c’hourezsi anezhan gant gouriz an efod. 6 Hag e lakai an diaren var he benn, hag e lakai kurunen ar santelez var an diaren. 7 Ha kemer a ri eol an eoliadurez ; e skulia a ri var he benn, hag ec’h eoli anezhan.
8 Lakaat a ri he vibien da dostaat, hag e wiski dezhei an duniken. 9 Hag e c’hourizi gant ar c’hourizou Aaron hag he vibien, hag e stagi pintou dezhei, hag ar velegiach a vezo dezhei dre urz peur-baduz. Evel se e lakai Aaron hag he vibien en ho flas. 10 Neuze e lakai ar c’holle iaouank dirag tanten an desteni, hag Aaron hag he vibien a lakao ho daouarn var benn ar c’holle ze. 11 Hag e lazi ar c’holle dirag an Aotrou, euz dor tabernakl an desteni. 12 Neuze e kemeri goad ar c’holle, hag e lakai gant da viz var gerniel an aoter ; hag e skuli an holl oad euz troad an aoter. 13 Kemer a ri ive an holl lard a c’holo ar bouzellou, ar groc’henen a c’holo an avu, an diou loanez hag al lard pehini a zo varnezhei, hag ho lakai da vogedi var an aoter. 14 Mes devi a ri en tân kig ar c’holle, he groc’hen hag he fank, er meaz euz ar c’han ; eur sakrifis eo evid ar pec’hed. 15 Kemer a ri ive unan ar maouted, hag Aaron hag he vibien a lakao ho daouarn var benn ar maout. 16 Ha te a lazo ar maout, hag e kemeri he oad, hag e skuli anezhan var an aoter tro da zro. 17 Goude e troc’hi ar maout a damo, hag e walc’hi he vouzellou hag he ziouc’har, hag ho lakai var an tamou ha var he benn ; 18 hag e vogedi ar maout holl var an aoter ; eur sakrifis-losk eo d’an Aotrou, eur c’houez dudiuz, eur sakrifis groet dre an tân d’an Aotrou. 19 Neuze e kemeri an eilved maout, hag Aaron hag he vibien a lakao ho daouarn var benn ar maout, 20 hag e lazi ar maout, hag e kemeri euz he oad ; hag e lakai outhan var beg skouarn deou Aaron, var beg skouarn deou he vibien, var meud ho dorn deou, ha var meud ho zroad deou, hag e skuli an nemorant euz ar goad var an aoter tro da zro. 21 Hag e kemeri euz ar goad pehini a vezo var an aoter, hag euz eol an eoliadurez, hag e skuli outhei var Aaron ha var he zillad, var he vibien ha var dillad he vibien ganthan. Evel se e vezo kensagret, hen hag he zillad, hag he vibien ha dillad he vibien ganthan. 21 Kemer a ri ive euz a lard ar maout, al lost, al lard pehini a c’holo he vouzellou, ar c’hroc’hen a c’holo an avu, an diou loanez, al lard pehini a zo varnezhei, hag ar c’har deou, rag eur maout eo a lakedigez. 23 Kemer a ri ive eur choanen vara, eur wastel vara gant eol, hag eur biniez, euz a baner ar baraou hep goell, pehini a vezo dirag an Aotrou. 24 Hag e lakai an holl draou ze var baliou daouarn Aaron, ha var baliou daouarn he vibien, hag ho iji en prof dirag an Aotrou. 25 Goude ho c’hemeri euz ho daouarn, hag ho lakai da vogedi var an aoter, var ar sakrifis-losk, en c’houez dudiuz dirag an Aotrou ; eur sakrifis eo groet dre an tân d’an Aotrou. 26 Kemer a ri ive peutrin ar maout a lakedigez, pehini a zo evit Aaron, hag e iji anezhan en prof dirag an Aotrou, hag hennez a vezo da lod. 27 Kensagri a ri eta peutrin ar prof ijet, ha gar ar prof savet, kement a vezo bet ijet ha kement a vezo bet savet euz ar maout a lakedigez, euz ar pez a zo evit Aaron, hag euz ar pez a zo evit he vibien. 28 Ha kement se a vezo evit Aaron hag evit he vibien, dre urz peur-baduz, a beurz bugale Israel ; rag eur prof savet eo. Kement se a vezo eur prof savet, a beurz bugale Israel, en ho sakrifisou a beoc’h ; ho frof savet a vezo d’an Aotrou. 29 Ha dillad sagr Aaron a vezo d’he vugale he c’houde, evit ma vefent eoliet ha lekeat en dillad ze. 30 An hini euz he vibien a vezo beleg en he blas, ha pehini a zeuo da dabernakl an desteni evit ober ar servich el leac’h santel, a vezo gwisket ganthei enpad seiz devez. 31 Goude e kemeri ar maout a lakedigez, hag e lakai birvi he gik en eul lec’h santel. 32 Hag Aaron hag he vibien a zebro, euz dor tabernakl an desteni, kig ar maout, hag ar bara a vezo er baner. 33 Dibri a refont eta an traou ze, dre bere ar pardoun a vezo groet evit ho lakedigez, evit ho c’hensagri ; mes eun diaveziad na zebro ket outhei, rag kensagret int. 34 Mar choum kig a lakedigez ha bara beteg an deiz varlerc’h, e tevi ar pez a choumo en tân. Na zebrfer ket outhei ; eun dra kensagret int. 35 Ober a ri eta evel se evit Aaron hag evit he vibien, hervez ar pez em euz gourc’hemennet d’id ; ho lakaat a ri enpad seiz devez. 36 Sakrifia a ri evit ar pec’hed, bemdez, eur c’holle iaouank, evit an diskarg ; hag e kinnigi evit an aoter eur sakrifis evit ar pec’hed, oc’h ober an diskarg evithan, hag ec’h eoli anezhan evit he gensagri. 37 Enpad seiz devez e ri