24 kassia, pemp kant, hervez sikl ar santuar ; 25 hag eun hin eol olivez ; hag e ri eun eol evit an eoliadurez santel, eur mesk a c’houez vad groet hervez jin ar parfumer ; honnez a vezo an eol an eoliadurez santel. 26 Hag ec’h eoli ganthan tanten an asamble hag arc’h an Desteni, an daol hag he holl bosellou, 27 ar c’hantoler hag he vesellou, 28 aoter ar c’houez vad, aoter ar sakrifisou hag he holl besellou, hag al louar hag he fons. 29 Evel se e kensagri anezhei, hag e vefont eun dra santel meurbed ; kement a stoko ennhei a vezo sagr. 30 Eolia a ri ive Aaron hag he vibien, hag e kensagri anezhei evit ober ar velegiach diraz Oun Me. 31 Hag e komzi da vugale Israel, o lavarout : Hema a vezo d’In eun eol a eoliadurez sagr en ho holl rumachou. 32 Na vezo ket skuliet var gik an den, ha na refet ket an hini all euz a eur memeuz danve ; santel eo, santel e vezo evidoc’h. 33 An hini a raio eur veskadurez henvel, hag a lakafe outhan var eun diaveziad, a vezo lamet a douez he bobl.
34 An Aotrou a lavaraz ive da Voizez : Kemer c’houezou mad, stakt, oniks ha galbanum, c’houez mad hag ezans pur, en lodennou egal ; 35 hag e ri eun treat, eur veskadurez hervez gwiziegez an treader, salet, pur, santel ; 36 munut e pili eul loden, hag e lakai outhan dirag an Desteni, en tabernakl an asamble, el leac’h ma en em gavin ganez ; kement se a vezo deoc’h eun dra santel meurbed. 37 Divarben an treat pehini a ri, na refot ket euz a eun hevelep danve ; kement se a vezo evidout eun dra kensagret d’an Aotrou. 38 An hini a raio ar sort se evit santout ar c’houez, a vezo lamet a douez he bobl.
31 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez, o lavarout : 2 Sell, galvet Em euz dre he hano Betsaleel, mab Uri, mab Ur, euz a boblad Juda ; hag em euz leuniet anezhan euz a spered Doue, en skiant, en labour hag en gwiziegez, hag evit pep sort labouriou ; 4 evit obor invansionou, evit labouret aour, arc’hant hag arm, 5 evit labourat hag enkadri mein talvouduz, evit tailla ar c’hoat hag ober pep sort labouriou. 6 Ha setu, em euz roet dezhan evit kensikourer Oholiab, mab Ahisamak, euz a boblad Dan ; hag Em euz lekeat labourerez en kaloun pep den skiantek, evit ma rafont kement Em euz gourc’hemennet d’id ober : 7 Tabernakl an asamble, an arc’h evit an Desteni hag ar goulc’her pehini a vezo dreisthi, hag holl besellou an tabernakl ; 8 an daol hag he besellou, ar c’hantoler aour pur hag he holl vesellou, 9 aoter ar c’houez vad, aoter ar sakrifisou-losk hag he holl besellou, ar veol hag he zroad ; 10 dillad ar servich, dillad sagr evit Aaron ar beleg, ha dillad he vibien evit ober ar velegiach ; 11 eol an eoliadurez, hag an treat a c’houez vad evit ar santuar. Ober a rafont hervez kement Em euz gourc’hemennet d’id.
12 An Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, o lavarout : 13 Ha te, komz da vugale Israel, ha lavar : Miret a refet hepken ma deiziou sabbat. Rag eur zin eo entre Me ha c’hwi, en ho holl rumachou, abalamour ma vezo gwezet penaoz eo Me, an Aotrou, Pehini ho santelaa. 14 Miret eta ar sabbat ; rag eun deiz santel eo evidoc’h. Ar re e dorro a vezo lakeat d’ar maro ; mar gra neb eul labour en deiz se, an den ze a vezo lamet a douez he bobl. 15 Labouret e vezo enpad c’hwec’h devez ; mes, er seizved devez, e vezo sabbat an diskwiz, kensagret d’an Aotrou ; piou benag, a raio eul labour en deiz ar sabbat a vezo lekeat d’ar maro. 16 Evel se bugale Israel a viro ar sabbat, evit ober ar sabbat en ho holl rumachou, evel eur gonvenans peurbaduz. 17 Eur zin eo entre Me ha bugale Israel da virviken ; rag an Aotrou Hen deuz groet en c’hwec’h devez an envou hag an douar, mes er seizved devez Hen deuz paouezet hag eo En Em diskwizet.
18 Ha pa Hen doa Doue achuet da gomz gant Moizez, var menez Sinai, E roaz dezhan diou daolen an Desteni, taolennou mein skrivet gant biz Doue.
32 MES ar bobl, o welet penaoz e talee Moizez da zisken divar ar menez, en em dastumaz da gaout Aaron hag a lavaraz dezhan : Deuz, gra deomp doueou pere a valeo araog deomp ; rag evit ar Moizez se, an den pehini hen deuz hon lakeat da biniat euz an Ejipt, na ouzomp ket ar pez a zo c’hoarvezet ganthan. 2 Hag Aaron a respountaz dezhei : Tennit ar rillennou aour pere a zo en diouskouarn ho kragez, en re ho mibien hag en re ho merc’hed, ha digasit anezhei d’in. 3 Hag holl e lamjont ar rillennou aour a oa en ho diouskouarn ; hag e