Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/87

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 33.

oc’h euz groet ; mes brema e pinian da gaout an Aotrou ; marteze em beso ar pardoun d’ho pec’hed. 31 Moizez a zistroaz eta da gaout an Aotrou, hag a lavaraz : Alaz ! ar bobl ma hen deuz groet eur pec’hed bras, euz en em ober doueou aour ; 32 mes brema, pardoun dezhei ho fec’hed ! Anez, lam ac’hanoun euz al levr pehini ec’h euz skrivet. 33 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : An nep hen devezo pec’het a enep d’In, a lamin euz va levr. 34 Ha brema, kea, ren ar bobl el leac’h Em euz lavaret d’id. Setu, va êl az ai dirazout ; mes, en deiz ma rin ar gasti, e kastiin varnezhei ho fec’hed. 36 Evel se an Aotrou a skoaz ar bobl, dre ma oa bet an oberer euz al loe hen doa Aaron groet.


33 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kea, pin ama, te hag ar bobl pehini ec’h euz lekeat da biniat euz a vro an Ejipt, entrezek ar vro pehini Em euz touet rei da Abraham, da Isaak, ha da Jakob, o lavarout : He rei a rin d’az lignez. 2 Hag E kasin eun êl dirazout, hag E kasin kwit ar Gananeaned, an Amorreaned, an Hethianed, ar Feresianed, an Hevianed, hag ar Jebusianed, 3 evit ho ren entrezek ar vro ze en pelec’h e red al leaz hag ar mel ; rag ne biniin ket en da greiz, dre ma out eur bobl a c’houzouk reud ; gant aoun na guzumfen ac’hanout en hent. 4 Pa glevaz ar bobl ar giriou nec’huz se, e tougaz kaoun, ha den na lekeaz he ornamanchou varnezhan. 5 Rag an Aotrou Hen doa lavaret da Voizez : Lavar da vugale Israel : C’hwi a zo eur bobl a c’houzouk reud. Ma pinfen eur pennadik hepken en da greiz, e kuzumfen ac’hanout ; brema eta lam da ornamanchou kwit divarnout, hag e welin ar pez a rin d’id. Evel se bugale Israel en em disreaz euz ho omamanohou, adaleg menez Horeb.

7 Ha Moizez a gemeraz an danten, hag e savaz er meaz euz ar c’han, pell euz ar c’han, hag e galvaz Tabernakl an asamble ; hag ar re holl pere a glaske an Aotrou, a iea er meaz entrezek tabernakl an asamble, pehini a oa er meaz euz ar c’han. 8 Hag adaleg ma ez ea Moizez er meaz var zu an taberaakl, an holl bobl a save, hag en em dalc’he pep hini anezhei en dor he danten hag a heulie Moizez gant he zaoulagad, bete ma vije eat en tabernakl. 9 Hag adaleg ma vije eat Moizez en tabernakl, ar golonen goabren a ziskenne hag en em dalc’he euz dor an tabernakl, hag an Aotrou a gomze gant Moizez. 10 An holl bobl neuze, o welet ar golonen a oabren, pehini en em dalc’he euz dor an tabernakl, a save, ha pep hini en em lakae var he zaoulin en dor he danten. 11 Hag an Aotrou a gomze da Voizez fas ha fas, evel ma komz eun den gant he vinion ; neuze Moizez a zistroaz d’ar c’han ; mes he zervicher Josue, den iaouank, mab Nun, na gwitae ket an tabernakl.

12 Ha Moizez a lavaraz d’an Aotrou : Sell, lavaret A rez d’in : Laka ar bobl ze da biniat ! Ha n’Ec’h euz ket roet da anaout d’in an hini a dleez kas ganen. Koulskoude Ec’h euz lavaret : Da anaout a ran dre da hano, ha kavet ec’h euz trugarez dirag va daoulagad. 13 Brema eta, e pedan Ac’hanout, mar em euz kavet trugarez dirag da zaoulagad, gra d’in anaout da henchou ; ma anavezin ac’hanout evit ma kavin trugarez dirag da zaoulagad ; evesaa ive penaoz ar bobl ma eo da bobl. 14 Hag an Aotrou a lavaraz : Ma fas a ielo, hag E roin d’id diskwiz. 15 Ha Moizez a lavaraz dezhan : Ma na zeu ket da fas, na ra ket deomp piniet ac’han. 16 Hag euz a betra ec’h anavezfer penaoz em euz kavet trugarez dirag da zaoulagad, me ha da bobl ? Ha ne vezo ket pa valei ganeomp ? Neuze, me ha a bobl, ni a vezo dic’hizet entouez an holl boblou pere a zo var gorre an douar. 17 Hag an Aotrou a lavaraz da Yoizez : Ober A rin ive ar pez a leverez ; rag kavet ec’h euz trugarez dirag va daoulagad, hag Ec’h anavezan ac’hanout dre da hano. 18 Ha Moizez a lavaraz : Da bedi a ran, diskwez d’in da c’hloar. Hag an Aotrou a respountaz : 19 Lakaat A rin da dremen ma holl vadelez dirag da fas ; hag e kriin dirazout hano an Aotrou ; ober A rin trugarez d’an nep Ma rin tragarez, truez Em bezo euz an nep Em bezo truez. 20 Hag Hen a lavaraz dezhan : Na helli ket gwelet ma fas ; rag an den na hell ket va gwelet, ha beva. 21 An Aotrou a lavaraz ive : Setu eul leac’h tost d’in ; En Em derc’hel A ri var ar roc’h ; 22 hag e c’hoarvezo penaoz pa dremeno ma gloar, Me a lakaio ac’hanout en kleuz ar roc’h, hag e c’holoin ac’hanout gant va dorn bete ma vezin tremenet ; 23 hag E tenni va dorn kwit, hag Em gweli euz adren ; mes va fas na weli ket.

79