Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/69

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 14.

da douet a-dra-zur, o lavarout : Doue ho kwelo en gwirionez ; ha c’hwi a gaso ma eskern ac’han ganeoc’h.

20 Hag ez ejont da Sukkoth, hag e kampjont en Etham, en penn an distro. 21 Hag an Aotrou a iea dirazhei, en deiz en eur golonen a oabren, evit ho ren dre an hent, hag en noz en eur golonen dân, evit ho skleria, evit ma valejent noz deiz. 22 Ar golonen a oabren na dec’he ket a zirag ar bobl enpad an deiz, nag ar golonen dân enpad an noz.


14 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 2 Komz da vugale Israel ; ha ma tistrofont ha ma kampfont dirag Pi-Hahiroth, entre Migdol hag ar mor, dirag Baal-Tsefon ; c’hwi a gampo dirag al leac’h ze, tost d’ar mor. 3 Ha Faraon a lavaro euz bugale Israel : En em gollet int er vro ; an desert hen deuz ho lonket. 4 Hag E kaletain kaloun Faraon, hag ez aio var ho lerc’h ; mes Me a vezo meulet en Faraon hag en he holl arme, hag an Ejiptsianed a anavezo eo Me eo an Aotrou. Hag e rejont evel se.

5 Ha, lavaret e oe da roue an Ejipt penaoz e oa tec’het ar bobl kwit. Ha kaloun Faraon ha re he zervicherien a oe chanchet en kenver ar bobl, hag e leverjont : Petra hon deuz groet, ma hon deuz lezet Israel da vont kwit, en hevelep doare ma na zervicho ken ac’hanomp ? 6 Neuze e stagaz he gar hag e kemeraz he bobl ganthan. 7 Kemer a reaz c’hwec’h kant kar dibabet hag holl girri an Ejipt, ha kombateriem var bep hini anezhei. 8 Hag an Aotrou a galedaz kaloun Faraon, roue an Ejipt, hag ez eaz varlerc’h bugale Israel. Ha bugale Israel a oe eat kwit gant eun dorn kre. 9 An Ejiptsianed az eaz var ho lerc’h ; hag holl gezek kirri Faraon, ho gavalierien hag he arme ho zapaz, evel ma oent kampet tost d’ar mor, en kichen Pi-Hahiroth, dirag Baal-Tsefon.

10 Hag evel ma tostae Faraon, bugale Israel a savaz ho daoulagad, ha setu, an Ejiptsianed a valee var ho lerc’h. Neuze bugale Israel ho doe eun aoun vras, hag e krijont d’an Aotrou. 11 Hag e leverjont da Voizez : Ha n’e on ket a veziou en Ejipt, ma ec’h euz hon digaset da vervel en desert ma ? Petra ec’h euz groet deomp, d’hon lakaat da vont kwit euz an Ejipt ? 12 N’eo ket ar pez a lavaremp d’id en Ejipt : Lez ac’hanomp da zervichi an Ejiptsianed ; rag gwelloc’h eo deomp servichi an Ejiptsianed, evit mervel en desert ? 13 Ha Moizez a lavaraz d’ar bobl : N’ho pezet ket a aoun ; en em dalc’hit aze, ha gwelit delivrans an Aotrou, Pehini A roio deoc’h hirie ; rag an Ejiptsianed pere oc’h euz gwelet hirie, n’ho gwelfet ken biken. 14 An Aotrou a gombato evidoc’h, ha c’hwi, c’hwi a choumo trankil.

15 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Perag e kriez-te d’In Me ? Komz da vugale Israel, ha ra valefont. 16 Ha te, sav da walen, hag asten da zorn var ar mor, ha faout anezhan ; ha ra ez ai bugale Israel en kreiz ar mor, er seac’h. 17 Ha Me, setu, ez an da galedi kaloun an Ejiptsianed, hag ez aint ennhan var ho lerc’h ; ha Me a vezo meulet en Faraon hag en he holl arme, en he girri hag en he gavalierien. 18 Hag an Ejiptsianed a anavezo penaoz Oun an Aotrou, pa vezin glorifiet en Faraon, en he girri hag en he gavalierien.

19 Hag êl Doue, pehini a iea araog kan Israel, az eaz adrek-hei ; hag ar golonen a oabren a iea araog dezhei, en em dalc’haz adrek-hei ; 20 hag e teuaz entre kan an Ejiptsianed ha kan Israel. Hag e oe euz a eun tu eur goabren defal ; mes, euz an tu all, e sklerie an noz ; ha na dostajont ket an eil euz egile enpad an noz holl.

21 Ha, Moizez a astennaz he zorn var ar mor, hag an Aotrou a zigoraz ar mor, enpad an noz holl, dre eun avel vras a savheol ; hag e lakeaz ar mor en seac’h, hag an doureier en em faoutaz. 22 Ha bugale Israel a ieaz en kreiz ar mor seac’h ; hag an doureier a rea eur voger a zeou hag unan all a gleiz. 23 Hag an Ejiptsianed a gerze var ho lerc’h ; hag holl gezek Faraon, he girri hag he gavalierien, az eaz var ho lerc’h en kreiz ar mor. 24 Mes c’hoarvezout a reaz, var beili ar beure, penaoz an Aotrou, o veza er golonen a dân hag a oabren, A sellaz kan an Ejiptsianed, hag E lakeaz en dizurz. 25 Hag E lamaz rojou ho c’hirri, hag a reaz ma ho c’haset poezuz. Neuze an Ejiptsianed a lavaraz : Tec’homp dirag an Israelited, rag an Aotrou a gombat evithei a enep an Ejiptsianed.

26 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Asten da zorn var ar mor,

61