Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/86

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 32.

tigaschont anezhei da Aaron, 4 pehini ho c’hemeraz euz ho daouarn, ho labouraz gant ar gizel, hag a reaz outhei eul loe teuet. Neuze e lavarjont : Setu da zoueou, O Israel, pere ho deuz da lakeat da biniat euz a vro an Ejipt. 5 Aaron, o welet kement se, a vasounaz eun aoter dirazhan. Neuze, Aaron a griaz hag a lavaraz : Varc’hoaz e vezo eur gwel en enor d’an Aotrou ! 6 Sevel a rejont eta abred, an deiz varlerc’h, hag e kinnigchont sakrifisou-losk, hag e kinnigchont sakrifisou a beoc’h, hag ar bobl a azezaz evit dibri hag eva ; goude e savaz da c’hoari.

7 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kea, disken, rag da bobl, pehini ec’h euz lekeat da biniat euz a vro an Ejipt, a zo en em dianket ; 8 distroet int buan euz an hent Em boa merket dezhei ; groet ho deuz eul loe teuet, en em daoulinet int dirazhan, sakrifiet ho deuz dezhan, hag ho deuz lavaret : Setu da zoueou, O Israel, pere ho deuz da lakeat da biniat euz a vro an Ejipt. 9 An Aotrou a lavaraz ive da Voizez : Sellet Em euz euz ar bobl ma, ha setu, eo eur bobl a c’houzouk reud. 10 Ha brema, lez ac’hanoun da ober ; ma tâno ma fulor a enep dezhei, ha ma ho c’husumin ; mes ac’hanout te e rin eur bobl vras. 11 Neuze Moizez a bedaz an Aotrou he Zoue, hag e lavaraz : Perag, O Aotrou ! da fulor a zeufe d’en em dana a enep da bobl, pehini ec’h euz lekeat da zont kwit euz an Ejipt gant eur galloud bras ha gant eun dorn nerzuz ? 12 Perag e lavarfe an Ejiptsianed : Ho lakeat Hen deuz da vont kwit evit ho gwalheur, evit ho laza er meneziou, hag evit ho c’huzumi a zivar gorre an douar ? Distro euz a zrouk da goler, ha bez keûz euz an drouk a fell d’id ober d’az pobl. 13 Az pez sonj euz Abraham, euz Isaak hag euz Israel, da zervicherien, da bere ec’h euz touet ennout da unan, o lavarout dezhei : Kreski rin ho lignez evel stered an envou, hag e roin d’ho lignez an holl vro ze a behini Em euz komzet, hag e vezo dezhei da viken. 14 Hag an Aotrou Hen doe keûz euz an drouk Hen doa lavaret a raje d’he bobl.

15 Neuze Moizez a zistroaz hag a ziskennaz a zivar ar menez, diou daolen an Desteni en he zorn, an taolennou skrivet en daou du ; skrivet e oant var eur fas ha var egile. 16 Hag an taolennou a oa labour Doue ; ar skritur ive a oa skritur Doue, merket var an taolennou. 17 Ha Josue a glevaz mouez ar bobl pehini a laoske kriadennou, hag e lavaraz da Voizez : Beza e zo eun drouz a vrezel er c’han. 18 Ha Moizez a lavaraz : N’eo nag eun drouz a griadennou a viktoar, nag eun drouz a griadennou a ziskar ; me a glev eun drouz a ganiri. 19 Ha pa oe taost d’ar c’han, e welaz al loe hag an dansou. Neuze koler Moizez en em danaz, hag e taolaz euz he zaouarn an taolennou, hag ho frikaz euz troad ar menez. 20 Neuze, e kemeraz al loe pehini ho doa groet, e zevaz en tân, hag hen frikaz ken a oe eat en poultren, pehini a skuliaz var an dour, hag e reaz da vugale Israel eva euz an dour ze. 21 Ha Moizez a lavaraz da Aaron : Petra hen deuz groet ar bobl ma d’id, ma oc’h euz tennet varnezhan eur pec’hed ken braz ? 22 Hag Aaron a respountaz : Ra n’en em dano ket koler va Aotrou ; anaout a rez eo douget ar bobl ma d’ar fall ; 23 lavaret hen deuz d’in : Gra deomp doueou pere a valeo araog deomp ; rag evit ar Moizez se, an den ze pehini hen deuz hon lakeat da biniat euz bro an Ejipt, na ouzomp ket petra a zo c’hoarvezet ganthan. 24 Neuze em euz lavaret dezhei : Ar re ho deuz aour ra en em disrafont anezhan ; hag ho deuz e roet d’in, hag em euz e daolet en tân, hag eo al loe ze deuet anezhan. 25 Ha, Moizez a welaz e oa ar bobl hep brid ; rag Aaron hen doa e lezet divrid, tra a vez entouez ho enebourien. 26 Neuze Moizez en em dalc’haz euz dor ar c’han, hag a lavaraz : D’am c’haout piou benag a zo evit an Aotrou ! Hag holl vugale Levi en em dastumaz d’e gaout. 27 Hag e lavaraz dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Ra lakaio pep hini ac’hanoc’h he gleze euz he goztez. Tremenet ha distremenet euz a zor en dor dre ar c’han ; ha lazet pep hini ac’hanoc’h he vreur, pep hini he vinion, ha pep hini he amezek. 28 Ha bugale Levi a reaz hervez komz Moizez ; hag e oe en deiz se vardro tri mil den euz ar bobl pere a varvaz. 29 Ha Moizez hen doa lavaret : Kensagret hirie ho taouarn d’an Aotrou, pep hini ac’hanoc’h, memeuz en priz he vab pe he vreur, evit tenna hirie varnoc’h ar vennos. 30 Hag an deiz varlerc’h Moizez a lavaraz d’ar bobl : Eur pec’hed bras

78