Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/90

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 36.

a wiziegez evit pep labour ; 32 hag evit ober invansionou evit labourat an aour, an arc’hant hag an arm, 33 evit tailla ha kinkla mein talvouduz, evit tailla ar c’hoat hag ober pep sort labour a vroderez. 34 Roet Hen deuz dezhan ive an talant da ziski, dezhan ha da Oholiab, mab Ahisamak, euz a dribu Dan ; 35 ho leuniet Hen deuz a skiant evit ober pep sort labouriou a galvez, a vrodeür hag a wiader en liouiou dishenvel, en pourpr, en skarlat, en kramoisi hag en lin moan, hag a wiader ; ober a reont pep sort labour, hag int gwiziek en traou nevez.


36 Betsaleel, hag Oholiab, hag an holl dud gwiziek, en pere an Aotrou Hen doa lakeat skiant ha poell evit gouzout ober pep labour evit servich ar santuar, a reaz kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet. 2 Moizez a c’halvaz eta Betsaleel, hag Oholiab, hag an holl dud gwiziek en kaloun pere Hen doa an Aotrou lekeat skiant, ar re holl a zouge ho c’haloun anezhei da dostaat evit ober al labour ; 3 hag e kaschont a zirag Moizez an holl brofou ho doa bugale Israel digaset evit ober labour servich ar santuar. Mes ar re ma zigase dezhan c’hoaz, bep beure, profou a volonte. 4 Neuze an holl dud wiziek pere a rea holl labour ar santuar, a gwitaez pep hini anezhei al labour a rea, 5 hag a zeuaz da lavaret da Voizez : Ar bobl a zigas kals muoc’h evit n’hen deuz ezom, evit servich al labour Hen deuz Doue gourc’hemennet ober. 6 Neuze, dre urz Moizez, e oe kriet dre ar c’han : Ra na raio na gwaz na plac’h labour ebet ken evit prof ar santuar. Evel se e oe miret euz ar bobl digas ken netra. 7 Hag e oe awalc’h a draou evit ober an holl labour ; beza e oe memeuz a zilerc’h.

8 An holl dud wiziek, entouez ar re a rea al labour, a reaz eta Choumach an tabernakl, euz dek gwel a lin moan troet, a bourpr, a skarlat hag a gramoisi, gant cherubined pere a oe groet en labour broderez. 9 Hed eur gwel a oa a eiz illinad varn-ugent ; ha lec’hed ar memeuz gwel, a bevar illinad ; an holl gweliou ho doa eur memeuz muzur. 10 Hag e oe juntret pemp gwel an eil d’eben, nag e oe juntret ar pemp gwel all an eil d’eben. 11 Hag e oe groet korreou pourpr var goste ar gwel kenta, en penn an dastumidigez ; er memeuz doare en kostez ar gwel diveza, en eilved dastum. 12 Groet e oe hanter kant korreen d’ar c’henta gwel, hag groet e oe hanter kant korreen en penn ar gwel pehini a oa en eilved dastumidigez. Ar c’horreou a oa a fas an eil d’eben. 13 Neuze e oe groet hanter kant klochet aour, hag e oe juntret unan ar gweliou d’eben gant ar c’hlochedou, evit ma formje ar Choumach eur pez hepken. 14 Neuze e oe groet gweliou a vleo garv, evit servichout da dabernakl var ar Choumach ; unnek a oe groet euz ar gweliou ze. 15 Hed eur gwel a oa a dregont illinad, ha lec’hed ar memeuz gwel a bevar illinad ; an unnek gwel ho doa ar memeuz muzur. 16 Hag e oe dastumet pemp euz ar gweliou ze a du, hag ar c’hweac’h gwel all a du. 17 Groet e oe ive hanter kant korreen, var gostez an diveza gwel euz an dastumidigez, hag hanter kant korreen var goste gwel an eil dastumidigez. 18 Groet e oe ive hanter kant klochet arm, evit dastum an tabernakl, evit ma ne raje nemet eur pez hepken. 19 Hag e oe groet evit an tabernakl eur golo a grec’hen maout livet en ruz, hag eur golo krec’hen livet en hiasint dreist.

20 Hag e oe groet evit ar Choumach plenken koat sittim, pere a oe dalc’het en ho za. 21 Hed eur plankon a oe dek illinad, ha lec’hed ar memeuz planken eun illinad hanter. 22 Daou zalc’h a oa da bep planken, a genver an eil d’egile ; groet e oe er memeuz doare da noll blenken ar Choumach. 23 Groet e oe eta ar plenken evit ar Choumach : ugent planken euz kostez ar c’hreisteiz, var zu ar c’hreisteiz. 24 Ha dindan an ugent plenken e oe groet daou-ugent steuden arc’hant ; diou steuden dindan bep planken, evit he zaou dalc’h, ha diou steuden dindan eur planken all, evit he zaou dalc’h. 25 Groet e oe ive ugent planken evit ar c’hostez all d’ar Choumach, euz koztez an hanter-noz. 26 Hag ho daou-ugent steuden a oa arc’hant ; diou steuden dindan eur planken, ha diou steuden dindan eur planken all. 27 Hag evit fons ar Choumach entrezek ar c’huz-heol, e oe groet c’hweac’h planken. 28 Hag e oe groet daou blanken evit kerniel ar Choumach er fons. 29 Doubl e oant dre draoun, mes er memeuz amzer e oant leun entrezek kreac’h beteg ar genta rillen ; evel se e oe groet evit an daou holl, evit an daou gorn. 30 Beza e oa eta eiz plankcn hag ho c’hwezek steuden arc’hant ; diou

82