Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
levr ar profed jérémias.

aéréven̄t, hag a vézô didûd da-vikenn : na choumô dén énô, ha mâb ann dén na boblô két anézhi.

34. Gér a zeûaz a berz ann Aotrou da Jérémias ar profed, er penn ken̄ta eûz a rén Sédésias, roué Juda, ô lavarout :

35. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu, mé a dorrô gwareg Élam, hag hô ners brâz.

36. Ha mé a zigasô war Élam pévar wen̄t eûz a bévar c’horn ann én̄v : ha mé hô skiñô dré ann holl wen̄tou-zé ; ha na vézô brôad ébéd é péhini n’en em dennô ar ré a dec’hô eûz a Élam.

37. Ha mé a lakai Élam da gréna dirâg hé énébourien̄, ha dirâg ar ré a glask hô buez : ha mé a zigasô war-n-ézhô ann drouk, va buanégez ha va frouden, émé ann Aotrou : ha mé a gasô ar c’hlézé war hô lerc’h, kén n’em bézô hô c’haset-da-nétra.

38. Ha mé a zavô va zron é Élam, hag a gollô hô rouéed hag hé brin̄séd, émé ann Aotrou.

39. Hôgen enn deisiou divéza, mé a lakai da zistrei sklaved Élam, émé ann Aotrou.


————


L. PENNAD


Diougan a-éneb Babilon.


1. Gér a lavaraz ann Aotrou diwar-benn Babilon, ha diwar-benn brô ar C’haldéed, dré Jérémias ar profed.

2. Embannit é-touez ar brôadou, ha rôit da glevout ; savid ann arouéz, diouganit, ha na guzit két ; livirit : Kéméret eo bét Babilon, mézékéet eo hô skeûdennou, trec’het eo hô idolou.

3. Râg eur vrôad a zâv out-hi eûz ann han̄ter-nôz, hag a lakai hé brô ével eunn distrô ; ha na choumô enn-hi na dén na loen ; hag hi a zô tec’het, hag a zô éat-kuît.

4. Enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé, émé ann Aotrou, bugalé Israel, ha bugalé Juda a zeûi kévret : hî a gerzô, hag a zeûi enn eur wéla ; hag a glaskô ann Aotrou, hô Doué.

5. Hî a c’houlennô ann hen̄d da Zion ; étrézég énô é vézô trôet ho daoulagad. Hî a zeûi, hag a rai eur gévrédigez peûr-baduz gan̄d ann Aotrou, péhini na vézô bikenn an̄kounac’héet.

6. Va fobl a zô deûet ével eunn tropel dian̄ket : hô mésérien hô deûz hô zouellet, hag hô lékéat da gildrei er ménésiou ; eûz ar ménésiou in̄d éat enn traon̄iennou, an̄kounac’héet eo bét gan̄t-hô léac’h hô éhan.

7. Kémen̄d hini en deûz hô c’havet, en deûz hô loun̄ket ; hag hô énébourien hô deûz lavaret : N’hon eûz két gréat a zrouk ; râg hî hô deûz péc’het a-éneb ann Aotrou, kaerded ar reizded, a-éneb ann Aotrou, géd hô zadou.

8. Téc’hit eûz a greiz Babilon, hag id er-méaz eûz a vrô ar C’haldéed ; ha bézit ével ar menned-gevr é penn ann tropel.

9. Râk chétu mé a lakai da zével hag a zigasô a-éneb Babilon, eul lôd brâz a boblou eûz a zouar ann han̄ter-nôz ; hag hî en em aozô évit stourmi out-hî, hag hé c’hémérô ; hô saésiou a vézô evel saésiou eunn dén kré ha kriz, na zistrôin̄t két dilaz.

10. Hag ar C’haldéa a vézô é preiz ; ha kémen̄d hini a wastô anézhi a binvidikai, émé ann Aotrou.

11. O véza ma hoc’h eûz tridet, ha ma hoc’h eûz gwall gomzet, ô skrapa va digwéz ; ô véza ma oc’h en em lédet evel leûéou war ar géot, ha ma hoc’h eûz bléjet ével tirvi.

12. Hô mamm a vézô mézékéet-meûrbéd, ann hini é péhini oc’h bét ganet a vézô lékéat hevel oud ar poultr ; chétu é vézô ann divéza é-touez ar brôadou, eunn distrô, dihen̄t ha dizour.

13. Buanégez ann Aotrou hé lakai da véza didûd, hag ével eunn distrô é vézô holl ; kémen̄d hini a dréménô dré Vabilon a vézô saouzanet, hag a rai goab eûz hé c’houliou.

14. En em aozit a-éneb Babilon a bép tû, c’houi holl péré a steñ ar warek ; stourmid out-hi, na espernit két ar saésiou ; râg hi é deûz péc’het a-éneb ann Aotrou.

15. Garmit out-hi, a bép-tu ; rei a ra