Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/74

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 20.

bugale Israel eat kwit euz a vro an Ejipt, e teujont, en deiz se, da zezert Sinai. 2 O veza eat kwit euz a Refidim, e teujont da zezert Sinai, hag e kampjont en dezert ; hag Israel a gampaz eno, dirag ar menez. 3 Ha Moizez a biniaz da gaout Doue, hag an Aotrou e c’halvaz euz ar menez, o lavarout : Komz a ri evelhen da di Jakob, hag e tiskleri kement ma da vugale Israel : 4 Gwelet hoc’h euz petra Em euz groet d’an Ejiptsianed, ha penaoz Em euz ho touget var askelou egled, ha ma Em euz ho lakeat da zont d’am c’haout. 5 Brema eta, mar sentet euz va c’homz ha ma viret va c’honvenans, c’hwi a vezo ive, a douez an holl boblou, ma c’haera tenzor, rag an holl douar a zo d’In Me. 6 Ha c’hwi a vezo d’In eur rouantelez a sakrifikatored, hag eur bobl zantel. Setu aze ar giriou a lavari da vugale Israel.

7 Ha Moizez a zeuaz hag a c’halvaz re ansien ar bobl, hag e lekeaz dirazhei an holl gomzou Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan. 8 Hag an holl bobl a unan a respountaz hag a lavaraz : Ni a raio kement Hen deuz an Aotrou lavaret. Ha Moizez a lavaraz d’an Aotrou komzou ar bobl. 9 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Setu aze, Me a ia da zont d’az kaout en teoder ar goabren, evit ma klevo ar bobl pa gomzin ouzit, ha ma kredfont ac’hanout ive atao. Ha Moizez a ziskle riaz komzou ar bobl d’an Aotrou.

10 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kea da gaout ar bobl, santela anezhei hirie ha varc’hoaz, ha ra walc’hfont ho dillad. 11 Ha ra vefont prest evit an drede deiz ; rag, an drede deiz, an Aotrou a ziskenno, gweliabl d’an holl bobl, var menez Sinai. 12 Ha, te a lakaio harzou d’ar bobl en dro holl, o lavarout : Diwallit da biniat var ar menez, ha da stoka he gostez. Piou benag a stoko ar menez, a vezo kastiet a varo. 13 Na vezo ket lakeat an daouarn varnezhan, mes meinet e vezo pe toullet gant flechou ; loen pe den, ne vevo ket. Pa zouno ar c’horn, e pinfont var ar menez. 14 Ha Moizez a ziskennaz euz ar menez da gaout ar bobl ; santelaet a reaz ar bobl, hag e walc’hjont ho dillad. 15 Hag e lavaraz d’ar bobl : Bezit prest aben tri deiz ; na dostait ket euz gragez.

16 Hag an drede deiz, euz ar beure, e oe kurunou, luc’hed, hag eur goabren deo var ar menez, ha soun eun drompil gwall-gre ; hag an holl bobl a oa er c’han a grenaz. 17 Neuze Moizez a reaz d’ar bobl mont kwit euz ar c’han, dirag Doue ; hag e choumjont en ho za euz troad ar menez. 18 Ha, menez Sinai a oa holl en moged, abalamour an Aotrou a oa diskennet varnezhan en tân ; hag he vogeden a binie evel mogeden eur forniez, hag ar menez holl a grene kre. 19 Ha soun an drompil a iea en eur greski a vui en mui ; Moizez a gomze, ha Doue a respounte dezhan dre eur vouez. 20 An Aotrou a ziskennaz eta var menez Sinai, var greac’h ar menez ; hag an Aotrou a c’halvaz Moizez var greac’h ar menez, ha Moizez a biniaz eno.

21 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Disken, ped stard ar bobl na zeuo ket a dol entrezek an Aotrou, evit gwelet ; gant aoun na vefe kollet eul lod bras anezhei. 22 Hag ar sakrifikatored zoken pere a dostaa euz an Aotrou, ra en em zantelafont, gant aoun na skofe an Aotrou anezhei. 23 Ha Moizez a lavaraz d’an Aotrou : Ar bobl ne hell ket piniat var zu menez Sinai, rag gourc’hemennet ec’h euz deomp, o lavarout : Laka harzou en dro d’ar menez, ha zantela anezhan. 24 Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Kea, disken ; goude e pinii, te hag Aaron ganez ; mes ar sakrifikatored hag ar bobl na binfont ket var zu an Aotrou, gant aoun na skofe anezhei. 25 Moizez eta a ziskennaz da gaout ar bobl, hag a lavaraz kement se dezhan.


20 Neuze Doue a lavaraz an holl gomzou ma, o lavarout :

2 Me eo an Aotrou da Zoue, Pehini Em euz da dennet euz a vro an Ejipt, euz a di an esklavach.

3 N’az pezo ket a zoueou all diraz Oun.

4 Na ri ket d’id imach kizellet ebet, na skeuden ebet euz an traou pere a zo d’an neac’h aze en envou, nag ama d’an traon var an douar, nag en doureier dindan an douar ; 5 n’en em stoui ket dirazhei, ha na servichi ket anezhei ; rag Me eo an Aotrou da Zoue, eun Doue oazuz, Pehini a gastiz fallentez an tadou var ar vugale, beteg an deirvet hag ar bedervet lignez euz ar re a gasa Ac’hanoun, 6 ha Pehini a ra trugarez en mil lignez d’ar re a gar Ac’hanoun ha pere a vir ma gourc’hemennou.

7 Na gemeri ket hano an Aotrou

66