28 Hag e reaz ar sparlou a goat sittim, hag ho goloaz a aour. Ober a reaz ive an eol santel a eoliadurez, hag an treat pur, c’houez vad, hervez gwiziegez ar parfumer.
38 Ober a reaz ive aoter ar sakrifis-losk en koat sittim ; he hed a oa pemp illinad, hag he lec’hed pemp illinad ; kare e oa, hag he huelder a oa euz dri illinad. 2 Hag e reaz en he fevar c’horn kerniel, pere a zeue euz an aoter ; hag ho goloaz a arm. 3 Ober a reaz ive holl beselolou an aoter, ar choudourennou, ar palliou hag ar c’haleiou, ar fourchetezou hag an ezansouerou ; ober a reaz e holl besellou en arm. 4 Hag e reaz evit an aoter eur c’hriii en grillach arm, dindan he c’hornichen, adaleg an traon beteg ar c’hreiz. 5 Hag e teuaz peder rillen er pevar c’horn euz ar c’hrill arm, evit lakaat sparlou. 6 Hag e reaz ar sparlou en koat sittim, hag ho goloaz a arm. 7 Hag e lekeaz ar sparlou er rillennou, euz kosteziou an aoter, evit e dougen ganthei. E ober a reaz kleuz, en plenken. 8 Ober a reaz ive ar veol en arm hag he zroad en arm, gant melezourou ar merc’hed a serviche, pere a rea ar servich euz dor tabenakl an asamble.
9 Ober a reaz ive al leur : evit koste ar c’hreisteiz, var zu ar c’hreisteiz, gweliou al leur en lin moan troet, kant illinad, 10 ho ugent peul hag ho ugent steuden arm ; tachou ar peuliou hag ho zrinklennou en arc’hant. 11 Hag evit kostez an hanter-noz, kant illinad a weliou, ho ugent peul hag ho ugent steuden gwevr ; tachou ar peuliou hag ho zrinklennou en arc’hant. 12 Hag evit kostez ar c’huz-heol, hanter kant illinad a wel, ho dek peul hag ho dek steuden ; tachou ar peuliou hag an trinklennou en arc’hant. 13 Hag evit ar c’hostez a ziaraog, entrezek ar sav-heol, hanter kant illinad : 14 da c’houzout eo pemzek illinad a wel, euz eun tu, gant ho zri feul hag ho zeir steuden ; 15 hag euz eur peurz all (euz eur c’hostez, evel euz a eur c’hostez all, euz dor al leur), pemzek illinad gwel, ho zri feul hag ho zeir steuden. 16 Holl gweliou al leur, tro da zro, a oa a lin moan troet ; 17 ha steudennou ar peuliou en arm, tachou ar peuliou hag ho zrinklennou en arc’hant, ha golo ho fennou en arc’hant ; hag holl beuliou al leur a oa juntret gant trinklennou arc’hant. 18 Ha tapisiri dor al leur a oa en labour brodeür, en pourpr, skarlat, kramoisi, ha lin moan troet, a hed ugent illinad ; hag an huelder (groet al leo’hed ar wiaden) a oa pemp illinad, o vont gant gweliou al leur. 19 Hag ho fevar feul hag ho feder steuden a oa arm ; ho zachou a oa arc’hant, hag ar golo euz ho fennou hag ho zrinklennou, en arc’hant. 20 Hag an holl beuliouigou evit an tabernakl hag evit al leur endro a oa en arm.
21 Setu niverou ar Choumach, Choumach an Desteni, pere a oe groet var urz Moizez, gant al Levited, dindan gundu Ithamar, mab Aaron ar beleg. 22 Betsaleel, mab Uri, mab Hur, euz a boblad Juda, a reas kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez ; 23 ha ganthan Oholiab, mab Ahisamak, euz a boblad Dan, merker, invanter, ha broder en pourpr, en skarlat, en kramoisi hag en lin moan.
24 An holl aour pere a oa lakeat evit al labour, en holl labour ar santuar (hag e oa aour ar prof), a oa nao dalant varnugent, ha seiz kant tregont sikl, hervez sikl ar santuar. 25 Hag arc’hant an asamble pere a oa niveret, a oe euz a gant talant ha mil seiz kant pemzek ha tri-ugent sikl, hervez sikl ar santuar ; 26 eun hanter sikl dre benn, an hanter euz ar sikl, hervez sikl ar santuar, evit ar re holl pere a dremenaz dre an niverez, adaleg an oad a ugent vloaz hag izelloc’h, da c’houzout eo, evit c’hwec’h kant tri mil pemp kant hanter kant den. 27 Beza e oe eta kant talant arc’hant evit teui steudennou ar santuar, ha steudennou ar gwel, kant steuden evit kant talant ; eun talant dre steuden. 28 Hag euz ar mil seiz kant pemzek ha tri-ugent sikl pere a choum, e oe groet tachou evit ar peuliou, goloet e oe ho fennou, hag e oent juntret dre drinklennou. 29 Hag arm ar prof a oe dek talant ha tri-ugent, ha daou vil pevar c’hant sikl. 30 Groet e oe ganthei ar steudennou euz a zigor tabernakl an asamble, hag an aoter arm, hag he grill arm, hag holl besellou an aoter, 31 ha steudennou al leur, tro da zro, ha steudennou dor al leur, hag holl beuliouigou ar Choumach, hag holl beuliouigou al leur tro var dro.
39 Gant ar pourpr, ar skarlat hag ar c’hramoisi e rejont dillad ar servich, evit ober ar servich er santuar, hag e rejont an dillad sagr pere a oa evit Aaron, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez.