Goude ma eo bet komanset an Aviel da veza prezeget en 1834 d’ar Vretouned, gant misionerien deuet en Breiz-Izel, euz bro Kymri; n’euz ket bet moulet, bete vrema en hon iez levr ebet gant kantikou brezounek a zivar an Aviel. Hag evel an holl boblou ho deuz komanset kana araog skriva, ha ma eo, evit laret, pep Breton ganet bard, e zo en hon bro kalz a doniou koz pere a dal ar boan da veza dastumet ha moulet.
En 1839, an Aotrou De la Villemarqué, a voulaz he "Barzaz-Breiz" hag a roaz ennhan melodi unan benag an toniou-ze.
En 1881, an Aot. Bourgault Du Coudray, kelenner Histoar ar Musik er C’honservatoar en Paris, a valeaz Breiz-Izel hag a zastumaz tregont euz toniou hon bro pere a voulaz en doare kanaouennou gant musik evit ar piano.
En 1883, An Doctor Bullinger, theolojian ha musisian Saoz a oa deuet d’hon gwelet hag o veza diwiziek euz a reou all hag a oa en em okupet euz ze araog, a zastumaz hag a lakeaz en kevredigez naontek euz an toniou ze, pere aboe an amzer ze, a zo bet implijet ganeomp en hor C’hult mes hep beza moulet.
En 1888, Unvaniez an Treteier Relijiuz a Londrez, o veza votet mil livr evit moula eul levr nevez a gantikou brezounek, an Dr Bullinger a c’hoanteaz hen achui hag he renta dîn da veza lakeet entouez al levriou musik. Kalz a dud, a bere unan oajet a 79 vloaz, a zeuaz hag a ganaz dirazhan ; ha goude eul labour stard a veur a zevez, he tastumaz euz ho muzellou awalc’h evit kreski al labour dija groet, hag hen achui. Doctor Bullinger hen deuz dastumet 66 euz an toniou ze, pere hen deuz lakeet en kevredigez aboe, evit beza kanet gant mouez, pe c’hoarieet var an ogro, an harmonium, pe ar piano, pe kanet a unvan gant ar musikou-ze.