en doare kerden, hag e lakai el lagadennou ar chadennou az pezo evel se kordet. 15 Ober a ri ive pektoral ar varnedigez en labour a vroderez ; e ober a ri evel labour an efod ; e ober a ri a aour, a bourpr, a gramoisi hag a lin moan troet. 16 Kare e vezo ha doubl ; he hed hen devezo eur raouen, hag he lec’hed eur raouen. 17 Hag e wernisi anezhan gant eur gwerniseür mein prizuz a beder rengen vein : er renk kenta, eur sardoanen, eun dopazen hag eun emerod ; 18 en eil renk, eun eskarboukl, eur safir hag eur galsedoan ; 19 en drede renk, eun opal, eun agaten hag eun amethist ; 20 hag er bevared renk, eur c’hrisolit, eun oniks hag eur jasp. Ar mean ze a vezo dastumet en aour, en he gwerniseür. 21 Hag ar vein, hervez hanoiou bugale Israel, a vezo en niver a zaouzek, hervez ho hanoiou ; beza e vefont evit an daouzek poblad, pep hini hervez he hano, en graver a gachet. 22 Ober a ri ive, var ar pektoral, chadennoigou, kordet en doare kerden, en aour pur. 23 Neuze e ri var ar pektoral diou rillen aour ; hag e lakaio an diou rillen en daou benn ar pektoral. 24 Hag e lakai an diou gordonen aour en diou rillen, en pennou ar pektoral. 25 Ha te a lakao daou benn an diou gordonen en diou lagaden ; hag e lakai var epoletezenou an efod var an diaraog. 26 Ober a ri ive diou rillen all a aour, hag e lakai var daou benn all ar pektoral, var ar bord pehini a vezo euz koztez an efod, en diabarz. 27 Hag e ri diou rillen all a aour, hag e lakai en diou epoletezen an efod dre an traon, var an diaraog, a gostez d’an lec’h ma en em juntr, dreist gouriz an efod. 28 Hag e stagfer ar pektoral dre he rillennou da rillennou an efod, gant eur gordonen bourpr, evit ma talc’ho var gouriz an efod, ha ma na zistago ket ar pektoral euz an efod. 29 Evel se Aaron a zougo hanoiou bugale Israel, en pektoral ar varnedigez, var he galoun, pa ez ai el lec’h santel, evit servichi dalc’hmad a envor dirag an Aotrou. 30 Hag e lakai var bektoral ar varnedigez an Urim hag an Thummim, hag e vefont var galoun Aaron pa ez ai dirag an Aotrou ; hag Aaron a zougo barnedigez bugale Israel var he galoun, dirag an Aotrou, dalc’hmad.
31 Ober a ri ive roben an efod, holl a bourpr. 32 Hag an digor evit tremen ar penn a vezo er c’hreiz ; beza e vezo eur bordeûr en he zigor tro da zro, a labour guiaden, evel digor eur goztezen arm, evit na frezo ket. 33 Hag e lakai en he vordou grenadenou pourpr, skarlat, ha kramoisi, en he vordou tro da zro ; ha kleier aour kemesket, tro da zro : 34 Eur c’hloc’h aour hag eur grenaden, eur c’hloc’h aour hag eur grenaden, en bord ar roben, tro da zro. 35 Hag, Aaron a vezo gwisket evit ober ar servich ; hag e klevfer ar zoun, pa ez ai el lec’h santel dirag an Aotrou, ha pa ez ai er meaz ; ha ne varvo ket.
36 Ober a ri ive eul laonien aour pur, var behini e vroudi en broudeür kachet : SANTELEZ D’AN AOTROU. 37 He lakaat a ri var eur gordonen bourpr ; hi a vezo an diaren, var diaraog an diaren ; 38 hag e vezo var dal Aaron ; hag Aaron a zougo ar fallentezou ho devezo bugale Israel groet er sakrifisou santel a ginnigfont, en ho holl brofou santel ; hag e vezo var he dal dalc’hmad, evit ho renta dudiuz dirag an Aotrou. 39 Ober a ri ive an duniken en guiaden lin moan, hag e ri eun diaren a lin moan ; mes ober a ri ar gouriz en labour broderez. 40 Ober a ri ive evit mibien Aaron tunikennou, gourizou ha mitrou evit ho gloar hag evit ho ornamant. 41 Hag e wiski Aaron ganthei, da vreur, hag he vibien ganthan ; ho eolia a ri, ho flasa hag ho c’hensagri, evit ma rafont ar velegiach diraz Oun. 42 Gra ive kalesoniou lin, evit golo ho noazder ; pere a zalc’hfont adaleg ho diou-groazel beteg ho diou-vorzed. 43 Hag Aaron hag he vibien a vezo gwisket ganthei pa ez aint en tabernakl an desteni, pe pa dostafont euz an aoter, evit ober servich al lec’h santel, ha ne vefont ket koupabl, ha ne varvfont ket. Eun urz dalc’huz eo evithan hag evit he lignez he c’houde.
29 Ha setu ama ar pez a ri dezhei evit ho c’hensagri, evit ma rafont ar velegiach diraz Oun. Kemer eur c’holle iaouank, ha daou vaout dinam, 2 ha baraou hep goell, ha kachen hep goell groet gant eol, ha biniez hep goell, eoliet a eol ; ho ober a ri a vleud fin gwiniz. 3 Ho lakaat a ri var eur baner, hag ho c’hinnigi er baner ; kinnig a ri ive ar c’holle iaouank hag an daou vaout. 4 Neuze e ri da Aaron tostaat ha d’he vibien euz dor tabernakl an desteni, hag ho gwalc’hi gant dour. 5 Goude e kemeri an dillad, hag e wiski Aaron gant an duniken, gant roben an efod, gant an efod hag ar pektoral, hag e