Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/71

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 16.


22 NEUZE, Moizez a reaz d’an Israelited mont kwit euz ar mor Ru, hag ez ejont var zu desert Shur ; hag valejont tri devez en desert, ha n’e gavjont ket a zour. 23 Neuze e teujont da Vara, mes ne heljont ket eva euz doureier Mara, rag c’hwero e oant ; dre ze al leac’h ze a oe galvet Mara. 24 Neuze ar bobl a grosmolaz a enep Moizez, o lavarout : Petra a evfomp-ni ? 25 Ha Moizez a griaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a gelennaz dezhan eur c’hoad, pehini a dolaz en doureier, hag an doureier a zeuaz dous.

Eno eo E reaz dezhan eun urz hag eur reglen, hag eno eo Ec’h eprouvaz anezhan. 26 Hag E lavaraz : Mar zelaouez gant evez mouez an Aotrou da Zoue, mar rez ar pez a zo eün dirag he zaoulagad, mar prestez skouarn d’he c’hourc’hemennou ha mar mirez he holl urzou, n’E roin ket d’id hini ebet euz ar c’hlenvejou Em euz roet d’an Ejipt ; rag Me eo an Aotrou pehini a wellaa ac’hanout.

27 Neuze e teujont da Elim ; hag eno e oa daouzek mammen dour ha dek ha tri-ugent palmezen ; hag e kampjont eno, tost d’an doureier.


16 Holl asamble bugale Israel, o veza eet euz a Elim, a zeuaz da zezert Sin, pehini a zo entre Élim ha Sinai, er bempzekvet deiz euz an eilvet mis, goude ma oant eet kwit euz an Ejipt. 2 Hag holl asamble bugale Israel a grosmole en dezert ze a enep Moizez hag a enep Aaron, 3 Ha bugale Israel a lavaraz dezhei : Ha ! perag n’hen domp-ni ket maro dre zorn an Aotrou en bro an Ejipt, pa oamp azezet en kichen podadou kig, pa zebremp bara hon gwalc’h ! Rag c’hwi oc’h euz hon digaset en dezert ma, evit lakaat da vervel gant an aoun an holl asamble ma.

4 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Setu, Ez an da lakaat bara da gweza euz an env, hag ar bobl a zeui er meaz, hag e tastumfont bemdez ar pez a vezo red evid eun devez, evit Ma eprouvin, da welet hag hen a valeo, pe nan, em lezen. 5 Mes, ar c’hwec’hved devez, e fichfont ar pez ho devezo digaset, hag e vezo an doubl euz ar pez a zestumfont bep devez.

6 Moizez hag Aaron eta a lavaraz da holl vugale Israel : Henoz e wefet penaoz eo an Aotrou eo Hen deuz ho tennet euz a vro an Ejipt ; 7 hag euz ar beure e welfeet gloar an Aotrou, abalamour ma Hen deuz klevet ho krosmolou a enep an Aotrou. Petra omp-ni, a-dra-zur, evit ma krosmolfac’h a enep deomp-ni ? 8 Ha Moizez a lavaraz : Pa roio an Aotrou deoc’h henoz kig da zibri, hag euz ar beure bara ho kwalc’h ; abalamour ma Hen deuz an Aotrou klevet ar c’hrozmolou, oc’h euz groet a enep dezhan ; a hend all petra omp-ni ? Ho krozmolou n’emaint ket a enep deomp-ni, mes a enep an Aotrou.

9 Ha Moizez a lavaraz da Aaron : Lavar da holl asamble bugale Israel : Tosteet dirag an Aotrou, rag klevet Hen deuz ho krozmolou. 10 Hag evel ma komze Aaron da holl asamble bugale Israel, e tistrojont entreze an dezert, ha setu, gloar an Aotrou en em diskwezaz er goabren ; 11 hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 12 Klevet Em euz krozmolou bugale Israel. Komz outhei, ha lavar : Entre an daou abardaez c’hwi a zebro kig, hag euz ar beure c’hwi a vezo gwalc’het a vara, ha c’hwi a anavezo penaoz Oun an Aotrou ho Toue.

13 Da noz eta kalied a biniaz hag a c’holoaz ar c’han, hag euz ar beure e oe eur gwisk a c’hlizen endro d’ar c’han. 14 Hag ar gwisk glizen a vihanaez, ha setu e oa var c’horre an dezert eun dra vihan, perlezet, bihan evel ar reo var an douar. 15 Pa welaz bugale Israel anezhan, e lavarjont an eil d’egile : Petra eo hennez ? rag na wient ket petra e oa. Ha Moizez a lavaraz dezhei : Ar bara eo a ro an Aotrou deoc’h da zibri. 16 Setu ama ar pez Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet : Dastumit outhan pep hini en ment euz ma hello dibri, eun homer dre benn, hervez an niver euz ho tud ; pep hini ac’hanoc’h a gemero evit ar re a zo en he danten.

17 Bugale Israel a reaz eta evel se ; hag e tastumjont outhan, unan muoc’h hag unan all neubeutoc’h. 18 Hag e vuzurjont anezhan dre homer ; hag an hini a zastumaz kalz, n’hen doe ket a re, hag an hini a zastumaz neubeud, na vankaz ket dezhan : dastum a reent pep hini hervez ar pez a zebre. 19 Ha Moizez a lavaraz dezhei : Ra na lezo den tam outhan beteg ar beure. 20 Mes na zentchont ket euz Moizez, hag hiniennou a lezaz beteg ar beure, hag e teuaz prenved ennhei ha c’houez fall ganthei ; ha Moizez a ieaz drouk ennhan a enep dezhei. 21 Dastum a rejont eta bep beure pep hini hervez ma tebre ;

63