Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/80

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 26.

2 Hed eur gwel a vezo eiz illinad varnugent, ha lec’hed ar memeuz gwel pevar illinad ; an holl gweliou ho devezo eur memeuz muzur. 3 Pemp gwel a vezo staget an eil euz eben, hag ar pemp all a vezo ive staget an eil d’eben. 4 Ober a ri ive lasou pourpr var bord ar c’henta gwel en penn an dastum ; hag e ri er memeuz tra da vord ar gwel diveza, en eilved dastum. 5 Ober a ri hanter kant las d’ar c’henta gwel, hag e ri hanter kant las en bord ar gwel a vezo en eilved dastum. 6 Al lasou a vezo a fas an eil d’egile. Ober a ri hanter kant kloched aour, hag e c’hunani an eil gwel d’egile gant klochedou evit ma ne rai ar Choumach nemet eur pez hepken. 7 Ober a ri ive gweliou bleo garv, evit servichout da dabernakl var ar Choumach. Ober a ri unnek euz ar gweliou ze. 8 Hed eur gwel a vezo tregont illinad, ha lec’hed ar memeuzh gwel pevar illinad ; 9 an unnek gwel ho devezo ar memeuz muzur. Hag e chuntri pemp ar gweliou euz ze a du, hag ar c’hwec’h gwel all a du ; mes addoubla a ri ar c’hwec’hved gwel var diarog an tabernakl. 10 Ober a ri ive hanter kant las var goste ar gwel kenta, an diveza euz an dastum, hag hanter kant las var bord ar gwel euz an eilved dastum. 11 Ober a ri ive hanter kant kloched arm, hag e ri d’ar c’hlochedou mont el lasou, hag e tastumi evel se an tabernakl, evit ma raio eur pez hepken. 12 Mes ar pez a choumo pehini a flojeo euz a weliou an tabernabl, da c’houzout eo an hanter euz ar gwel pehini a vano, a flojeo var diadre ar Choumach. 13 Hag an illinad euz eun tu, hag an illinad euz egile, euz ar pez a vano en hed gweliou an tabernakl, a vezo o flojeal var flankou ar Choumach, euz eun tu hag euz eun tu all, evit e c’holo. 14 Ober a ri ive evit an tabernakl eur golo krec’hen maout lived en ruz, hag eur golo krec’hen a liou hiasint dreist.

15 Hag e ri evit ar Choumach plenken koat sittim, pere a refer derc’hel en ho za. 16 Hed eur planken a vezo dek illinad, ha lec’hed ar memeuz planken eun illinad hanter, 17 Beza e vezo daou zalc’h da bep planken, a gever an eil d’egile ; ober a ri er memeuz doare evit holl blenken ar Choumach. 18 Ober a ri eta ar plenken evit ar Choumach : ugent planken euz tu ar c’hreisteiz, var zu ar c’hreisteiz. 19 Ha dindan an ugent planken e ri daou-ugent steuden arc’hant : diou steuden dindan eur planken, evit he zaou dalc’h, ha diou steuden dindan eur planken all, evit he zaou dalc’h. 20 Hag e ri ugent planken evit tu all ar Choumach, euz kostez an hanter-noz, hag ho daou-ugent steuden arc’hant ; 21 diou steuden dindan eur planken, ha diou steuden dindan eur planken all. 22 Ober a ri c’hwec’h planken evit fons ar Choumach var zu ar c’huz-heol. 23 Ober a ri ive daou blanken evit daou goin ar Choumach, er fons. 24 Doubl e vefont d’an traon, mes er memeuz amzer e vefont leun dre grec’h beteg ar genta rillen ; evel se e vezo evithei ho diou ; beza e vefont evit an daou gorn. 25 Beza e vezo eta eiz planken hag ho c’hwezek steuden arc’hant ; diou steuden dindan eur planken, ha diou steuden dindan eur planken all. 26 Ober a ri ive pemp treujaden a goat sittim, evit plenken eun tu d’ar Choumach ; 27 ha pemp treujaden evit plenken an tu all d’ar Choumach ; ha pemp treujaden all evit plenken tu ar Choumach pehini a roio ar fons, var zu ar c’huz-heol. 28 Ha treujaden ar c’hreiz, pehini a vezo en kreiz ar plenken, az ai euz eur penn d’ar penn all. 29 Golo a ri gant aour ar plenken hag e ri ho rillenou gant aour, evit lakaat an treujadenou ; hag e c’holoi a aour an treujadenou. 30 Ficha a ri eta ar Choumach hervez ar form pehini a zo bet diskwezet d’id var ar menez.

31 Hag e ri eur gwel pourpr, skarlat, kramoisi ha lin moan troet ; ober a refer anezhi en labour brouderez, gant cherubined. 32 Hag e lakai anezhei var beder c’holonen koat sittim goloet gant aour ; ho zachou a zo en aour ; lakeat e vefont var bevar steuden arc’hant. 33 Hag e lakai ar gwel dindan klochedou ar gweliou ; hag eno, en diabarz ar gwel, e lakai da vont arc’h an Desteni ; hag ar gwel a rano deoc’h al leac’h zantel euz al leac’h zantel meurbed. 24 Hag e lakai ar goulc’her var arc’h an Desteni ebarz el leac’h zantel meurbed. 35 Hag e lakai an daol en diaveaz ar gwel, hag ar c’hantoler vis-a-vis d’an daol, euz tu ar Choumach pehini a vezo entrezek ar c’hreisteiz ; hag e lakai an daol euz tu an hanter-noz. 36 Hag evit digor an tabernakl e ri eun dapisiri pourpr, skarlat, kramoisi ha lin moan troet, en labour brodeür. 37 Ober a ri evit an dapisiri ze pemp kolonen koat sittim, pere a c’holoi a

72