ann Aotrou eo, hag hén̄ a zistolô dézhi hervez hé dellid.

7. Eur c’hôp aour é dourn ann Aotrou eo Babilon, hag hén̄ en deûz mezviet ann douar holl ; ar brôadou hô deûz évet eûz hé wîn, ha dré-zé in̄t bét kéflusket.

8. Kouézet eo buhan Babilon, hag eo bét brévet ; iudit war-n-ézhi ; likiit balzam war hé gouli, évit gwélout hag hi a iac’hai.

9. Louzaouet eo bét Babilon gan-é-omp, ha né két bét iac’héet ; dilézomp-hi, ha déomp pép-hini d’hor brô ; râg hé barn a zô éat bétég ann én̄vou, saved eo dreist ar c’hoabr.

10. Hor reizded en deûz diskouézet ann Aotrou : deûit, hag embannomp é Sion labour ann Aotrou, hon Doue.

11. Lemmit hô saésiou, leûñit hô tron̄sou ; savet eo bét gan̄d ann Aotrou spéred rouéed ar Védied ; hag hé vénoz eo ma kollô Babilon, ô véza ma eo deûet ven̄jan̄s ann Aotrou, ven̄jan̄s hé dempl.