aoter aour, eol an eoliadurez, treat ar c’houez vad, hag an dapisiri euz dor an tabernakl, 39 an aoter arm hag he grill arm, gant he sparlou, hag he holl besellou, ar veol hag he zroad, 40 ar gwelion euz al leur, he beuliou, he steudennou, an dapisiri evit dor al leur, he c’herden, he feuliouigou, hag holl besellou servich ar Choumach, evit tabernakl an asamble ; 41 dillad ar servich, evit ober ar zervich er santuar, dillad sagr evit Aaron ar beleg, ha dillad he vibien evit ober ar velegiach. 42 Bugale Israel ho doa groet an holl labour, hervez kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 43 Ha Moizez a welaz aa holl labour, ha setu, ho doa groet al labour evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet ; he c’hroet ho doa evel se ; ha Moizez ho bennigaz.
40 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 2 En deiz kenta ar mis kenta, e fichi Choumach tabernakl an asamble ; 3 hag e lakai arc’h an Desteni ennhan, hag e c’holoi an arc’h gant ar gwel. 4 Digas a ri ive an daol, hag e lakai varni ar pez a dle beza lakeat : digas a ri ive ar c’hantoler, hag ec’h alumi he lampou. 5 Hag e lakai an aoter aour evit an treat dirag arc’h an Desteni, hag e lakai an dapisiri euz dor ar Choumach. 6 Hag e lakai aoter ar sakritis dirag dor Choumach tabernakl an asamble. 7 Hag e lakai ar veo1 entre tabernakl an asamble hag an aoter, hag e lakai dour ennhi. 8 Hsg e lakai al leur tro da zro, hag e lakai an dapisiri euz dor al leur. 9 Neuze e kemeri an eol a eoliadurez, hag ec’h eoli ar Choumach ha kement a zo ennhan, hag e kensagri anezhi, gant he holl besellou ; hag e vezo santel. 10 Eolia a ri ive aoter ar sakrifis hag he holl besellou, hag e kensagri an aoter ; hag an aoter a vezo santel-meurbed. 11 Eolia a ri ive ar veol hag he zroad, hag e kensagri anezhei. 12 Neuze e lakai Aaron da zont hag he vibien en dor tabernakl an asamble, hag ho gwalc’hi en dour. 13 Hag e wiski da Aaron dillad sagr, hag ec’h eoli anezhan, hag e kensagri anezhan, hag e raio diraz Oun Me ar velegiach. 14 Hag e lakai da zont araog he vibien, hag ho gwiski a dunikennou ; 15 hag ec’h eoli anezhei, evel ma ez pezo eoliet ho zad, hag e rafont diraz Oun Me ar velegiach : hag ho eoliadurez a roio dezhei eur velegiach peur-baduz, a oad en oad.
16 Ha Moizez a reaz kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan ; ober a reaz evel se.
17 Ha d’ar c’henta deiz euz ar c’henta mis, en eilved bloaz, ar Choumach a oe dreset. 18 Ha Moizez a fichaz ar Choumach, hag a lekeaz he steudennou, hag a lakeaz he blenken, hag a lakeaz he dreujadennou, hag a fichaz he beuliou. 19 Hag ec’h astennaz ar tabernakl var ar Choumach, hag a lakeaz golo an tabernakl dreist, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 20 Neuze e kemeraz ive hag e lakeaz an Desteni en en arc’h, hag e lekeaz he sparlou d’an arc’h, hag e lakeaz ar goulc’her var an arc’h, dreist-hi. 21 Hag e tougaz an arc’h er Choumach, hag e posaz ar gwel destinet da guz al leac’h santel-meurbed, hag e c’holoaz arc’h an Desteni, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 22 Lakaat a reaz ive an daol en tabernakl an asamble, euz kostez an hanter-noz euz ar Choumach, en diaveaz euz ar gwel ; 23 hag e fichaz varnezhi eur renk baraou dirag an Aotrou, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 24 Lakaat a reaz ive ar c’hantoler en tabernakl an desteni, vis-a-vis d’an daol, euz kostez ar c’hreisteiz euz ar Choumach. 25 Hag e c’halumaz al lampou dirag an Aotrou, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 26 Lakaat a reaz ive an aoter aour en tabernakl an asamble dirag ar gwel ; 27 hag e lakeaz eno da vogedi an treat a c’houez vad, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 28 Lakaat a reaz ive an tapisiri euz dor ar Choumach. 29 Neuze e lekeaz aoter ar sakrifisou euz dor Choumach tabernakl an asamble, hag e kinnigaz ar sakrifis a offrans, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez. 30 Lakaat a reaz ive ar veol entre tabernakl an asamble hag an aoter, hag e lakeaz ennhi dour evit gwalc’hi ; 31 ha Moizez hag Aaron hag he vibien a walc’he ennni ho daouarn hag ho zreid. 32 Pa ez eent en tabernakl an asamble, ha pa ez eent entrezek an aoter, en em walc’hent, evel ma Hen doa an Aotroü gourc’hemennet da Voizez. 33 Ficha a reaz ive al leur tro da zro d’ar Choumach ha d’an aoter, hag e lakeaz an tapisiri euz dor al leur. Evel se Moizez a achuaz al labour.
34 Hag ar goabren a c’holoaz tabernakl an asamble, ha gloar an Aotrou a leuniaz ar Choumach ; 35 en hevelep