Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/66

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 11, 12.

Israel e oe sklerijen el leac’h euz ho choumajou.

24 Neuze Faraon a c’halvaz Moizez hag a lavaraz : It, servichit an Aotrou ; ra choumo hepken ho tenved hag oc’h ijened ; ho pugale vihan a ielo ive ganeoc’h. 25 Mes Moizez a respountaz : Te a lakaio da unan en hon daouarn peadra da ober sakrifisou ha sakrifisou-losk, pere a ginnik fomp d’an Aotrou hon Doue. 26 Hag hon zropellou az ai ive ganeomp ; na choumo ket eun ivin anezhei. Rag ni a gemero outhei evit servicha an Aotrou hon Doue ; ha na ouzomp ket gant petra e tlefomp servichi an Aotrou, ken a vefomp eru eno. 27 Mes an Aotrou a galedaz kaloun Faraon, ha na fellaz ket dezhan ho lezel da vont kwit. 28 Ha Faraon a lavaraz dezhan : Kea kwit a zirazoun ! Laka evez da adgwelet ma fas, rag en deiz ma weli ma fas, te a varvo. 29 Neuze Moizez a respountaz : Lavaret mad ec’h euz ; na adgwelin ken da fas.


11 HAG an Aotrou Hen doa lavaret da Voizez : Me a lakaio c’hoaz eur gouli da zont var Faraon ha var an Ejipt ; goude ze, e lezo ac’hanoc’h da vont kwit ac’han. Pa ho lezo da vont evit mad, ho kaso kwit ac’han. 2 Komz eta d’ar bobl, ha lavar dezhei ma c’houlenfont pep hini anezhei digant he amezek, ha pep hini digant he amezegez, traou arc’hant hag aour. 3 Hag an Aotrou a reaz d’ar bobl kaout trugarez dirag an Ejiptsianed ; ha memeuz Moizez a oa eun den bras meurbed en bro an Ejipt, dirag daoulagad servicherien Faraon ha dirag daoulagad ar bobl.

4 Ha Moizez a lavaraz : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Da hanter-noz, E tremenin dre greiz an Ejipt. 5 Ha pep kenta-ganet a varvo en bro an Ejipt, adaleg kenta-ganet Faraon, pehini a zo azezet var he drôn, beteg kenta-ganet ar vatez pehini a zo endrek ar mean milin, kenkoulz ha pep kenta-ganet al loened. 6 Hag e vezo eur griaden ken bras en holl vro an Ejipt, evel ma n’en deuz bet biskoaz ha na vezo biken henvel outhi. 7 Mes, entouez holl vugale Israel, ne vezo ket zoken eur c’hi da finval he deod, adaleg an den beteg al loened ; evit ma anavefet pez dishenvelded a laka an Aotrou entre an Ejiptsianed hag Israel. 8 Ha da holl zervicherien pere a zo aze a ziskenno d’Am c’haout, hag en em stouo diraz Oun, o lavarout : Kea kwit, te, hag an holl bobl a c’heul ac’hanout ! Ha, goude ze, me a ielo kwit. Ha Moizez az eaz kwit a gichen Faraon en eur fulor vras.

9 Hag an Aotrou Hen doa lavaret da Voizez : Faraon n’ho selaouo ket, evit ma kresko va miraklou en bro an Ejipt. 10 Ha Moizez hag Aaron a reaz an holl viraklou ze dirag Faraon. Mes an Aotrou a galetaez kaloun Faraon, ha ne lezaz ket bugale Israel da vont kwit euz he vro.


12 HAG an Aotrou a gomzaz da Voizez ha da Aaron, en bro an Ejipt, o lavarout : 2 Ar mis ma a vezo evidoc’h komansamant ar miziou ; beza e vezo evidoc’h ar c’henta a viziou ar bloaz.

3 Komzet da holl asamble Israel ha livirit : D’an dekved deiz euz ar mis ma ra gemero pep hini ac’hanoc’h eun oan pe eur c’havrik dre bep ti euz ho zadou, eun oan pe eur c’havrik dre bep ti. 4 Ha mar d’eo re vihan an ti evit hen dibri, ra vezo hen kemeret gant he amezek tosta euz he di, hervez an niver a dud ; kounta a refet evit an oan hervez ar pez hello pep hini dibri. 5 Beza ho pezo eun oan pe eur c’havrik dinam, mal, oajet a eur bloaz ; e gemer a refet a douez an denved pe a douez ar givri. 6 Hag e virfet anezhan beteg ar bevarzekved deiz euz ar mis ma, hag holl asamble Israel dastumet hen lazo entre an diou c’housperou. 7 Hag e kemerfont euz he oad, hag e lakafont anezhan var daou bost, ha var greac’h stern dor an tiez el leac’h ma tebrfont anezhan. 8 Hag en noz ze, e tebrfont ar c’hik anezhan rostet en tân ; e zibri a refont gant baraou hep goell ha gant ieot c’hoero. 9 Na zebrit netra hanter boaz, na pehini a vefe bet bervet en dour ; mes ra vezo rostet euz an tân, he benn kenkoulz hag he dreid hag he vouzellou. 10 Na lezfet netra da van beteg ar beure ; hag ar pez a vano outhan er beure, a zevfet en tân. 11 Ha setu ama penaoz e tebrfet anezhan : ho kroazellou gourizet, ho poutou lêr en ho treid, hag ho paz en ho torn ; ha c’hwi hen debro buhan ; ar Pask eo euz an Aotrou.

12 En noz ze E tremenin dre vro an Ejipt, hag E skoin pep kenta-ganet en bro an Ejipt, adaleg an dud beteg al loened ; hag E rin barnedigezou

58