Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/75

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 21.

da Zoue en vên ; rag an Aotrou na zalc’ho ket evel direbech an hini en devezo kemeret he hano en vên.

8 Az pez sonj euz a zevez ar sabbat evit he zantelaet ; 9 labourat a ri c’hwec’h devez, hag e ri da holl labour ; 10 mes ar seizvet devez eo diskwiz an Aotrou da Zoue ; na ri labour ebet en deiz se, na te, na da vab, na da verc’h, na da zervicher, na da zervicherez, na da chatal, na da ziaveziad pehini a zo ebarz da zorojou ; 11 rag an Aotrou Hen deuz groet en c’hwec’h devez an envou hag an douar, ar mor ha kement a zo ennhei, hag eo En Em diskwizet ar seizved devez ; dre ze eo Hen deuz an Aotrou benniget devez ar sabbat hag Hen deuz e santelaet.

12 Enor da dad ha da vam, abalamour d’az teiziou da veza ireet var an douar a ro an Aotrou da Zoue d’id.

13 Na lazi ket.

14 Na ri ket a avoultriez. 15 Na laeri ket.

16 Na liviri ket a desteni faoz a enep da nesa.

17 Na c’hoantai ket ti da nesa ; na c’hoantai ket greg da nesa, nag he vevel, nag he vatez, nag he ijen. nag he azen, na tra ebet pehini a vefe d’az nesa.

18 HAG, an holl bobl a gleve ar c’hurunou ha soun an drompil, hag a wele al luc’hed hag ar menez mogeduz. Ar bobl eta, o welet kement se, a grene hag en em dalc’he pell.19 Hag e leverjont da Voizez : Komz ouzimp te da unan, ha ni a zelaouo ; mes ra na gomzo ket Doue ganeomp, gant aoun e varvfemp. 20 Ha Moizez a lavaraz d’ar bobl : N’ho pezit ket a aoun, rag Doue a zo deuet evit oc’h amprouvi, hag evit ma vezo he zoujans dirazoc’h, en hevelep doare ma na bec’hfac’h ken. 21 Ar bobl eta en em dalc’he pell ; ha Moizez a dostaaz euz an devalijen en pehini e oa Doue.

22 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Evelhen a lavari da vugale Israel : Gwelet oc’h euz Em euz komzet deoc’h euz an envou. 23 Na refet ket, em c’hichen, doueou arc’hant, ha ne refet ket deoc’h doueou aour. 24 Ober a ri d’In eun aoter douar, var behini e sakrifii da sakrifisou-losket ha da sakrifisou a beoc’h, da zenved ha da ijened. En pep leac’h Ma rin meuli va hano, Me a zeuo d’az kaout hag A vennigo ac’hanout. 25 Mar rez d’In eun aoter vein, n’ho implii ket troc’het ; rag mar savfez da houarn varnezhei, ho labefez. 26 Ha na binii ket d’am aoter dre bazennou, evit ma ne vezo ket gwelet da noazded.


21 Ar re ma eo al lezennou a ginnigi dezhei ;

2 Mar prenez eun esklav hebrean, e servicho ac’hanout c’hwec’h vloaz, mes ar seizvet ez ai kwit libr, hep rei netra. 3 Mar d’eo deuet he unan, ez ai kwit he unan ; mar hen doa eur vreg, he vreg az ai kwit ganthan. 4 Mar ro he vestr eur vreg dezhan, ha mar ro hi mibien ha merc’hed dezhan, ar vreg hag ar vugale a vezo d’ar mestr, hag hen az ai kwit he unan. 5 Mar lavar an esklav : Karout a ran va mestr, va greg ha va bugale ; na fell ket d’in mont kwit evit beza libr ; neuze e tigaso he vestr anezhan dirag Doue hag hen lakao da dostaat euz an nor, pe euz ar pilier, hag he vestr a doullo he skouarn dezhan gant eur menaoued, hag e servicho anezhan da viken.

7 Mar gwerz unan benag he verc’h evit beza esklavez, n’az ai ket kwit evel ma ez a ar mitizien. 8 Mar displij d’ar mestr, pehini hen doa he c’hemeret evithan, e raio e frena ; n’hen devezo ket ar galloud d’he gwerza da eur bobl diaveziad, goude beza e zroumplet. 9 Mes mar e laka evit beza d’he vab, e raio evithi hervez droet ar merc’hed. 10 Mar kemer unan all, ne lamo netra digant ar genta euz ar boued, euz an dillad, nag euz ar c’henchoumidigez. 11 Ha ma na ra ket dezhi an tri zra ze, ez ai kwit evit netra, hep arc’hant.

12 An nep a skoi eun den d’ar maro a vezo kastiet a varo. 13 Mar n’hen deuz ket stiniet pechou dezhan, mes Hen deuz Doue e lakeat dindan he zorn, Me a lakaio d’id eul leac’h en pehini hello tec’hel. 14 Mes mar d’eo unan benag en em savet a enep he nesa, evit e laza dre ruz, e kemeri anezhan memeuz a gichen va aoter, evit ma vezo lekeat d’ar maro.

15 An neb a skoio he dad pe he vam, a vezo lekeat d’ar maro.

16 An neb a laer eun den hag e werz, hag an neb en daouarn pehini eo kavet, a vezo lekeat d’ar maro.

17 An neb a villig he dad pe he vam, a vezo lekeat d’ar maro.

18 Pa en em enebo tud, ha ma skoio unan egile gant eur mean, pe gant ar poniez, en hevelep doare ma ne varvo ket, mes ma vefe red

67