Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/93

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 39.

2 Groet e oa an efod a aour, a bourpr, a skarlat, a gramoisi hag a lin moan troet. 3 Astennet oa laonienou aour, hag e oent troc’het en neud evit ho meska d’ar pourpr, d’ar skarlat, d’ar c’hramoisi ha d’al lin moan, en labour broderez. 4 Groet e oe d’an efod epoletezenou pere en em juntre ; en em unani a reent evel se dre he zaou benn. 5 Hag ar c’houriz evit e staga, pehini en em gave dreist, a oa euz a eur memeuz pez hag euz a eur memeuz labour : aour, pourpr, skarlat, kramoisi ha lin moan troet, evel ma Hen dos an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

6 Hag e oe kinklet en kazou aour, mein oniks, o tougen hanoiou bugale Israel skrivet en graveür kachet. 7 Hag e oent lakeat var epoletezenou an efod, evit beza mein a envor evit bugale Israel, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

8 Groet e oe ive ar pektoral en labour broderez, evel labour an efod : aour, pourpr, skarlat, kramoisi ha lin moan troet. 9 Kare e oa. Groet e oe ar pektoral doubl ; he hed a oa euz a eun empan, hag he lec’hed eus a eun empan, en doubl. 10 Hag e oe gwarniset euz a bevar renk mein : er c’henta renk, eur sardoanen, eun dopazen hag eun emeroden ; 11 d’an eilved renk, eun eskarboukl, eur safir hag eur galsedoanen ; 12 en drived renk, eun opale, eun agaten hag eun ametist ; 13 er bevared renk, eur c’hrisolit, eun oniks hag eur jasp. Ar mein ze a oe kinklet en kazou aour en ho monteür. 14 Hag ar vein, hervez hanoiou bugale Israel, a oa en niver a zaouzek, hervez ho hanoiou ; dougen a reent, en graveür kachet, pep hini hano unan an daouzek poblad. 15 Neuze e oe groet var ar pektoral chadennouigou gweet en doare kerden en aour pur. 16 Groet e oe ive diou lagaden aour ha diou rillen aour, hag e oe lakeat an diou rillen en pennou ar pektoral. 17 Hag e oe lakeat an diou gordonen en diou rillen, en pennou ar pektoral. 18 Hag e oe lakeat an daou benn euz an diou gordonen en diou lagaden, var epoletezenou an efod var an diaraog. 19 Groet e oe ive diou rillen aour all, hag e oent lakeet en daou benn all ar pektoral var ar bord, pehini a oa euz kostez an efod, en diabarz. 20 Groet e oe c’hoaz diou rillen aour all, hag e oent lakeat en diou epoletezen an efod dre draon, var an diaraog, a du d’al leac’h ma en em juntrent, izelloc’h evit gouriz an efod. 21 Hag e oo staget ar pektoral dre he rillenou da rillenou an efod, gant eur gordonen bourpr, evit ma talc’hje var gouriz an efod, ha ma na zistagje ket ar pekoral euz an efod, evel ma Hen doa an Aotrou qourc’hemennet da Voizez.

22 Groet e ce ive roben an efod en gwiaden simpl, holl a bourpr. 23 Hag an digor evit tremen ar penn, en kreiz ar zae, a oa evel digor eur gostezen armou ; beza e oa eur bordeür en he digor, tro zro, evit na rokje ket. 24 Hag e oe lakeat en bord ar zae grenadennou pourpr, skarlat ha kramoisi, en neud troet. 25 Groet e oe ive kleier aour pur ; hag e oe lakeat ar c’hleier entre ar grenadennou en bord ar zae, tro zro, entre ar grenadennou : 26 eur c’hloc’h hag eur grenaden, eur c’hloc’h hag eur grenaden, en bordou ar zae, tro zro, evit ober ar servich, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez

27 Groet e oe ive an dinikennou a lin moan, en gwiaden simpl, evit Aaron hag evit he vibien. 28 Hag ar pintr a lin moan, hag ornamanchou ar pintrou a lin moan, hag ar c’halesoniou a lin, a lin fin troet ; 29 hag ar c’houriz a lin fin troet, a bourpr, a skarlat hag a gramoisi, en gwiaden brodeür, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

30 Groet e oe ive a aour pur al laonien, ar gurunen santel, ha varnezhan e oe skrivet en graven kachet : SANTELEZ D’AN AOTROU. 31 Hag e oe lakeat ennhan eur gordonen bourpr, evit he lakaat var ar pint, d’an neac’h, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.

32 Evel se e oe achuet holl labour ar Choumach, euz tabernakl an asamble ; ha bugale Israel hervez kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez ; ober a rejont evel se. 33 Hag tigaschont ar Choumach da Voizez, an tabernakl, hag he holl besellou, he glochedou, he blenken, he dreujadennou, he beuliou hag he steudennou ; 34 ar golo a grec’hen denved livet en ruz, hag ar golo a grec’hen a liou hiasint, hag ar gwel a weliou ; 35 arc’h an Desteni hag he sparlou, hag ar goulc’her ; 36 an daol gant he besellou, hag ar bara a ginnik, 37 ar c’hantoler pur, gant al lampou, lampou arranjet, hag he holl besellou, hag eol ar sklerijen ; 38 an

85