Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/67

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 12.

var holl doueou an Ejipt. Me eo an Aotrou. 13 Hag ar goad a zervicho deoc’h da zin var ho tiez el leac’h e vefet ; Me a welo ar goad hag E tremenin dreist-oc’h, ha na vezo ket en ho touez gouli a gastiz ebed, pa skoin bro an Ejipt.

14 Hag an deiz se a vezo da venek dooc’h ; ha c’hwi hen miro evel eur gouel d’an Aotrou, a oad en oad hen mirfet evel eur gourc’hemen peur-baduz. 15 Enpad seiz devez e tebrfet bara hep goell ; hag adaleg an deiz kenta e lamfet ar goell euz ho tiez. Rag pep den hag a zebro bara gôet, adaleg an deiz kenta beteg ar seizved devez, a vezo lamet a Israel. 16 D’an deiz kenta, e vezo eur beden zantel ; beza ho pezo ive unan er seizved devez. Na vezo groet labour ebet en deiziou ze ; fichet e vezo hepken deoc’h ar pez a dle pep den dibri. 17 Miret a refet eta gouel ar baraou hep goell ; rag en deiz se memeuz Me Em bezo tennet oc’h armeou euz a vro an Ejipt. Miret a refet an deiz se euz a oad en oad evel eur gourc’hemen peur-baduz. 18 D’ar c’henta mis, d’ar bevarzekvet deiz euz ar mis, e tebrfet, da noz, baraou hep goell, beteg an devez varnugent euz ar mis, da noz. 19 Enpad seiz devez, n’en em gavo ket a oell en ho tiez ; rag pep den hag a zebro bara gôet, a vezo lamet euz a asamble Israel, pe e vezo eun diaveziad, pe unan benag ganet er vro. 20 Na zebrfet ket a vara gôet ; en ho holl choumajou, c’hwi a zebro baraou hep goell.

21 Moizez a c’halvaz eta holl re ansien Israel, hag a lavaraz dezhei : It ha kemerit loened bihan evit ho famillou, ha sakrifiet ar Pask. 22 Ha kemer a refet eur boked sikalez ; trempa a refet anezhan er goad pehini a vezo er vasin, hag e c’hlebfet, euz ar goad pehini a vezo er vasin, stern an nor hag an daou bost ; hag hini ac’hanoc’h n’az aio er meaz he di, bete ar beure. 23 Hag an Aotrou a dremeno evit skei an Ejipt, hag e welo ar goad var ar stern, ha var an daou bost ; hag an Aotrou a dremeno dreist an nor, ha na lezo ket an distrujer da vont da skei en ho tiez. 24 Miret a refet kement ma evel eun urz peur-baduz, evidoc’h hag evit ho pugale. 25 Ha pa vefet eat er vro a roio an Aotrou deoc’h, evel ma Hen deuz lavaret, c’hwi a viro an usach ma. 26 Ha pa lavaro ho pugale deoc’h : Petra a sinifi evidoc’h an usach ma ? 27 neuze c’hwi a respounto : Sakrifis ar Pask d’an Aotrou eo, Pehini a dremenaz dreist tiez bugale Israel en Ejipt, pa skoaz an Ejipt ha pa ziwallaz hon ziez.

28 Neuze ar bobl en em blegaz hag en em stouaz. Ha bugale Israel az eaz, hag a reaz evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez ha da Aaron ; ober a rejont evel se.

29 Hag e c’hoarvezaz da hanter-noz ma skoaz an Aotrou pep kenta-ganet en bro an Ejipt, adaleg kenta-ganet Faraon, azezet var he drôn, beteg re genta-ganet an esklaved a oa dalc’het er prizoun, hag holl re genta-ganet al loened. 30 Ha Faraon a savaz en noz, hen hag he holl zervicherien, hag an holl Ejiptsianed ; hag e oe eur griaden vras en Ejipt, rag ne oa ti ebet a gement na oa ket unan maro ennhan. 31 Gervel a reaz eta Moizez hag Aaron, en noz, hag e lavaraz dezhei : Savit ; it kwit a douez ma fobl, c’hwi ha bugale Israel ; it, servichit an Aotrou, evel ma ho c’heuz lavaret. 32 Kemerit ive ho tenved hag oc’h ijened, evel ma oc’h euz lavaret ; it, ha benniget ac’hanoun ive. 33 Hag an Ejiptsianed a zifree ar bobl, evit e lakaat da vont kwit buan euz ar vro ; rag lavaret a reent : Ni a zo holl maro ! 34 Ar bobl a gemeraz eta he doaz, araog ma oe gôet, gant ho irc’hier ereet en ho dillad var ho skoaziou. 35 Ha, bugale Israel ho doa groet hervez komz Moizez, hag ho doa goulennet digant an Ejiptsianed traou arc’hant hag aour, ha dillad. 36 Hag an Aotrou Hen doa groet d’ar bobl kaout trugarez dirag daoulagad an Ejiptsianed, pere ho doa ho frestet dezhei ; hag e tiwiskjont an Ejiptsianed.

37 HA bugale Israel az eaz kwit euz a Ramses da Sukkoth, en niver a vardro c’hwec’h kant mil den var droad, hep ar vugale vihan. 38 Eun niver bras a ziavezidi a biniaz ive ganthei, kenkoulz ha denved hag ijened, loened niveruz meurbed. 39 Hag e poazjont en goastellou hep goell an toaz pehini ho doa kemeret euz an Ejipt, rag ne oa ket gôet ; rag kaset e oant bet kwit euz an Ejipt, hep gallout en em dale, ha n’ho devoa ket en em bourveet zoken euz a vevans ebet.

40 Hag, ar choumidigez a reaz bugale Israel en Ejipt, a oe pevar c’hant tregont vloaz. 41 C’hoarvezout

59