Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/79

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 26.

Voizez, o lavarout : 2 Komz da vugale Israel, ha ra gemerfont eur prof evid Oun. Kemer a refet ma frof digant pep den hag hen kinnigo a galoun. 3 Ha setu ama ar prof a gemerfet diganthei : aour, arc'hant hag arm, 4 pourpr, skarlat, kramoisi, 5 lin moan, bleo garo, krec'hen maouted livet en ruz, ha krec'hen a liou hiasint, koat sittim, 6 eol evit al lampr, c'houez vad evit eol an eoliadurez, hag evit an treat a c'houez vad, 7 mein oniks ha mein evit kinkla an efod hag evit ar pectoral. 8 Hag e refont eur santuar d'In, hag choumin en ho zouez ; 9 ober a rofet anezhan henvel mad euz a skouden ar Choumach hag euz henvelidigez an holl besellou, pere ez an da ziskwez d’id.

10 Ober a rafont eta eun arc'h en koat sittim ; he hed a vezo a zaou illinad hanter, he ledander a eun illinad hanter, hag he huelder a eun illinad hanter. 11 Golo a ri anezhi a aour pur ; e golo a ri en diabarz hag en diaveaz, hag e lakai varnezhi eur gurunen aour en dro. 12 Hag e founti peder rillen aour, pere a lakai en he fevar c'horn : diou rillen en eur c’hostez, ha diou rillen er c’hostez all. 13 Ober a ri ive barennou a goat sittim, hag ho goloi a aour. 14 Hag e ri d’ar barennou mond er rillenou en kosteziou an arc'h, evit dougen an arc'h gant ar barennou. 15 Ar barennou a vezo en rillenou an arc'h ; na vefont ket tennet ac’hane. 16 Ha lakaat a ri en arc’h an Desteni A roin d’id. 17 Ober a ri ive eur goulc’her aour pur, a behini an hed a vezo daou illinad hanter, hag al ledander eun illinad hanter. 18 Hag e ri daou cherubin aour ; ho ober a ri gant ar morzol, en daou benn ar goulc’her. 19 Gra eta eur cherubin er penn ma, hag eur cherubin er penn all. Ober o refet ar cherubined o tond kwit euz ar goulc'her en he daou benn. 20 Hag ar cherubined a astenno ho eskel d’an neac’h, o c’holo gant ho eskel ar goulc'her, hag ho fas a vezo vis-a-vis an eil d'egile. Fas ar cherubined a vezo troet entrezek ar goulc’her. 21 Hag e lakai ar goulc’her d’an neac’h var an arc’h, hag e lakai en arc’h an Desteni pehini a roin d’id. 22 Ha Me En Em gavo eno ganez, hag E lavarin d’id, divar gorre ar goulc’her a douez an daou cherubin pere a vezo var arc'h an Desteni, kement holl A c'hourc'hemennin d'id evit bugale Israel.

23 Ober a ri ive eun daol a goat sittim ; he hed a vezo daou illinad, he ledander eun illinad, hag he huelder eun illinad hanter. 24 He golo a ri a aour pur, hag e ri dezhi eur gurunen aour tro da zro. 25 Ober a ri ive, en dro dezhi, eur rebord a bevar biz, hag e ri d’ar rebord ze eur gurunen aour tro da zro. 26 Ober a ri ive dezhi peder rillen aour, hag e lakai ar rillenou er pevar c’horn pere a vezo euz he fevar zroad. 27 Ar rillenou a vezo taost d’ar rebord, abalamour da lakaat barennou ennhei, evit dougen an daol. 28 Ober a ri ar barennou a goat sittim, hag ho goloi a aour, hag e tougfer an daol ganthei. 29 Ober a ri ive he flajou, he zasou, he besellou hag he c’haleiou, gant pere e vezo groet ar skuliadegou ; ho ober a ri a aour pur. 30 Hag e lakai var an daol bara a ginnig pere a vezo dalc’hmad diraz Oun Me.

31 Ober a ri ive eur c’hantoler aour â pur. Ar c’hantoler, he droad hag he c’har a vezo groet gant ar morzol ; he galisou, he avalou hag he fleur a vezo lamet outhan. 32 Dont a rai er meaz c’hwec’h brank euz he gosteziou : tri brank euz ar c’hantoler euz eun tu, ha tri brank euz ar c’hantoler euz eun tu all. 33 Beza e vezo tri c’halei en doare almandez, euz eur brank, gant aval ha fleur ; ha tri c’halei en doare almandez d’ar brank all, gant aval ha fleur. Beza e vezo er memeuz doare evit ar c’hwec’h brank pere a zeu er meaz euz ar c’hantoler. 34 Beza e vezo er c’hantoler memeuz pevar c’halei en doare almandez, hag he avalou hag he fleur : 35 eun aval dindan an daou vrank a zeu kwit, eun aval all dindan an daou vrank all, ha c’hoaz eun aval dindan an daou vrank all pere a zeu kwit, evit ar c’hwec’h brank pere a zeu euz ar c’hantoler. 36 He avalou hag he brankou a vezo lamet ; beza e vezo holl a eur pez hepken groet gant morzol, en aour pur. 37 Ober a ri ive he seiz lampr ; hag ec’h elumfer he lampou, en eun doare ma sklerfont dirag ar c’hantoler. 38 Hag he c’hevellou hag he zoug-gevellou a vezo en aour pur. 39 Ober a refer ar c’hantoler ze, gant he holl besellou, euz a eun talant aour pur. 40 Sel eta, ha gra anezhei hervez ho skeuden pehini a zo bet diskwezet d’id var ar menez.


26 Ober a ri ar Choumach a zeg gwel lien moan troet, pourpr, skarlat ha kramoisi, gant cherubined pere a ri en labour a vrouderez.

71