Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/91

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 37.

steuden dindan pep planken. 31 Hag e oe groet pemp treujaden goat sittim, evit plenken eur c’hostez euz ar Choumach ; 32 ha pemp treujaden evit plenken kostez all ar Choumach, ha pemp treujaden all evit plenken ar Choumach er fons, entrezek ar c’huz-heol. 33 Hag e oe groet treujaden ar c’hreiz, evit treuji, dre greiz ar plenken, euz a eur penn da eur penn all. 34 Hag e oe goloet a aour ar plenken, hag e oe groet ho rillenou a aour, evit lakaat ennhei an treujadennou, hag e oe goloet a aour an treujadennou.

35 Groet e oe ive ar gwel a bourpr, a skarlat, a gramoisi hag a lin moan troet ; groet e oe en labour brouderez, gant cherubined. 36 Hag e oe groet dezhan pevar feul koadr sittim, pere a oa goloet a aour, gant ho zachou en aour ; hag e oe teuet dezhei peder steuden arc’hant. 37 Groet e oe ive evit dor an tabernakl eun dapisiri bourpr, skarlat, kramoisi ha lin moan troet, en labour broderez ; 38 hag he femp peul hag ho zachou ; hag e oe goloet a aour ho fornouigou, hag ho zrinklennou ; mes ho femp steuden a oa arm.


37 Neuze Betsaleel a reaz an arc’h, a goat sittim. He hed a oa daou illinad hanter ; he lec’hed, eun illinad hanter ; hag he huelder, eun illinad hanter. 2 Hag e c’holoaz anezhi a aour pur en diabarz hag en diaveaz, hag e reaz dezhi eur gurunen a aour tro da zro. 3 Hag e teuzaz evithi peder rillen aour, evit lakaat en he fevar c’horn : diou rillen euz eur c’hostez, ha diou rillen euz eur c’hostez all. 4 Ober a reaz ive sparlou koat sittim, hag ho goloaz a aour. 5 Hag e lekeaz ar sparlou er rillenou, euz koztez an arc’h, evit dougen an arc’h. 6 Ober a reaz ive eur goulc’heri aour pur ; he hed a oa daou illinad hanter ; hag he lec’hed eun illinad hanter. 7 Hag e reaz daou cherubin aour ; ober a reaz anezhei gant ar morzol, en daou benn ar goulc’her. 8 Eur cherubin er penn ma ; hag eur cherubin er penn all. Ober a reaz ive ar cherubined o tond euz ar goulc’her, en he zaou benn. 9 Hag ar cherubined a astenne an eskel d’an neac’h, o c’holo gant ho eskel ar goulc’her, hag ho fasou a oa vis-a-vis an eil d’egile. Fas ar cherubined a oa troet entrezek ar goulc’her.

10 Ober a reaz ive an daol, a goat sittim ; he hed a oa daou illinad, he lec’hed eun illinad, hag he huelder eun illinad hanter. 11 Hag e goloaz a aour pur, hag e reaz dezhi eur gurunen a aour pur tro da zro. 12 Ober a reaz ive, tro zro, eur bord a bevar biz ; hag e reaz ar bord ze gant eur gurunen aour tro zro. 13 Hag e teuaz peder rillen aour dezhi, hag e lekeaz rillenou er pevar c’horn, pere a oa euz he fevar zroad. 14 Ar rillenoud a oa tost d’ar bord, abalamour da lakaat ar sparlou evit dougen an daol. 15 Hag e reaz ive ar sparlou, a goat sittim, hag ho goloaz a aour, evit dougen an daol. 16 Ober a reaz ive a aour pur ar besellou pere a dlee beza var au daol, he flajou, he zasou, he c’haleiou hag he besellou, gant pere e tleet ober ar skuliadurezou.

17 Ober a reaz ive ar c’hantoler aour pur ; ober a reaz gant ar morzol ar c’hantoler, he droad hag he c’har ; he galeiou, he avalou hag he fleur a oa tennet. 18 Ha c’hwec’h brank a zeue kwit euz he gosteziou : tri brank euz ar c’hantoler en eun tu, ha tri brank euz ar c’hantoler en tu all. 19 Beza oa ennhan tri c’halei en doare almandez, gant eur brank, gant aval ha fleur, ha tri c’halei en doare almandez da eur brank all gant aval ha fleur. Er memeuz doare evit an c’hwec’h brank a zeue euz ar c’hantoler. 20 Hag e oa memeuz er c’hantolor pevar c’halei en doare almandez, gant he avalou hag he fleuriou ; 21 hag eun aval dindan an daou vrank pere a zeue er meaz, eun aval dindan an daou vrank pere a zeue kwit, ha c’hoaz eun aval dindan an daou vrank all pere a zeue kwit, evit ar c’hwec’h brank a zeue euz ar c’hantoler. 22 He avalou hag he vrankou a oe tennet ; holl e oa euz eur memeuz pez groet gant eur morzol, en aour pur. 23 Ober a reaz ive he seiz lamp, he gevellou hag he zoug-kevellou, en aour pur. 24 Ober a reaz anezhan, gant he holl besellou, gant eun talant aour pur.

25 Ober a reaz ive aoter an treatchou, a goat sittim ; he hed a oa eun illinad, hag he lec’hed eun illinad ; kare e oa ; hag he huelder a oa daou illinad. An aoter e doa kerniel pere a zeue kwit. 26 Hag e c’holoaz anezhi a aour pur, var gorre, hag he c’hosteziou tro da zro, hag he c’herniel ; hag e reaz eur gurunen aour dezhi tro da zro. 27 Ober a reaz ive, dindan he c’hurunamant, diou rillen aour en he daou gostez, en he daou c’horn, evit lakaat ennhei ar sparlou pere a serviche d’he dougen

83