zez na wie ket penaoz kroc’hen he visach a oa deuet da veza skeuduz, enpad ma komze gant Doue. 30 Mes Aaron hag holl vugale Israel a welaz Moizez, ha setu, kroc’hen he visach a lugerne, hag ho doa aoun o tostaat dezhan. 31 Neuze Moizez ho galvaz, hag Aaron hag holl re genta an asamble a zeuaz d’e gaout, ha Moizez a gomzaz outhei. 32 Goude ze, holl vugaie Israel a dostaez, hag e c’hourc’hemennaz dezhei kement Hen doa an Aotrou lavaret dezhan var menez Sinai. 33 Moizez a achuaz da gomz outhei hag e lekeaz eur gwel var he visach. 34 Ha pa ez ea Moizez dirag an Aotrou evit komz outhan, e lame kwit ar gwel bete ma ez ea kwit ; neuze ez ea er meaz hag e lavare da vugale Israel ar pez vije bet gourc’hemennet dezhan. 35 Ha bugale Israel a wele penaoz bisach Moizez, kroc’hen bisach Moizez, a lugerne ; ha Moizez a lakae ar gwel var he visach, bete ma ez ea, evit komz gant an Aotrou.
35 Moizez a bedaz holl asamble bugale Israel, hag a lavaraz dezhei : 2 Setu ama an traou Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet ober : Labourat a refer enpad c’hweac’h devez, mes ar seizved devez a vezo evidoc’h eun dra santel, eur sabbat a ziskwiz kensagret d’an Aotrou. Piou benag a labouro en deiz se a vezo lakeat d’ar maro. 3 Ne alumfet ket a dân, en hini ho tiez, deiz ar sabbat.
4 Ha Moizez a gomzaz da holl asamble bugale Israel, hag a lavaraz dezhei : Setu ama ar pez Hen deuz an Aotrou gourc’hemeunet, er c’homzou ma : 5 Kemeret euz ho kear eur prof evit an Aotrou. Pep den a behini ar galoun a zo disposet mad a zigaso prof an Aotrou ; 6 aour, arc’hant hag arm, pourpr, skarlat, kramoisi, lin moan, bleo gavr, 7 krec’hen tourzed livet en ruz, ha krec’hen a liou hiasint, koat sittim, eol evit al lampr, c’houez mad evit eol an eoliadurez hag evit an treat a c’houez vad, 9 mein oniks ha mein kinkluz evit an efod hag evit ar pektoral. 10 Hag an holi dud skiantek en ho touez a zeuo d’ho kaout, hag a raio kement Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet : 11 ar Choumach, he dabernakl hag he cholo, he glochedou, he blenken, he dreujadennou, he bouliou hag he steudennou, 12 an arc’h hag he sparlou, ar goulc’her, hag ar gwel evit golo al leac’h santel meurbed ; 13 an daol hag he sparlou, hag he holl besellou, hag ar bara a ginnig ; 14 kantoler al lampr, he besellou, he lamprou hag eol he goulou ; 15 aoter an treat hag he sparlou, eol an eoliadurez, an treat a c’houez vad, ha tapisiri an nor, evit dor ar Choumach ; 16 aoter ar sakrifis-losk hag he c’hrill arm, he sparlou hag he holl besellou ; ar veol hag he zroad ; 17 gweliou al leur, he feuliou, he steudennou, ha tapisiri dor al leur, 18 ha peuliouigou ar Choumach ha peuliouigou al leur, hag ho c’herden ; 19 dillad ar servich, evit ober servich ar santuar, an dillad sagr, evit Aaron ar beleg, ha dillad he vibien evit ober ar velegiach.
20 Neuze holl asamble bugale Israel a zeuaz er meaz dirag Moizez. 21 Hag ar re holl a gase ho c’haloun anezhei, a zeuaz ; ha kement hini a lakae ho spered anezhei d’ar roidigez a zigase ar prof d’an Aotrou, evit labour tabernakl an asamble, hag evit he holl servich, hag evit an dillad sagr. 22 Hag ar wersed a zeuaz gant ar merc’hed ; ar re holl a oe a volonte vad, a zigasaz bouklou, gwalinier, rillenou, kolierou, pep sort traou kaer en aour, hag holl e kinnigchont eur prof aour benag d’an Aotrou. 23 Hag ar re holl ho doa pourpr en ho ziez, skarlat, kramoisi, lin moan, bleo garv, krec’hen maouted livet en ruz, krec’hen liou hiasint, ho digase. 24 Ar re holl ho doa peadra evit rei eur prof arc’hant pe kwevr, ho digase evit ho c’hinnik d’an Aotrou ; hag ar re holl ho doa en ho ziez koat sittim, evit holl labour ar servich, hen digase. 25 Hag an holl c’hragez gwiziek a neaz gant ho daouarn, hag a zigasaz ar pez ho doa nezet, ar pourpr, ar skarlat, ar c’hramoisi hag al lin moan. 26 Hag an holl c’hragez a oe kaset di gant ho c’haloun ha pere a oa gwiziek a nezaz bleo garv. 27 Ha re genta ar bobl a zigasaz mein oniks hag ar vein a ginklerez, evit an efod hag evit ar pektoral ; 28 ar c’houez vad hag an eol, evit ar sklerijen, evit eol an eoliadurez hag evit an treat a c’houez vad. 29 Holl vugale Israel, gwersed ha merc’hed, a lakaez ho c’haloun anezhei da lodenni el labour holl Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dre c’henou Moizez, digas d’an Aotrou profou a volonte vad.
30 Ha Moizez a lavaraz da vugale Israel : Sellit an Aotrou Hen deuz galvet dre he hano Betsaleel, mab Uri, mab Hur, euz a boblad Juda ; 31 hag hen deuz leuniet anezhan a spered Doue, a skiant, a labourerez hag