aour ; ho zachou a vezo en aour ; hag e teuzi dezhei pemp steuden arm.
27 Ober a ri ive an aoter en koat sittim, pemp illinad a hed, ha pemp illinad a lec’hed ; an aoter a vezo kare, hag he huelder a vezo a dri illinad. 2 Hag e ri d’ho fevar c’hoin kerniel pere a zeuo er meaz an aoter hag ho goloi a arm. 3 Ober a ri ho choudourennou evit lemel ho ludu, hag he faliou, hag ho c’haleiou, hag he fourchetezou hag ho ezansouerou ; hag e ri he holl besellou en arm. 4 Ober a ri dezhi eun drill en drillaj arm, hag e ri d’an drillach peder rillen arm, en he fevar c’hoin. 5 Hag e lakai anezhan dindan kornichen an aoter, adaleg traon, hag an drillach a savo bete kreiz an aoter. 6 Ober a ri ive sparlou evit an aoter, sparlou koat sittim, hag ho goloi gant arm. 7 Hag e lekefer ar sparlou er rillenou ; hag ar sparlou a vezo en daou du d’an aoter, pa e dougfer. 8 He ober a ri kleuz, en plenken ; groet e vezo evel ma eo bet diskwezet d’id var ar menez.
9 Ober a ri ive leur ar Choumach. Evit kostez ar c’hreisteiz, entrezek ar c’hreisteiz, e vezo evit al leur gweliou en lin moan troet, euz a gant illinad hed evit eun tu ; 10 hag ugent kolonen hag ho ugent steuden arm : tachou ar c’holonennou hag ho zrinklenou, en arc’hant. 11 Hag er memeuz, evit koste an hanter-noz, e vezo en hed, kant illinad gwel, hag ugent kolonen hag ho ugent steuden arm ; tachou ar c’holonennou hag ho zrinklenou, en arc’hant. 12 Lec’hed al leur, euz kostez ar c’huz-heol, a vezo hanter kant illinad gwel, pere ho devezo dek kolonen hag ho dek steuden. 13 Ha lec’hed al leur, euz ar c’hostez diaraog, var zu ar sav-heol, a vezo hanter kant illinad : 14 en unan ar c’hosteziou e vezo pemzek illinad gwel, gant ho zeir c’holonen hag ho zeir steuden ; 15 hag er c’hostez all, pemzek illinad gwel, ho zeir c’holonen hag ho zeir steuden. 16 Beza e vezo ive, evit dor al leur, eun dapisiri a ugent illinad, en pourpr, skarlat, kramoisi ha lin moan troet, en labour broderez, ho feder c’holonen hag ho feder steuden. 17 An holl golonennou en dro d’al leur a vezo juntret gant trinklennou arc’hant ; ho zachou a vezo arc’hant, hag ho steudenou a vezo arm. 18 Hed al leur a vezo kant illinad ; al lec’hed, hanter kant a bep tu, hag an huelder, pemp illinad ; a lin moan, troet e vezo, hag ar steudennou a vezo a arm. 19 Divarben holl besellou ar Choumach, evit he servich holl, hag he holl beuliou, hag holl beuliou al leur, a vezo a arm.
20 Hag e c’hourc’hemenni da vugale Israel ma tigasfont d’id eol olivez pur friket, evit al lampr, abalamour da zerc’hel al lampr alum dalc’hmad. 21 En tabernakl an desteni, en diaveaz eur ar gwel pehini a zo dirag an Desteni, Aaron gant he vibien hen ficho, evit lugerni dirag an Aotrou, adaleg an noz beteg ar beure. Kement se a vezo evit ho rumachou eun urz kendalc’huz, pehini a vezo miret gant bugale Israel.
28 Laka ive da dostaat ouzit, a douez bugale Israel, Aaron da vreur, gant he vibien, evit ober diraz Oun ar velegiach : Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron. 2 Hag e ri da Aaron, da vreur, guiskamanchou zagr, evit he c’hloar hag evit he ornamant. 3 Hag e komzi d’ar re holl pere a zo skiantek, pere Em euz leuniet euz a eur spered a furnez, hag e refont dillad Aaron evit e gensagri, evit ma raio ar velegiach diraz Oun. 4 Ha setu an dillad a rafont : Ar pektoral, an efod, ar roben, an duniken vrodet, an diaren hag ar c’houriz. Ober a rafont eta dillad santel da Aaron, da vreur, ha d’he vibien, evit ma rafont ar velegiach diraz Oun. 5 Hag e kemerfont aour, pourpr, skarlat, kramoisi ha lin moan.
6 Ober a refont an efod a aour, a bourpr, a skarlat, a gramoisi hag a lin moan troet, en labour broderez. 7 Beza e vezo en he zaou benn diou epoletezen pere en em juntro ; hag evel se eo e vezo juntret. 8 Ar c’houriz evit e staga, pehini en em lakao dreist, a vezo euz ar memeuz labour hag euz ar memeuz pez ; a aour e vezo, a bourpr, a skarlat hag a lin moan troet. 9 Hag e kemeri daou ven oniks, hag e c’hravi varnezhei hanoiou bugale Israel : c’hwec’h euz ho hano var eur mean, 10 hag ar c’hwec’h hano all var an eilved mean, hervez urz ho ginivelezou. 11 Broda a ri var an daou vean, en labour meiner, en brodeür kachet, hanoiou bugale Israel ; ho zroia a ri en kazou aour. 12 Hag e lakai an daou vean var epoletezenou an efod, evel mein a sonj evit bugale Israel ; hag Aaron a zougo ho hanoiou dirag an Aotrou, var he ziouskoaz, en envor.
13 Ober a ri ive lagadennou aour, ha diou chadenik aour pur, 14 pere a gordi