Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/78

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 24, 25.

pennet. 25 Laka evez ouzit dirazhan, ha selaou he vouez, na vez ket dizent outhan ; rag ne bardouno ket ho pec’hed, abalamour ema va hano ennhan. 22 Mes mar selaouez gant evez he vouez, ha mar rez kement A lavarin, Me a vezo enebour da enebourien hag adversour da adversourien ; 23 rag va êl a valeo dirazout, hag a lakao ac’hanout en bro an Amoreaned, an Hethianed, ar Ferezianed, ar Gananeaned, an Hevianed, hag ar Jebuzianed, hag E lazin anezhei. 24 Na zaoulini ket dirag ho doueou, ha na servichi ket anezhei, ha na heuli ket ho labouriou ; mes ho distruja a ri holl, hag e friki holl ho foltrejou. 25 Servichi a refet an Aotrou ho Toue, hag E vennigo da vara ha da zoureier, hag E lamin ar c’hlenved euz da greiz. 26 Ne vezo ket en da vro malezed da ziforc’ha, pe a vefe dibrodu. Leunia A rin an niver euz da zeiou. 27 Me a gaso va spouron dirazout, hag E lakain en dihent pep pobl en ti pehini en em gavi, hag E lakain da holl enebourien da drei ho c’hein araog d’id. 28 Ha Me a gaso gwesped dirazout, hag e kasfont kwit an Hevianed, ar Gananeaned hag an Hethianed a zirag da fas. 29 N’ho c’hasin ket kwit dirazout en eur bloaz, gant aoun na zeufe ar vro hep den, ha ma teufe loened ar parkeier d’en em greski enep d’id ; 30 Me ho c’haso, neubeud ha neubeud, araog d’id, bete ma kreski en niver ha ma en em lakai en dalc’h euz ar vro. 31 Hag E lakain da harzou adaleg ar mor Ru bete mor ar Filistined, hag adaleg an desert beteg ar rivier ; rag lakaat A rin entre ho taouarn tud ar vro, hag ho c’hasin kwit a zirazout. 32 Na ri ket a gonvenans ganthei, na gant ho doueou. 33 Na choumfont ket en da vro, gant aoun na rafent d’id pec’hi a enep d’In ; rag servichi a rafez ho doueou, ha kement se a vefe eur pech d’id.


24 HA Doue a lavaraz da Voizez : Pin entrezek an Aotrou, te hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent euz a re ansien Israel, hag e taoulinfet a bell. 2 Ha Moizez a dostao he unan euz an Aotrou ; mes int na dostafont ket, hag ar bobl na binio ket ganthan. 3 Neuze Moizez a zeuaz, hag a lavaraz d’ar bobl holl gomzou an Aotrou hag he holl lezennou. Hag an holl bobl a respountaz a eur vouez hepken, hag a lavaraz : Ni a raio kement tra Hen deuz an Aotrou lavaret. 4 Ha Moizez a skrivaz holl gomzou Doue, hag e savaz beure mad, hag e vasounaz eun aoter en traon ar menez, hag e tresaz daouzek peul evit daouzek poblad Israel. 5 Hag e kasaz an dud iaouank euz a vugale Israel, pere a ginnigaz sakrifisou-losk hag a sakrifiaz sakrifisou a beoc’h d’an Aotrou, da c’houzout eo kolleou iaouank. 6 Ha Moizez a gemeraz an hanter euz ar goad, hag e lekeaz en basinou, hag e skuliaz an hanter all var an aoter. 7 Neuze e kemeraz levr ar gonvenans, hag e lennaz anezhan d’ar bobl pehini hen selaoue ha pehini a lavare : Ni a raio kement Hen deuz an Aotrou lavaret, hag e sentfomp. 8 Moizez a gemeraz eta ar goad, hag e skuliaz var ar bobl, hag e lavaraz : Setu goad ar gonvenans Hen deuz an Aotrou groet ganeoc’h hervez he holl gomzou. 9 Ha Moizez hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek a tri-ugent a re ansien Israel a biniaz, hag e weljont Doue Israel ; 10 ha dindan he dreid e oa evel eul labour safir skeuduz, henvel euz an envou memeuz en eklat. 11 Ha n’E astennaz ket he zorn var ar re a oa bet choaset a douez bugale Israel ; mes gwelet a rejont Doue, hag e tebrjont hag e c’hevjont.

12 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Pin d’am c’haout var ar menez, ha choum eno, ha Me a roio d’id taolennou mein, hag al lezen hag ar gourc’hemennou Em euz skrivet evit ho c’helen. 13 Neuze Moizez a savaz gant Josue, pehini hen serviche ; ha Moizez a biniaz var menez Doue. 14 Hag e lavaraz d’ar re ansien : Gortozit ac’hanomp aman bete ma tistrofomp d’ho kaout. Ha setu, Aaron hag Hur a zo ganeoc’h ; piou benag hen devezo eun affer benag ma ez ai d’ho c’haout. 15 Moizez a biniaz var ar menez, hag ar goabren a c’holoaz ar menez. 16 Ha gloar an Aotrou a choumaz var menez Sinai, hag ar goabren hen goloaz enpad c’hwec’h devez, ha d’ar seizved devez E c’halvaz Moizez a greiz ar goabren. 17 Ha stum gloar an Aotrou a oa evel eun tân devuz, var lein ar menez, dirag daoulagad bugale Israel. 18 Ha Moizez a ieaz en kreiz ar goabren hag a biniaz var ar menez ; ha Moizez a oe var ar menez daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez.


25 Hag an Aotrou a gomzaz da

70