hag an doureier a zistroio var an Ejiptsianed, var ho c’hirri ha var ho c’havalierien. 27 Moizez a astennaz eta he zorn var ar mor, hag ar mor a zistroaz vardro ar beure d’he leac’h ; hag an Ejiptsianed o tec’hel kwit he gavaz, hag an Aotrou a dolaz an Ejiptsianed en kreiz ar mor. 28 An doureier a zistroaz eta hag a c’holoaz kirri ha kavalierien holl arme Faraon, pere a oa eat varlerc’h an Israelited er mor ; ne vanaz nikun anezhei. 29 Mes bugale Israel a valeaz er seac’h en kreiz ar mor ; hag an doureier a rea eur voger a zeou hag a gleiz dezhei. 30 En deiz ze e telivraz an Aotrou Israel euz a di an Ejiptsianed ; hag Israel a welaz an Ejiptsianed maro, var bord ar mor. 31 Evel se Israel a welaz ar galloud bras Hen doa an Aotrou displeget a enep an Ejiptsianed ; hag ar bobl a zoujaz an Aotrou, hag e kredchont en Aotrou hag en Moizez, he zervicher.
15 NEUZE Moizez ha bugale Israel a ganaz ar ganaouen ma d’an Aotrou, hag e leverjont :
Me a gano d’an Aotrou, rag huel bras eo En Em savet.
Taolet Hen deuz er mor ar marc’h hag he gavalier.
2 An Aotrou eo va nerz ha va meulodi : Bet eo va Liberatour.
Ma Doue eo, Hen meuli a rin ;
Doue va zad eo, me Hen huelaio.
3 An Aotrou a zo eur brezelier nerzuz ;
He hano eo an Aotrou.
4 Taolet Hen deuz er mor kirri Faraon hag he arme,
Ha re dibabet he vrezellerien a zo bet plonjet er mor Ru.
5 Ar c’houmou ho deuz ho goloet ; Diskennet int en fons an doureier evel eur mean.
6 Da du deou, O Aotrou, a zo manifik en nerz.
Da du deou, O Aotrou, a frik an enebour.
7 Dre vraster da vajeste,
E tiskarez da enebourien.
Kas A rez da goler,
Ho c’huzumi a ra evel ar zoul.
9 D’ar c’houez euz da zioufran an doureier a zo en em verniet ;
An doureier ret a zo choumet evel eun harz ;
Ar c’houmou ho deuz skornet en kreiz ar mor.
9 An enebour a lavare : Kerzet a rin, tapout a rin,
Lodenna a rin an diwisk ;
Ma ine en em leunio varnezhei,
Tenna a rin ar c’hleze, va dorn ho distrujo.
10 C’hwezet Ec’h euz gant da halen : Ar mor hen deuz ho goloet ;
Ruliet ho deuz evel plom,
En fons an doureier gallouduz.
11 Piou a zo eveldout-Te, entouez an doueou, O Aotrou ?
Piou a zo eveldout-Te manifik en zantelez,
Doujabl er meulodiou,
Oc’h ober burzudou ?
12 Astennet ec’h euz da du deou ;
An douar e deuz ho lonket.
13 Renet Ec’h euz dre da drugarez.
Ar bobl ma pehini Ec’h euz prenet : E droet Ec’h euz gant da nerz
Entrezek da choumach zantel.
14 Ar bobl az klevo, hag e krenfont ;
Ar spount a grog en tud ar Palestin.
15 Neuze duked Edom a zo troublet ;
Ar grenedien a zo kroget en re galloudek Moab,
Holl dud Kanaan a zizesper.
16 An aoun hag ar spount a gwezo varnezhei ;
Dre ar vraster euz da vreac’h,
E teufont mud evel ar mean,
Beteg ma vezo da bobl, O Aotrou, tremenet ;
Bete ma hen devezo tremenet,
Ar bobl Ec’h euz prenet.
17 Te ho lakaio ha Te ho flanto var menez da heritach,
El leac’h ma Ec’h euz kempennet evit da choumach, O Aotrou,
Er santuar, Aotrou, ho deuz da zaouarn lekeet.
18 An Aotrou a reno da virviken hag atao.
19 Rag kezek Faraon, gant he girri hag he gavalierien, a zo eat er mor ;
Hag an Aotrou Hen deuz lakeat doureier ar mor da zistrei varnezhei ;
Mes bugale Israel ho deuz baleet er seac’h en kreiz ar mor.
20 Ha Mari, ar brofedez, c’hoar Aaron, a gemeraz en he dorn an taboulin, hag an holl verc’hed az eaz var he lerc’h, gant taboulinou hag o tansal. 21 Ha Mari a respounte d’ar re a gane :
Kanet d’an Aotrou, rag huel meurbed eo en em zavet ;
Taolet hen deuz er mor ar marc’h hag he gavalier.