Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Kanaouennou kristen, 1889.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eur re benag euz ar melodiou-ze a zo groet var ar mod dorian, hypodorian, frijian ha modou koz all, ar pez a brouv int koz meurbed. Diskwezet hon deuz se dre displegadurezou en traoun ar pajennou; ar pez a ziskwez raktal ho doare ho-unan.

Kement-ma groet, e rejomp 66 kanaouen a bere ar c’homzou a oe lakeet da vont var an toniou-ze, hag evit kaout an niver a gant hon deuz unanet dezhei reou all pere hon deuz kanet bete vrema ; mes var toniou nevez. Ar re-ze holl a ra al levr a ginnigomp hirie d’hon lennerien.

Abaoe ma hon deuz skrivet a pez a zo araog, hon deuz bet en hon daouarn. "Chansons et Danses des Bretons". Levr nevez skrivet en Paris, gant an Aotr. N. Quellien. Al levr ma, evel "Barzaz Breiz" an Aotr. de la Villemarqué, a zo ennhan eun niver a zoniou hag a doniou brezounek, mes roet en eur velodi hepken, ha nan harmonized evit beza kanet en kor, pe c’hoariet var eun benvi.

En hon levr hon deuz lekeat meur o hini euz ar re man gant eur c’hem benag, pehini a zeu hep douet euz al lec’hiou ma int bet dastumet.

Bete vrema n’euz ket bet groet netra er giz-se en hon iez.

Trugarez hon deuz kalz d’hon skoler iaouank, an Aot. Cunuder, euz ar sikour hen deuz roet deomp, el labour-ze. Ha brema e c’houlennomp digant Doue skul he vennoz var al levr bihan-ma evit ma hello servichi en kement ma eo posubl, d’he c’hloar, ha da zonedigez he ren.


G. Ar C’hoat.