Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
levr ar profed jérémias.

12. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu ar ré ha na oa két hô barn éva eûz ar c’hôp, a évô, a évô anézhan̄ ; ha té a vijé lézet ével pa vijez dinam ? Na vezi két lézet ével dinam, hôgen éva, éva a rî.

13. Râk dré z-oun va-unan em eûz touet, émé ann Aotrou, pénaoz Bosra a zeûi ével eul léac’h didûd, da vézégez, ha da zistrô, ha da valloz : hag hé holl chériou a zeûi da lec’hiou didûd da-vikenn.

14. Eur vouéz em eûz klévet a berz ann Aotrou, hag eur c’hannad a zô bét kaset étrézég ar brôadou, évit lavarout : En em strollit, ha deûit enn hé éneb-hi, ha savomp évid ar brézél.

15. Râk chétu mé em eûz da lékéat bihan é-touez ar brôadou, hag astud étré ann dûd.

16. Da rogoni ha balc’hder da galoun hô deûz da douellet, té péhini a choum é kéviou ar réc’hier, hag a striv évit tizout lein ar gréc’hien : ha p’az pé savet da neiz kenn uc’hel hag ann er, mé az diframmô ac’hanô, éme ann Aotrou.

17. Ann Iduméa a vézô didûd. Kémen̄d hini a dréménô dré-z-hi a vézô saouzanet, hag a rai goab eûz hé holl c’houliou.

18. Ével ma eo bét dispennet Sodom ha Gomorra, hag hé amezégézed, émé ann Aotrou ; na choumô dén énô, mâb ann dén na boblô két anézhi.

19. Chétu ével eul léon a zavô eûz a herder ar Jordan oud hé c’hériou ker kaer ha ker kré ; râk mé hé lakai da rédek buhan étrézég enn-hi ; ha piou a vézô dilennet évit kâs out-hi ? Rak piou a zô hén̄vel ouz-in ? Ha piou a harzô ouz-in ? Ha piou eo ar méser-zé a éneb out va dremm ?

20. Râk-sé sélaouit dézô ann Aotrou, en deûz kéméret diwar-benn Édom, hag ar vénosiou en deûz mennet diwar-benn tud Téman : Ia, ar ré zistéra eûz ann tropel hô lakai da déc’hout, hag a ziskarô gan̄t-hô hô holl ziez.

21. Trouz hô disman̄tr en deûz lékéat ann douar da gréna : trouz hô garm a zô bét klévet er môr Ruz.

22. Chétu ével eunn er a zavô, hag a nichô, hag a lédô hé ziou-askel étrézé Bosra : ha kaloun ar ré gréva eûz ann Iduméa a vézô enn deiz-zé ével kaloun eur c’hrég é gwilioud.

23. Diwar-benn Damas. Émat hag Arfad a zô reûstlet ; ô véza ma hé deûz klévet eur gwall gélou : tûd ann arvor a zô bét kéflusket : kenn nec’het in̄t, n’hô deûz két gellet kéméroud éhan.

24. Digalounékéet eo Damas, trôed eo oud ann tec’h, ar spoun̄t a zô kroget enn-hi : ann en̄krez hag ar gloasiou a zalc’h anézhi ével eur c’hrég é gwilioud.

25. Pénaoz hô deûs hi dilézet eur géar ker meûleûduz, eur géar kenn dudiuz ?

26. Hé zûd-iaouan̄k a gouézô enn hé leûriou-kéar ; hag hé holl vrézélidi a davô enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou.

27. Ha mé a lakai ann tân é mûr Damas, hag hen̄ a zévô kestel Bénadad.

28. Diwar-benn Sédar, ha diwar-benn rouan̄télésiou Asor, a zô bét dispennet gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Savit, ha piñit a-énep Sédar, ha gwastit bugalé ar sâv-héol.

29. Hô zeltou hag hô zropellou a gémérin̄t ; hô zinellou, hag hô holl listri, hag hô c’han̄valed a skrapin̄t évit-hô : hag hî a c’halvô spoun̄t war-n-ézhô a bép tû.

30. Tec’hit, rédit buan, en em guzit é gwéled ann douar, tûd Asor, émé ann Aotrou ; râk Nabukodonosor, roué Babilon, en deûz kéméret dézô enn hoc’h énep, ha mennet ménosiou ouz-hoc’h.

31. Savit kévret, ha piñit oud eur vrôad a zô é péoc’h, hag a choum héb aoun, émé ann Aotrou ; n’hô deûz na doriou, na sparlou ; hô-unan é choumon̄t.

32. Hag hô c’han̄valed a vézô d’ar skrâp, hag hô lôd brâz a loéned d’ar preiz : ha mé hô skiñô dré bép gwen̄t, hî péré a drouc’h hô bléô é roun̄d : ha mé a zigasô ar marô war-n-ézhô eûz hô holl harzou, émé ann Aotrou.

33. Hag Asor a zeûi da dî d’ann