Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/77

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 23.

digant he nesa, ha mar en em dor eun ezel benag, pe ma varv, he vestr hep beza ganthan, e raio an digoll anezhan. 15 Mar be he vestr ganthan n’hen digollo ket a ze ; mar d’eo bet gopraet, eo deuet evit he gobr.

16 Mar gwall unan benag eur werc’hez ha na vezo ket prometet, ha ma kousk ganthi, e renko pea he dot hag e c’hemer evit ho vreg. 17 Ma na c’houlen ket agren tad ar plae’h iaouank e rei dezhan, e paeo dezhi an arc’hant a roer evit dot ar gwerc’hezed.

18 Na lezi ket he buez gant ar sorserez.

19 Piou benag a gousko gant eul loen, a vezo lekeat d’ar maro.

20 An hini a sakrifio da zoueou all nemert d’an Aotrou hepken, a vezo lazet.

21 Na waldreitouri ket an diaveziad, ha n’hen mac’hi ket ; rag c’hwi a zo bet ive diavezidi en bro an Ejipt. 2 Na c’hlac’harfet intanvez na minor ebet. 3 Mar glac’harez anezhei, ha mar kriont d’In Me, a-dra-zur Me a glevo ho c’hriaden ; 24 ha ma fulor en em dâno, hag ho lazin dre ar c’hleze, hag ho kragez a vezo intanvezed, hag ho pugale minored.

25 Mar prestez arc’hant d’am fobl d’ar gwal euruz pehini a zo ganez, na ra ket ganthan evel eun iziliour ; na laki ket a vad varnezhan. 26 Mar kemerez en gwestl dillad da amezek, e roi anezhan dezhan araog ma vezo kuzet an heol ; 27 rag e c’holo hepken eo, he zillad eo evit golo he groc’hen. En petra e kousko ? Ha mar eru da grial d’In, Me a glevo anezhan, rag trugarezuz Oun.

28 Na zrouk komzi ket euz Doue, ha na villigi ket prins da bobl. 29 Na zalei ket da bea ar gwiriou euz ar pez a leun da zolier nag euz ar pez a red euz da bresouar. Rei a ri d’In ar c’henta-ganet euz da vibien. 30 Ober a ri er memeuz tra euz da ijen, euz da zenved ; ho c’henta-ganet a vezo seiz devez gant he vam, d’an eizved devez o roi anezhan d’In. 31 C’hwi a vezo tud santel d’In, ha na zebrfet ket a gik diframet er parkeier gant al loened gwez, e deurel a refet d’ar chas.


23 Na hadi ket a vrud faoz ; na bresti ket da zorn d’an den fall evit beza test faoz. 2 Na heuli ket ar vanden evit ober fall ; ha pa destenii en eur prosez, n’en em distroi ket evit c’heul an niver brasa ha gwasaat an eeünder. 3 Ne favorizi ket ar paour en he brosez.

4 Mar kevez ijen da enebour, pe he azen, kollet, ne vanki ket d’hen digas dezhan. 5 Mar gwelez azen an nep a gasa ac’hanout bec’hiet dindan he zam, e tiwalli d’hen dilezel ; tleout a ri hen divec’hia ganthan.

6 Na faosai ket en he brosez gwir ar paour, pehini a zo en da greiz. 7 Pellaat a ri euz pep komz faoz ; ha ne lakai ket da vervel an den didamall hag an den eeün, rag Me na reizin ket an den fall. 8 Na gemeri prof digant den, rag ar prof a zall ar re muan sklerijennet hag a goll gwiriou ar re wirion. 9 Na vac’hi ket an diaveziad ; anaout a ret oc’h unan petra a zant an diaveziad, rag bet oc’h diavezidi en bro an Ejipt.

10 Enpad c’hwec’h vloaz ec’h hadi an douar, hag e tastumi ar frouez anezhan ; 11 mes ar zeizved, e lakai anezhan en koz hag e lezi anezhan da ziskwiza ; ha peorien da bobl a zebro ar frouez anezhan, ha loened ar parkeier a zebro ar pez a vano. Ober a ri ar memeuz tra d’az gwinien ha d’az olivezenou. 12 Enpad c’hwec’h devez e ri da labour, mes ar seizved devez e tiskwizi, abalamour d’az ijen ha d’az azen da ziskwiza, ha ma kemero mab da vatez hag an diaveziad nerz. 13 Lakaat a refet evez da gement em euz lavaret deoc’h. Na c’helvfet ket hanoiou doueou diaveziad ; ha ne vezo ket ze klevet euz da c’henou.

14 Teir gweach ar bloaz e ri eur gwel d’In. 15 Miret a ri gwel ar baraou hep goell (dibri a ri bara hep goell enpad seiz devez, evel ma Em euz gourc’hemennet d’id, en amzer mis an tamoez, rag er mis se out eat kwit euz an Ejipt ; ha na zeufer ket en goullo dirag ma fas) ; 16 ha gwel an eost, frouez kenta euz da labour, euz ar pez ez pezo hadet he parkeier ; ha gwel an dastum, da fin ar bloaz, pa pezo dastumet euz da barkeier frouez da labour. 17 Teir gweach ar bloaz da holl wersed en em ziskwezo dirag an Aotrou Doue.

18 Na ginnigi ket gant bara gôet goad ma sakrifis ; ha lard va gwel na dremeno ket an noz beteg ar beure. 19 Digas a ri kenta frouez an douar en ti an Aotrou da Zoue. Na lakai ket ar c’havrik da boazet en leaz he mam.

20 Setu, E kasan eun êl dirazout, evit da ziwall en hent, hag evit da lakaat el leac’h pehini Em euz kem-

69