dezhan en em lakaat en he wele ; 19 mar sav, ha ma vale er meaz, harpet gant he vaz, an hini hen devezo skoet ganthan a vezo didamall ; koulskoude e paeo he choumaj, hag e rai e iac’haat holl.
20 Pa skoio eun den he vevel, pe he vatez, gant ar vaz, ha ma varvont dindan he zorn, na dremeno ket hep beza kastiet. 21 Mes mar bevont eun deiz pe daou goude, na vezo ket kastiet, rag he arc’hant eo.
22 Mar en em bil tud, ha ma skoont eur vreg dougerez, ha ma williout a ze, hep m’en em gavfe gwalheur ebed, an hini hen devezo e skoet a vezo barnet da baea an digoll a rai pried ar vreg lakaat varnezhan ; hag e roi kement se dirag ar barnerien. 23 Mes mar eru gwalheur, e roi buez evit buez, 24 lagad evit lagad, dant evit dant, dorn evit dorn, troad evit troad, 25 poazadur evit poazadur, gouli evit gouli, blonsaden evit blonsaden.
26 Ha mar sko nep lagad he vevel pe lagad he vatez, ha mar koll anezhan, ho lezo da vont kwit libr evit ho lagad. 27 Mar laka da gweza eun dant d’he vevel pe d’he vatez, ho lezo da vont kwit libr evit ho dant.
28 Mar bout eun ijen gant he gorn eun den pe eur vreg, pehini a varvfe a ze, an ijen a vezo meinet, ha ne vezo ket debret he gik, ha perc’hen an ijen a vezo didamall. 29 Mes ma hen doa diagent an ijen ar c’his da vrocha gant he zorn, ha ma oa bet he berc’hen kelenet a ze, ha ma n’hen deuz ket e vesaet, ha mar laz eun den pe eur vreg, an ijen a vezo meinet, hag he berc’hen a vezo ive lakeat d’ar maro. 30 Ma ve lekeat eur priz dezhan evit en em brena, e roio en daspren evit he vuez kement a vezo goulennet outhan. 31 Mar broch an ijen gant he gorn eur paotr pe eur plac’h, e vezo barnet hervez ar memeuz lezen ze. 32 Mar broch an ijen gant he gorn eun esklav, gwaz, pe greg, perc’hen an ijen a roio tregont sikl arc’hant d’he vestr, hag an ijen a vezo meinet.
33 Mar kleuz unan benag eun toul pe mar digor unan benag eun toul, ha ma na c’holo ket anezhan, ha ma kwez ennhan eun ijen pe eun azen, mestr an toul a baeo ze ; 34 rei a rai arc’hant d’ho ferc’hen ; mes ar pez a zo maro a vezo dezhan.
35 Ha mar glaz ijen unan benag ijen he nesa, ha mar marv a ze, e wersfont an ijen beo hag e lodenfont an arc’hant entrezei, hag e lodenfont ive an hini maro. 36 Mar d’eo anavezet penaoz diagent an ijen hen doa ar c’his da vrocha gant he gorn, ha ma n’en defe ket he vestr hen diwallet, e tleo rei ijen evit ijen ; mes an ijen maro a vezo dezhan.
22 Ma laer eun den eun ijen, pe eun oan, ha mar laz pe ma werz anezhan, e rento pemp ijen evit an ijen, ha pevar oan evit an oan. 2 Mar be kavet al laer o tispen, ha ma eo skoet d’ar maro, an hini hen devezo e skoet na vezo ket koupabl a lazerez. 3 Mes mar boa an heol savet varnezhan, e vezo koupabl a lazerez. Al laer a genrento eta ; ma n’hen deuz ket a beadra, e vezo gwerzet evit he laeronsi. 4 Mar be kavet beo en he zaouarn ar pez a zo bet laeret, pe ijen, pe azen, pe oan, e roio daou c’hement.
5 Mar gra unan benag koll en eur park, pe en eur winien, ha leuskel he loened, da beuri en parkeier ar re all, e roio ar gwella tra euz he bark hag ar gwella euz he winien.
6 Mar be lakeat an tân en drein, ha ma teu ed en foesken, pe an eost, pe ar park, da veza kuzumet, an hini hen devezo lakeat an tân a roio kement holl evel ma vezo bet dêvet.
7 Mar ro eun den d’he nesa arc’hant pe draou da ziwall, ha ma vent laeret euz he di ; mar be al laer disoloet, e roio daou c’hement. 8 Ma ne ve ket kavet al laer, perc’hen an ti a vezo digaset dirag Doue, evit toui hag hen n’hen deuz ket lakeat he zorn var mad he nesa. 9 En pep tra ma ez zo bet laeronsi, evit eun ijen, evit eun azen, evit eun oan, evit dillad, evit pep tra kollet a behini e lavarfer : hennez eo, abek an daou du a zeuo dirag Doue ; an hini a vezo barnet gant Doue, a roio daou c’hement d’he nesa.
10 Mar ro unan benag da ziwall d’he nesa eun azen pe eun ijen, pe eun oan, pe eul loen benag e ve, ha mar marv, pe ma en em dor eun ezel benag, pe e vefe kaset kwit hep ma hen defe den e welet, 11 le an Aotrou a zeuo entre an daou, evit anaout hag hen n’hen deuz ket lakeat he zorn var mad he nesa ; perc’hen al loen a gemero al le, hag egile n’hen rento ket. 12 Mes mar d’eo bet laeret dezhan, e rento anezhan d’he berc’hen. 13 Mar d’eo bet diframet gant loened gwez, e tigaso anezhan evel preuven ; ne rento ket ar pez a zo bet diframet.
14 Mar emprest unan benag eul loen