Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/73

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 18, 19.

a zisreaz Amalek hag he bobl dre laonien ar c’hleze.

14 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Skriv kement ma evit envor el levr, ha ro da anaout da Josue penaoz E lamin holl envor Amalek euz dindan an envou. 15 Ha Moizez a savaz eun aoter, hag e galvaz : ? Jehovah-Nissi. 16 Hag e lavaraz : Abalamour ma hen deuz savet he zorn var drôn an Aotrou, an Aotrou Hen deuz brezel gant Amalek a oad en oad.


18 HA, Jethro, sakrifier da Vadian, tad-kaer Moizez, a anavezaz kement Hen doa Doue groet da Voizez ha da Israel, he bobl, ha penaoz Hen do an Aotrou tennet Israel euz an Ejipt. 2 Ha Jethro, tad-kaer Moizez, a gemeraz Sefora, greg Moizez, goude he c’has kwit, hag he daou vab, 3 a behini unan a oa hanvet Guershom, rag, a lavare hen, choumet em euz en eur vro diaveaz ; 4 hag egile Eliezer, rag Doue ma zad, emezhan, Hen deuz va sikouret, ha va delivret a gleze Faraon. 5 Jethro, tad-kaer Moizez, a zeuaz eta da gaout Moizez, gant he vugale hag he vreg, en dezert el leac’h ma oa kampet, tost da venez Doue. 6 Hag e reaz lavaret da Voizez : Me, Jethro da dad-kaer, a zeu d’az kaout, gant da vreg ha da zaou vab ganthi.

7 Ha Moizez a ieaz araog d’he dad-kaer ; hag en em stouaz, hag e pokaz dezhan ; hag e c’houlenjont an eil divarben mad-ober egile ; neuze ez ejont en danten. 8 Ha Moizez a ziskleriaz d’he dad-kaer kement Hen doa an Aotrou groet da Faraon ha d’an Ejiptsianed en faver Israel, an holl boan a oa deuet varnezhei enn hent, ha penaoz Hen doa an Aotrou ho delivret. 9 Ha Jethro en em laoueneaz euz an holl vad Hen doa an Aotrou groet da Israel, euz ma Hen doa he zolivret a zaouarn an Ejiptsianed. 10 Ha Jethro a lavaraz : Benniget ra vezo an Aotrou Pehini Hen deuz ho telivret euz a zorn an Ejiptsianed hag euz a zorn Faraon ; Pehini Hen deuz delivret ar bobl euz a c’halloud an Ejiptsianed ! 11 Brema ec’h anavezan eo an Aotrou brasoc’h evit an holl doueou ; rag pa ez int bet en em zavet gant ourgouil, Hen deuz trec’het varnezhei. 12 Ha Jethro, tad kaer Moizez, a gemeraz eur vakrifis-losk ha sakrifisou evit ho c’hinnik da Zoue ; hag Aaron hag holl re ansien Israel a zeuaz da zibri ar bara gant tad-kaer Moizez, dirag Doue.

13 Eruout a reaz, an deiz varlerc’h, ma azezaz Moizez evit barn ar bobl, hag ar bobl en em dalc’haz dirag Moizez adaleg ar beure beteg an noz. 14 Ha tad-kaer Moizez, o welet kement a rea evit ar bobl, a lavaraz dezhan : Petra a rez-te en kenver ar bobl ze ? Perag ec’h azezez-te da unan, ha ma en em dalc’h an holl bobl dirazout, adaleg ar beure beteg an noz ? 15 Ha Moizez a respountaz d’he dad-kaer : Ar bobl eo a zeu d’am c’haout evit kuzuliou Doue. 16 Pa ho deve eun dra benag, e teuont d’am c’haout ; me a varn entre an eil hag egile, hag e roan da anaout urzou Doue hag he lezennou. 17 Mes tad-kaer Moizez a lavaraz dezhan : Ar pez a rez n’eo ket mad. 18 A-dra-zur, kweza a ri, hag ar bobl ma ganez. ; rag kement se a zo re boezuz evidout, ne hellez ket hen ober te da unan. 19 Brema selaou va mouez ; me a alio ac’hanout, ha ra vezo Doue ganez ! Bez evit ar bobl dirag Doue ; ha diskleri an traou da Zoue. 20 Kelen anezhei en urzou hag el lezennou, ha ro da anaout dezhei an hent en pehini e tleont bale, hag ar pez a dleont ober. 21 Ha dibab euz a douez ar bobl holl tud kapabl, o kaout doujans Doue, tud leal, o kasaat ar gounid dishonest, ha laka anezhei varnezhei evel renerien milierou, renerien kantchou, renerien hanter-kantchou, ha renerien dekiou ; 22 ha ra varnfont ar bobl en pep amzer ; mar be afferou bras, ra ho disklerifont d’id ; mes ra varnfont ho unan an holl draou bihan. Skanva da veac’h, ha ra hen dougfont ganez. 23 Mar rez kement se, ha mar gourc’hemen Doue ze d’id, e c’helli choum, hag ar bobl ma en em gavo euruzamant en he leac’h.

24 Ha Moizez a zentaz euz he dad-kaer, hag a reaz kement hen doa lavaret. 25 Moizez a zibabaz eta euz a holl Israel tud kapabl, hag ho lekeaz renerien var ar bobl, renerien a vilierou, renerien a gantchou, renerien a hanter-kantchou, ha renerien a zekiou, 26 pere a dlee barna ar bobl en pep amzer ; tleout a reent diskleria da Voizez an holl draou diez, ha barn ho unan an holl draou bihan. 27 Neuze Moizez a lezaz he dad-kaer da vont kwit, an hini pehini en em distroaz d’he vro.


19 D’AN drede mis, goude ma oe

65