Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/95

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AL LEVITIK, 1, 2.

doare ma ne hellas ket Moizez mont en tabernakl an asamble, rag ar goabren en em dalc’he dreisthan, ha gloar an Aotrou a leunie ar Choumach. 36 Hag, enpad ho holl valeadennou, pa zave ar goabren a zivar gorre ar Choumach, bugale Israel a iea kwit ; 37 mes pa ne save ket ar goabren, n’hen deent ket beteg an deiz en pehini e save. 38 Rag goabren an Aotrou a oa var ar Choumach enpad an deiz, hag an tân a vije ennhan en noz, dirag daoulagad holl di Israel, enpad ho holl valeadennou.


————


TREDE LEVR MOIZEZ, GALVET


AL LEVITIK.


1 HAG an Aotrou a c’halvaz Moizez, hag E komzaz outhan euz tabernakl an asamble, o lavarout : 2 Komz da vugale Israel, ha lavar dezhei : Pa raio unan benag ac’hanoc’h eur prof d’an Aotrou, e raio he brof a loened, bras pe a loened bihan.

3 Mar be he brof eur sakrifis-losk a loened bras, e kinnigo eur mal hep tach ; e ginnik a raio euz dor tabernakl an asamble, dirag an Aotrou, evit kaout he drugarez. 4 Hag e c’harpo he zorn var benn ar sakrifis-losk, hag e vezo kemeret en he drugarez, evit ober diskarg evithan. 5 Neuze e lazo al leue dirag an Aotrou ; ha mibien Aaron, ar sakrifikatored, a ginnigo ar goad, hag e skulio tro zro var an aoter, pehini a zo euz dor tabernakl an asamble. 6 Goude, e tigroc’henno ar sakrifis-losk, hag e droc’ho hervez he lodennou. 7 Neuze mibien Aaron, ar beleg, a lakao tân var an aoter, hag a renko ar c’hoat var an tân ; 8 ha mibien Aaron, ar veleien, a renko an tamou, ar penn hag al lard var ar c’hoat, pehini a vezo lakeat en tân var an aoter. 9 Gwalc’hi a raio en dour ar bouzellou hag an diouc’har, hag ar sakrifier a raio leski an holl var an aoter, en sakrifis-losk, en sakrifis groet dre dân, a c’houez dudiuz d’an Aotrou.

10 Mar d’eo he brof a loened bihan, oaned pe girvi, evit ar sakrifis-losk, e kinnigo eur mal difaot ; 11 hag e lazo anezhan en tu an hanter-noz euz an aoter, dirag an Aotrou ; ha mibien Aaron, ar veleien, a skulio ar goad anezhan var an aoter tro zro. 12 E droo’ha a rai hervez he izili, o pellaat he benn hag he lard ; hag ar beleg ho lakao var ar c’hoat a vezo lakeat en tân var an aoter. 13 Gwalc’hi a raio en dour he vouzellou hag he ziouc’har ; hag ar beleg a ginnigo an holl, hag ho lakaio da vogedi var an aoter ; eur sakrifis-losk eo, eur sakrifis groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou. 14 Mar be he brof d’an Aotrou eur sakrifis-losk a lapoused, e raio he brof a durzunellet pe a goulmed. 15 Ar beleg e dostao d’an aoter, a friko dezhan he benn, hag a lakao al lapous da leskiH var an aoter, hag he oad a redo euz beven an aoter ; 16 lemel a rai an elaz gant he blu, hag e dolo tost d’an aoter, entrezek ar sav-heol, el leac’h ma vezo al ludu. 17 Neuze e freuzo anezhan dre he ziouaskel, hep ho ranna, hag ar beleg e lakai da leski var an aoter, var ar c’hoat lakeat en tân ; eur sakrifis-losk eo, eur sakrifis groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou.


2 Pa raio unan benag d’an Aotrou eur prof en donezon, he brof a vezo a vleud kun, var behini e skulio eol, hag e lakao ezans. 2 He zigas a raio da vibien Aaron, ar sakrifikatored hag ar sakrifier a gemero eun dornad fleur bleud glebiet gant eol, gant an holl ezans, hag e lakaio he envor da vogedi var an aoter. Eur sakrifis eo groet dre an tân, a c’houez vad d’an Aotrou. 3 Ar pez a choumo euz ar prof a vezo evit Aaron hag evit he vibien ; eun dra santel-meurbet eo entouez ar sakrifisou groet dre an tân d’an Aotrou.

4 Ha pa ri eur prof en donezon euz ar pez a zo poazet er forn, e vezo gwastel hep goell, a vleud kun, distrempet gant eol, ha gwastel hep goell, eoliet a eol. 5 Ha mar d’eo da brof eur prof poazet var ar plak, e vezo a vleud kun, distrempet gant eol, hep goell. 6 E zerri a ri a damo, e hag e skuli eol varnezhi ; eur prof eo. 7 Ha mar d’eo da brof eur prof

87