ha pa vije tom an heol, hennez a founte.
22 Hag ar c’hwec’hved devez, e tastumjont bara en doubl, diou homer evit pep hini. Hag holl renerien an asamble a zeuaz d’e lavaret da Voizez. 23 Hag hen a respountaz dezhei : Kement se eo Hen deuz an Aotrou lavaret : Varc’hoaz ema an diskwiz, ar sabbat kenzagret d’an Aotrou ; likit da boazet ar pez oc’h euz da boazet, ha likit da virvi ar pez oc’h euz da lakaat da virvi, ha dastumit an ouc’h-penn, evit he viret beteg ar beure. 24 He zastum a rejont eta beteg ar beure, evel ma hen doa Moizez he c’hourc’hemennet, ha ne oe ket a c’houez fall ganthan, ha ne oa ket na prenved ennhan. 25 Neuze Moizez a lavaraz dezhei : Debrit anezhan hirie : rag hirie ema sabbat an Aotrou hirie na gavfet ket outhan er parkeier. 26 Enpad c’hwec’h devez e tastumfet anezhan, mes er seizved devez, pehini eo ar sabbat, na vezo ket outhan.
27 Hag er seizved devez, hiniennou euz ar bobl a ieaz evit dastum anezhan ; mes na gavjont ket outhan. 28 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Bete pegeit na fello ket deoc’h miret va gourc’hemennou ha va lezennou ? 29 Evesaet penaoz an Aotrou Hen deuz roet deoc’h ar sabbat, dre ze e ro deoc’h er c’hwec’hved devez bara evit daou devez ; ra choumo pep hini ac’hanoc’h eta en he leac’h, ha ra na zeui den euz he leac’h ar seizved devez. 30 Ar bobl eta a ehanaz er seizved devez.
31 Ha ti Israel a c’halvaz ar boued ze, mann ; beza e oa evel haderez koriander, gwen, hag e doa eur vlaz a vignez gant mel.
32 Ha Moizez a lavaraz : Setu ar pez Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet : Ra vezo leuniet eun homer, evit e viret euz a oad en oad, abalamour ma vezo gwelet ar bara Em euz groet deoc’h dibri en desert, pa Em euz ho tennet euz a vro an Ejipt. 33 Ha Moizez a lavaraz da Aaron : Kemer eur brok, ha laka ennhan eun homer leun a vann, ha laka anezhan dirag an Aotrou, evit beza miret euz a oad en oad. 34 Evel m’Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez, Aaron e lekeaz dirag an Desteni, evit ma vije miret. 35 Ha bugale Israel a zebraz ar mann daou-ugent vloaz, bete ma oent deuet da eur vro a hellet choum ennhi ; dibri a rejont ar mann, bete ma oent deuet da harzou bro Kanaan.
36 Hag, an homer eo an dekved loden euz an efa.
17 HAG holl asamble bugale Israel az eaz euz a zezert Sin, o c’heul ho diskwizou, hervez gourc’hemen an Aotrou. Hag e kampjont en Refidim ; ha ne oa ket eno a zour da eva evit ar bobl. 2 Hag ar bobl a enebaz Moizez ; hag e leverjont : Ro deomp dour ; evit ma evfomp. Ha Moizez a lavaraz dezhei : Perag ec’h enebet ac’hanoun ? Perag e tentet-hu an Aotrou ? 3 Ar bobl hen doe eta sec’hed el leac’h se, dre vank dour ; hag ar bobl a grozmolaz a enep Moizez, hag a lavaraz : Perag ec’h euz te groet deomp piniat euz an Ejipt, evit ober deomp mervel a sec’hed, me ha ma bugale, ha ma loened ? 4 Ha Moizez a griaz d’an Aotrou, o lavarout : Petra a rin d’ar ma ? C’hoaz eun neubeud hag e veinfont ac’hanoun. 5 Hag an Aotrou a respountaz da Voizez : Tremen dirag ar bobl, ha kemer ganez re ansien Israel, ha kemer en da zorn ar walen gant pehini ez poa skoet ar ster, ha bale. 6 Setu, aze Me En Em dalc’ho dirazout, aze, var ar roc’h, en Horeb, ha te a skoio ar roc’h ; hag e teuo dour er meaz, hag ar bobl a evo. Moizez eta a reaz evel se dirag re ansien Israel. 7 Hag e oe hanvet al leac’h se Massa ha Meriba, abalamour da stourmadek bugale Israel, ha dre ma ho doa tentet an Aotrou, o lavarout : An Aotrou, ha beza Ema en hon zouez, pe n’Ema ket ?
8 Neuze Amalek a zeuaz hag a reaz brezel da Israel en Refidim. 9 Ha Moizez a lavaraz da Josue : Dibab goazed ac’hanomp ; kea er meaz, ha kombat a enep Amalek ; varc’hoaz me en em dalc’ho var gorre ar grec’hien, gant gwalen Doue em dorn. 10 Ha Josue a reaz evel ma hen doa Moizez lavaret dezhan, evit kombati a enep Amalek. Moizez, Aaron hag Hur a biniaz var gorre ar grec’hien. 11 Hag e c’hoarveze, pa zave Moizez he zorn, Israel a vije ar c’hrenva, mes pa ziskwize he zorn, Amalek a vije ar c’hrenva. 12 Ha daouarn Moizez o veza deuet da veza pouner, e kemerjont eur mean hag e lakejont anezhan dindanhan, hag ec’h azezaz varnezhan ; hag Aaron hag Hur a soutene he zaouarn, unan euz eur c’hostez hag egile euz eur c’hoztez all ; hag he zaouarn a oe stard beteg kusheol. 13 Ha Josue