a reaz eta, aben pevar c’hant tregont vloaz, ec’h eruaz, er memeuz deiz se, penaoz holl armeou an Aotrou a ieaz kwit euz a vro an Ejipt. 42 Eun nozvez eo pehini a dleer da viret en enor d’an Aotrou, evit beza ho zennet a vro an Ejipt. An noz ze a dle beza miret, en enor d’an Aotrou gant holl bugale Israel, a oad en oad.
43 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron : Setu aze gourc’hemen ar Pask : Diaveziad ebet na zebro outhan. 44 Divarben pep esklav, den prenet gant arc’hant, te a sirkonsizo anezhan, ha neuze e tebro outhan. 45 Ar choumer diaveziad hag an devezour na zebrfont ket outhan. 46 Debret e vezo en eun ti kepken ; na gasi ket euz ar c’hik er meaz euz an ti, ha na dorfet ezel ebet dezhan. 47 Holl asamble Israel a raio ar Pask. Ha pa choumo eun diaveziad ez ti, hag a fello dezhan ober ar Pask d’an Aotrou, ra vezo sirkonsizet pep mal a apparchant outhan ; ha neuze e tostao evit e ober, hag e vezo evel an hini pehini a zo ganet er vro ; mes disirkonsiz ebet na zebro outhan. 49 Beza e vezo eur memeuz lezen evit an hini pehini a zo ganet er vro hag evit an diaveziad pehini a choum en ho touez.
50 Hag holl vugale Israel a reaz evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez ha da Aaron ; ober a rejont evel se. 51 C’hoarvezout a reaz eta, er memeuz deiz se, ma tennaz an Aotrou euz a vro an Ejipt bugale Israel hervez ho armeou.
13 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 2 Santela d’In pep kenta-ganet, kement a c’han ar c’henta entouez bugale Israel, en touez an dud hag entouez al loened : d’In eo.
3 Ha Moizez a lavaraz d’ar bobl : Ho pezit sonj euz an deiz se en pehini oc’h eat kwit euz an Ejipt, euz a di an esklavach, rag an Aotrou Hen deuz ho tennet ac’hane gant eun dorn kre ; ha ra na vezo ket debret bara gôet. 4 Mont a red kwit hirie, en mis an tamoez. 5 Pa Hen devezo an Aotrou da lekeet eta en bro ar Gananeaned, an Hethianed, an Amoreaned, an Hevianed, hag ar Jebusianed, pehini Hen deuz, touet da tadou rei d’id, bro el leac’h ma red al leaz hag ar mel, neuze en em gitezi, er mis se, euz ar servich ma. 6 Enpad seiz devez e tebri baraou hep goell, ha d’ar seizvet devez e vezo eur gouel d’an Aotrou. 7 Dibri a refer baraou hep goell enpad seiz devez ; ha ne vezo ket gwelet ez ti bara gôet, ha ne vezo ket ez ti a oell ebarz da holl douar. 8 Hag e tisplegi d’az mab kement se en deiz se, o lavarout : Abalamour d’ar pez a reaz an Aotrou evidoun eo, pa ez iz kwit euz an Ejipt. 9 Ha kement se a vezo d’id evel eur zin var da zorn, hag evel eun envor entre da zaoulagad, evit ma vezo lezen an Aotrou en da c’henou, rag an Aotrou Hen deuz da dennet gant eun dorn kre euz an Ejipt. 10 Te a viro eta an urz ze, en he amzer, bep bloaz.
11 Ha pa Hen devezo an Aotrou da lakeet en bro ar Gananeaned, evel ma Hen deuz touet d’id ha d’az tadou, ha ma Hen devezo e roet d’id ; 12 neuze e kinnigi d’an Aotrou kement a c’hano ar c’henta, hag holl re genta-ganet al loened pere az pezo ; ar maled a vezo d’an Aotrou. 13 Mes prena a ri gant eun oan pe gant eur c’havrik pep kenta-ganet euz an azen ; ha ma ne brenez ket anezhan, e torri dezhan he c’houzouk. Prena a ri ive pep kenta-ganet euz an dud entouez da vugale. 14 Ha pa c’houlenno, eun deiz, da vab ouzit : Petra eo kement se ? te a lavaro dezhan : Gant he zorn kre an Aotrou Hen deuz hon zennet euz an Ejipt, euz a vro an esklavach. 15 Hag e c’hoarvezaz, penaoz pa na fellaz ket da Faraon hon lezel da vont kwit, ma lazaz an Aotrou pep kenta-ganet en bro an Ejipt, adaleg kenta-ganet an den bete kenta-ganet al loened ; Abalamour da ze eo, e sakrifian d’an Aotrou an holl valed pere a c’han da genta, hag e prenan pep kenta-ganet euz va mibien. 16 Ha kement se a vezo evel eur zin var da zorn, ha eun dra a-ispil entre da zaoulagad, ma Hen deuz an Aotrou tennet ac’hanomp gant eun dorn kre euz an Ejipt.
17 Ha, pa hen doe Faraon lezet ar bobl da vont kwit, Doue n’ho renaz ket dre hent bro ar Filistined, pehini eo an tosta ; rag Doue a lavaraz : Ezom e zo da gaout aoun na zeufe keûz d’ar bobl pa welo ar brezel, ha na zistrofe en Ejipt. 18 Mes Doue a reaz d’ar bobl ober eun dro dre hent an desert, entrezek ar mor Ru. Ha bugale Israel a biniaz en armou euz an Ejipt. 19 Ha Moizez a gemeraz ganthan eskern Josef ; rag Josef hen doa lekeat bugale Israel