Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/84

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 30.

an diskarg evit an aoter, hag e kensagri anezhi, hag an aoter a vezo eun dra santel meurbed ; kement a stoko en aoter a vezo kensagret.

38 Ha setu ama ar pez a ginnigi var an aoter : daou oan bloaz, bemdez, dalc’hmad. 39 Unan an oaned a ginnigi euz ar beure ; hag an eil, a ginnigi entre an daou c’housperou, 40 gant eun dekved a vleud fin, glebiet en kart eun hin eol gwerc’h, hag eur skuliadurez euz ar c’hart a hin gwin, evit ar c’henta oan. 41 Hag e kinnigi an eilved oan entre an daou abardaez : ober a ri ar memeuz skuliadurez evel euz ar beure, hag ar memeuz skuliadurez, en c’houez dudiuz, en sakrifis groet dre an tân d’an Aotrou. 42 Eur sakrifis-losk eo a ginnigfet dalc’hmad, en ho rumachou, euz dor tabernakl an asamble dirag an Aotrou, el leac’h m’en em gavin ganeoc’h evit komz ouzit. 42 En em gaout a rin eta eno gant bugale Israel, hag al leac’h ze a vezo kensagret gant va gloar. 44 Kensagri a rin eta tabernakl an asamble hag an aoter. Kensagri a rin ive Aaron hag he vibien, evit ober ar velegiach diraz Oun. 45 Hag E choumin entouez bugale Israel, hag E vezin ho Doue. Hag ec’h anavefont penaoz Oun an Aotrou ho Doue, 46 pehini Hen deuz ho lekeat da vont kwit euz a vro an Ejipt, evit choum en ho c’hreiz. Me eo an Aotrou ho Doue.


30 Ober a ri ive eun aoter evit mogedi ar c’houez vad, e ober a ri a goat sittim. 2 He hed a vezo euz eun illinad, he lec’hed euz a eun illinad ; kare e vezo ; mes he huelder a vezo a zaou illinad. An aoter e devezo kerniel pere a zeuo er meaz. 3 Ho golo a ri a aour pur, ar gorre, ar c’hosteziou tro-zro hag ar c’herniel ; hag e ri eur gurunen aour tro-zro. 4 Ober a ri ive diou rillen aour dindan he c’hurunen, en he daou gostez. Ho lakaat a ri en daou gostez, hag e vefont evit digemer ar sparlou pere a servicho d’e dougen. 5 Ober a ri ar sparlou a goat sittim, hag ho goloi a aour. 6 Hag e lakai an aoter dirag ar gwel, pehini a zo dirag arc’h an Desteni, a fas d’ar goulc’her pehini a zo var an Desteni, el leac’h ma en em gavin ganez. 7 Hag Aaron a lakai da vogedi eno eun treat a c’houez vad ; bep beure, pa gempenno he lampou, e lakai da vogedi ar c’houez vad. 8 Ha pa elumo Aaron al lampou, entre an daou abardaez, e lakaio ive anezhan da vogedi ; eur c’houez vad eo pehini a zevfer dalc’hmad dirag an Aotrou en ho rumachou. 9 Na ginnikfet var an aoter ze c’houez vad diaveziad ebet, na sakrifis-losk, na prof, ha ne refet eno skuliadur ebet. 10 Mes Aaron a raio diskarg var gerniel an aoter ze, eur weach ar bloaz. Gant goad sakrifis ar goulc’her evit ar pec’hed, ober a raio diskarg eno, eur weach ar bloaz, en ho rumachou. Kement se a vezo eun dra santel meurbed ha kensagret d’an Aotrou.

11 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez, en eul lavarout : 12 Pa ri kount bugale Israel, hervez ho niverou, pep hini anezhei a rai eur prof d’an Aotrou, evit prena hen he unan, pa refer an niverez ; ha ne vefont ket skoet a c’houli ebet pa niverfer anezhei. 13 Kement a dremeno dre an niveramant, a roio en hanter sikl, hervez sikl ar santuar, pehini a zo a ugent obolen ; eun hanter sikl a vezo eta prof an Aotrou. 14 Kement a dremeno dre an niveramant, adaleg ugent vloaz ha dreistoc’h, a roio prof an Aotrou. 15 Ar pinvidik na gresko netra, hag ar paour na ziminuo netra euz a eun hanter sikl, en eur rei prof an Aotrou, evit ober ar pardoun evidoc’h. 16 Kemer a ri eta digant bugale Israel arc’hant ar pardoun, hag e lakai anezhan en servich templ an asamble ; hag e vezo evit bugale Israel eun envor dirag an Aotrou, evit ober ar pardoun euz ho tud.

17 An Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voizez, en eul lavarout : 18 Ober a ri ive eul louar arm, gant he fons arm, evit en em walc’hi ; e lakaat a ri entre tabernakl an asamble hag an aoter, hag e lakai dour ennhan. 19 Hag Aaron hag he vibien a walc’ho ennhan ho zreid hag ho daouarn. 20 P’az efont en tabernakl an asamble, en em walc’hfont gant dour, evit na varvfont ket, pe pa dostafont euz an aoter evit ober ar servich, evit mogedi ar sakrifis groet dre an tân d’an Aotrou. 21 Gwalc’hi a rafont eta ho daouarn hag ho zreid, evit na varvfont ket. Kement se a vezo dezhei eun urz peur-baduz, evit Aaron hag evit he lignez en ho rumachou.

22 An Aotrou a gomzaz ive da Voizez, en eul lavarout : 23 Kemer c’houezou mad meurbet, mirr tano, pemp kant sikl ; kinamon c’houez vad, an hanter, da lavaret eo daou c’hant hanter kant ; penduennou c’houez vad, daou c’hant hanter kant ;

76